iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikiquote.org/wiki/Dimeziñ
Dimeziñ - Wikiarroud Mont d’an endalc’had

Dimeziñ

Eus Wikiarroud
Ar vaouez a zle sentiñ d'he fried
Le Charivari, 2 a viz Gouere 1854

An holl zimezioù zo eürus. Ar bevañ a-gevret goude eo a zegas an holl drubuilhoù.

  • All marriages ar hapy. It's the living togezher afterwards that causes all the trouble. — Raymond Hull

Gevier hoc'h eus livet din, 'm eus aon," eme ar pried d'he gwaz dik goude al lid. – "Tamm ebet ! Lavaret em eus deoc'h ez eus ur milioner ac'hanon, ha gwir eo." – "Ya, met lavaret hoc'h eus din ivez e oac'h pemzek ha tri-ugent ha klañvidik hag emaon o paouez kavout n'oc'h nemet pemp hag hanter-kant ha yac'h-pesk."

  • "I'm afraid you have lied to me," the bride said to her husband just after the ceremony. – "Not at all! I told you I was a millionaire, and it's true." – "Yes, but you also told me you were seventy five and in poor health and I've just discovered thatyou're only fifty five and as fit as a fiddle."

Goulennet em eus digant Maureen pegoulz e timezfe, met respontet he deus "Perak prenañ ul levr pa c'heller koumanantiñ d'ul levraoueg-red ?"

  • I asked Maureen when she was going to get married, but she said "Why buy a book when you can join a circulating library?". — Michael Green

Kaout ur wreg re eo an divwregiezh. Heñvel eo an unwregiezh.

  • Bigamy is having one wife too many. Monogamy is the same thing.

Lod tud a c'houlenn a-zivout kevrin hon hir a zimeziñ. Amzer a gemeromp da vont d'ur preti div wech ar sizhun. Koanig ouzh ar c'hantolioù, sonerezh dous, ha dañsal. Hi a ya da Veurzh, me a ya da Wener.

  • Some people ask the secret of our long marriage. We take time to go to a restaurant twice a week. A little candle-light dinner, soft music, and dancing. She goes on Tuesdays, I go on Fridays. — Henry Youngman

Ne ouzer ket petra eo an eürusted betek ma vezer dimezet. Ha re ziwezhat eo da neuze.

  • You don't know what happiness is until you get married. And then it is too late.

Pa zimez ur plac'h ez eskemm evezhded meur a waz ouzh dievezhded unan.

  • When a girl marries, she exchanges the attentions of many men for the inattention of one. — Helen Rowland

"Pegement e koust dimeziñ, Tadig ?" – "N'ouzon ket, emaon c'hoazh o paeañ evit kement-se."

  • "How much does it cost to get married, Dad?" – "I don't know, I'm still paying for it."

Peureürus eo bet ho mamm ha me e-pad tregont vloaz. Ha neuze e kejis outi.

  • Your mother and I were perfectly happy for thirty years. And then I met her. — Benny Hill

Remed, ouzh ar garantez. Dimeziñ.

  • Cure, of Love. Marriage
— Clay, John & Herford, Cecil. Cupid's Cyclopedia, p. 27. New York : Charles Scribner's Sons, 1910 (ISBN 978-3-7523-5302-0)

Ret e vije d'an den bout atav e karantez ; setu perak e rankje an den chom hep dimeziñ biken.

  • One should always be in love; that is the reason why one should never marry.Oscar Wilde

Pennadoù kar

[kemmañ]