Saoz
Neuz
Gwelet ivez : saoz |
Brezhoneg
- Amprestet digant al latin Saxō.
- Testeniekaet en henvrezhoneg (saux).
- Meneget er C'hatolikon[1] (saus).
- Da geñveriañ gant an anvioù Sais e kembraeg, Saws e kerneveureg ha Sacs en iwerzhoneg.
- Anavezet evel anv-tiegezh : Le sausse, Kersauzon.
Anv divoutin
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | Saoz /ˈsɔːs/ |
Saozon /ˈsɔː.zɔ̃n/ |
Benel | Saozez /ˈsɔː.zes/ |
Saozezed /sɔˈzeː.zet/ |
Saoz /ˈsɔːs/ gourel, liester Saozon
- Den eus Bro-Saoz.
- Klevez ket ar Saoz o laret. — (Kanaouenn al levier, er Barzhaz Breizh.)
- Garzh uhel Traoñgof ar gêr vras,
E-lec'h zo Saozon o ren c'hoazh. — (Filhorez an Aotrou Gwesklen, er Barzhaz Breizh.) - Gwasoc'h eget avel ha glav
Ar Saozon fall an hini eo ! — (Stourm an Tregont, er Barzhaz Breizh.)
- (Istor) Den eus ur boblad c'herman.
- Divroañ a raent, dreist-holl evit tec'hout rak Skoted Bro-Iwerzhon, kentoc'h eget rak an Angled hag ar Saozon.— (Louis Elegoet, Istor Breizh, TES, 1998, p. 42.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet Saos, Saoson.
Gerioù heñvelster
- Anglez (1)
Troidigezhioù
Den eus Bro-Saoz (1)
Den eus ur boblad c'herman (2)
Roll an daveoù :