iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Yukon
Yukon - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Yukon

Eus Wikipedia
Yukon
Tiriad
Banniel Ardamezioù

63° 0′ 0″ N, 135° 0′ 0″ W

  • ██ Yukon e Kanada
  • Melestradur
    Riez Kanada
    Anv kozh Yukon Territory
    Statud Tiriad
    Kêr-benn
    ha kêr vrasañ
    Whitehorse
    Yezhoù ofisiel Saozneg, galleg
    Kentañ ministr Sandy Silver (03/12/2016)
    Douaroniezh
    Gorread 472 345,44 km² [1]
    Pennlein Menez Logan, 5 959 m
    Poblañs 40 232 (2021) [1]
    Stankter 0,085 den/km²

    Gwerzhid-eur UTC-07:00
    PDK [2] • Renk er bed : 13vet
    • Hollek : C$ 2 678,9 milion [3]
    • Dre benn : C$ 66 586 (3de)
    FDD 0,924 (2019) [4] Uhel-tre (5vet)
    Arouezioù
    Boked (Epilobium angustifolium)
    Gwezenn Bezv-gwenn
    (Abies lasiocarpa)
    Evn Marc'hvran
    Internet (en) (fr) yukon.ca

    Yukon (distaget /ˈjuːkɒn/) eo an hihi bihanañ eus tri ziriad Kanada, e penn gwalarn ar vro, stok ouzh Alaska.
    Whitehorse eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ, 28 201 den o chom enni e 2021, eleze 70% eus poblañs an tiriad, a sav da 40 232 (2021)[5]. Ar gêr bobletañ en tri ziriad eo ivez.

    Er bloaz 1898 e voe disrannet an takad anvet Yukon Territory diouzh an North-West Territories ("Tiriadoù ar Gwalarn"). Un dekred gant gouarnamant Kanada a lakaas Yukon da vezañ anv ofisiel an tiriad, ar pezh a voe asantet gant Kurunenn ar Rouantelezh-Unanet d'ar 27 a viz Meurzh 2002[6] ; en daoust da gement-se e kendalc'h ar servijoù kanadian hag etrebroadel da ober gant ar berradur YT evit Yukon Territory e saozneg hag gant Yn evit Yukon e galleg[7]. Er bloaz 2021 avat e erbedas gouarnamant Yukon ma vefe graet gant The Yukon e saozneg en teulioù ofisiel[8].

    Ar saozneg hag ar galleg eo yezhoù ofisiel Yukon, met anavet eo yezhoù annezidi kentañ ar vro gant ar gouarnamant.

    E Yukon emañ Menez Logan, menez uhelañ Kanada (5 959 m), hag eil menez uhelañ Norzhamerika.
    Eno ivez e red ar stêr Yukon he deus roet hec'h anv d'an tiriad. Stêrioù all zo : ar Pelly, ar Stewart, ar Peel, ar White, al Liard, ar Mackenzie hag an Tatshenshini o vezañ ar re bennañ.

    Ar stêr Yukon eo ar stêr hirañ en tiriad (3 190 km), alese anv ar vro. Ur berradur eus ur bomm gwich'inek eo : chųų gąįį han, "stêr he dourioù gwenn", abalamour da liv gwenn an tammoùigoù roc'h gwenn a vez en arlug e dour ar stêr, rak drailhet eo bet ar reier en argrec'h gant ar skornegi.

    Tric'hornek eo stumm an tiriad. Er c'hornôg hag er gwalarn ez eo bevennet gant Alaska (SUA) a-hed 1 210 km ; er reter emañ Tiriadoù ar Gwalarn hag er su emañ British Columbia ; Mor Beaufort zo en norzh.

    E diazad ar stêr Yukon emañ ar braz eus an tiriad. Kalz lennoù zo er su, an darn vrasañ anezho o vagañ ar stêr.

    E Kluane National Park and Reserve (KNPR) emañ Menez Logan, er mervent. Ur Glad bedel eo KNPR. Ivvavik National Park ha Vuntut National Park zo en norzh.

    Ar pruñs du (Picea mariana) hag ar pruñs gwenn (Picea glauca) eo ar gwez paotañ e Yukon ; kalz anezho zo krabotek en abeg d'ar berr m'eo marevezh ar c'hresk ha d'an hin kalet.


    Daoust ma c'heller e lakaat da glouar e-keñver Arktika ez eo Yukon yenañ kornad Norzhamerika : betek -60°C e tiskennas ar gwrezverk e 1947, 1952 ha 1968. Ker yen ha -63°C a voe muzuliet e miz C'hwevrer 1947. E miz Mezheven, ken abred ha miz Mae a-wechoù, e vez an tommañ e Yukon, pa vez e miz Gouere, miz Eost ha miz Gwengolo zoken er peurrest eus Kanada. Teir gwech e voe ken tomm ha 36°C en tiriad (1969, 1983 ha 2004).

    Gwrezvezkoù keitat pemdeziek uhel hag izel e lec'hiennoù e Yukon[9]
    Whitehorse Dawson City Old Crow
    Uhel keitat e Gouere 21°C 23°C 20°C
    Izel keitat e Gouere 8°C 8°C 9°C
    Uhel keitat e Genver -11°C -22°C -25°C
    Izel keitat e Genver -19°C -30°C -34°C

    Whitehorse
    Dawson City
    Old Crow

    Ar yezh-vamm bennañ hervez an 33 145 respont bet e Niveradeg kanadian 2011 a oa ar saozneg evit 28 065 den (85%)[10]. An eil yezh a oa ar galleg gant 1455 den (4%)[10]. E-touez ar 510 den o doa roet meur a respont e oa 140 (27%) hag a roe saozneg ha galleg war un dro evel yezh-vamm, 335 (66%) hag a roe saozneg hag ur yezh na oa ket ofisiel hag 20 (4%) hag a roe galleg hag ur yezh na oa ket ofisiel[10]

    Anavezet eo plas yezhoù henvroidi an tiriad gant ar Yukon's Language Act er Yukon, hag aotren a ra ober gante e labour ar vodadenn lezennel zoken, daoust ma n'haller ober nemet gant saozneg ha galleg el lezioù-barn[11].


    Amerindianed a oa o chom e kreiz ha su Yukon pell kent donedigezh Europiz, e rannvroioù ma ne c'hoarvezas skornadur ebet. A-douez annezidi kentañ Norzhamerika e oa ar pobladoù-se[13].

    E-tro ar bloaz 800 e tarzhas ar menez-tan Menez Churchill e reter Alaska ; su Yukon a voe goloet gant ur gwiskad ludu a c'heller gwelet c'hoazh a-hed ar gourhent 2[14]. Miret eo bet an darzhadenn-se en hengoun an Amerindianed e Yukon ha pelloc'h e su Kanada.

    Kenwerzh a oa etre Amerindianed an arvor ha re an argoad. Feuretaerien e oa an Europiz kentañ a erruas er vro en XIXvet kantved, ha buan ez erruas misionerien d'o heul.
    E-tro ar bloavezhioù 1870 ha 80 e voe krog mengleuzerien aour d'en em staliañ e Yukon. Dre ma kreske poblañs Europiz e voe staliet poliserien, nebeut kent fardadeg war an aour e Klondike e 1897. A-c'houde kresk ar boblañs e voe disrannet Yukon diouzh Tiriadoù ar Gwalarn (North-West Territories) e 1898 : d'an 13 a viz Mezheven e voe Yukon an 9vet tiriad oc'h emezelañ e Kengevread Kanada.

    1. 1,0 ha1,1 (en) (fr) 'Statistics Canada. Table 98-10-0001-01 Population and dwelling counts: Canada, provinces and territories'. Kavet : 14 GOU 22.
    2. Produadur Diabarzh Kriz (TermOfis) ; gwelet : PDG.
    3. (en) 'Statista'. Kavet : 14 GOU 22.
    4. (en) 'GlobalDataLab'. Kavet : 14 GOU 22.
    5. https://www12.statcan.gc.ca/census-recensement/2021/dp-pd/prof/details/page.cfm?Lang=F&GENDERlist=1,2,3&STATISTIClist=1&HEADERlist=0&DGUIDlist=2021A000260&SearchText=Yukon; yezh an oberenn pe an anv: galleg.
    6. (en) 'Yukon Act, SC 2002, c7'. Kavet : 14 GOU 22.
    7. (en) 'Abbreviations and codes for provinces and territories, 2011 Census'. Kavet : 14 GOU 22.
    8. (en) 'CBC News, 10/08/2021. Kavet : 14 GOU 22.
    9. (en) (fr) 'Government of Canada – Historical Climate Data'. Kavet : 14 GOU 22.
    10. 10,0 10,1 10,2 ha10,3 Focus on Geography Series, 2011 Census, Yukon. Statistics Canada (February 8, 2012).
    11. Language Act, Statues of the Yukon (2002).
    12. Council of Yukon First Nations
    13. (en) (fr) 'Yukon Heritage'. Kavet : 14 GOU 22.
    14. Yukon Highway 2, a zo un tamm eus Klondike Highway. Un adstêr d'ar Yukon eo ar stêr Klondike, 160 km dezhi e kornôg ar vro. Klondike Highway zo a-hed 708, 4 km etre Skagway en Alaska ha Dawson City ; Alaska Route 98 eo e SUA ha Yukon Highway 2 c'hoazh e British Columbia.