teurel
Neuz
Brezhoneg
- Testeniekaet en krennvrezhoneg (teurel).
- Da geñveriañ gant ar verboù taflu, tawlu en kembraeg, tewlel en kerneveureg.
Verb
teurel /ˈtøːrɛl/
- Kas un dra bennak pell gant nerzh.
- ...teurel a rae indan an daol kement a vije laket dezhañ war e plad . — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 12.)
- Hastit lakat dour war an tan da virviñ evit teurel e-barzh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 200.)
- dislonkañ, c'hwedañ.
- teurel an dorn war udb
- teurel dour: staotat
- Evit a dra ma ne droazher ket kement gant ar gwin ha gant ar bier, e rankent mont da “deurel dour” ur wech an amzer, PVPR 28
- teurel boued: disteurel, dislonkañ
- teurel dismegañs war ub
- teurel diwar e galon: disteurel, dislonkañ
- teurel koad : diskar gwez
- bezañ mat da deurel d'ar chas: bezañ fall
- teurel un dra bennak en traoñ, d'an traoñ : diskar
- — Ro din da debriñ pa lâran dit, pe ho taolin d'an traoñ ! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 145.)
- teurel gwad: gwadañ
- teurel un dra en ul lec'h bennak:
- ... ha goude ho teurel en ur puñs don, ec'h afont gantañ d'ar gêr, buan, hag e larfont d'o zad penaos e vefont bet betek Rouanez an Hongri. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 91.)
- teurel d'ar bern, d'ar blotoù
- teurel ur mallozh
Stummoù all
- teuler, teulel