Tsimbreg
Neuz
Tsimbreg (Zimbrisch gaprècht) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Italia |
Rannved : | Trentino, Venetia |
Komzet gant : | 3 960 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Indez-Europek Yezhoù germanek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | gem |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | CIM |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh c'hermanek eus is-skourr yezhoù aostriek-bavarek ar su eo an tsimbreg komzet gant 3 960 den e rannvroioù Trentino ha Veneto en Italia. Arc'haek-kenañ eo chomet an tsimbreg, betek ma ne vez ket komprenet gant yezherien ar rannyezhoù alamanek all. Al lodenn vrasañ eus an tsimbregerien a zo o chom er c'humunioù-mañ:
- Lusern (Luserna)
- Robàan (Roana)
- Mittebald (Mezzaselva)
- Rotz (Rotzo)
- Ljetzan (Giazza)
- Lusaan Kunken (Lusiana Conco)
- Plodn (Sappada)
- Oberzahre (Sauris di Sotto)
- Tischlbong (Timau)
E kumunioù all evel Schlège (Asiago en italianeg), Lafraun (Lavarone) ha Vielgereut (Folgaria) ez eo aet an tsimbreg da get da vare gouarnamant faskour Mussolini.
Eus 20 000 den er XVIvet kantved ne chom nemet 2 200 e deroù ar XXIañ kantved, petra bennak ma seblant kreskiñ un tamm bremañ.