iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Triaseg
Triaseg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Triaseg

Eus Wikipedia
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen
Hoalad ar Mezozoeg
Triaseg Juraseg Kretase


Kentañ prantad ar Mezozoeg eo an Triaseg. Mont a ra adalek -251 (± 0,4) milion a vloavezhioù betek -199,6 (± 0,6) milion a vloavezhioù. Emañ an Triaseg goude ar Permian hag a-raok ar Juraseg. Koulz e deroù hag e diwezh an Triaseg e tegouezhas enkadennoù bras ma'z eas spesadoù forzh pegement da get. Nevez zo ez eo bet bloaziataet resisoc'h an enkadenn ma echuas an Triaseg. Koulskoude, evel ma c'hoarvez gant prantadoù douarouriezh koshoc'h, e anavezer mat ar gweleadoù a vevenn deroù ha diwezh ar prantad met an deiziadoù roet zo resis war-bouez un nebeud milionoù a vloavezhioù.

Termenet ha badezet eo bet an Trias gant an douaroniour alaman Friedrich August von Alberti e 1834. Dont a ra e anv diwar an teir unanenn statigrafek a ya d'ober anezhañ e Kreizeuropa : Buntsandstein, Muschelkalk ha Keuper.


Sioul-kenañ e oa bet plusk an douar e-pad an Trias, e Bro-C'hall peurgetket. Diwar gweleadoù eus an Trias an hini o deus diazezet ar c'houelezennourien reolennoù ar stratigrafiezh

Triaseg Uhel (Tr3)
  Rhaetian (203.6 ± 1.5 – 199.6 ± 0.6 Ma)
  Norian (216.5 ± 2.0 – 203.6 ± 1.5 Ma)
  Karnian (228.0 ± 2.0 – 216.5 ± 2.0 Ma)
Triaseg Kreiz (Tr2)
  Ladinian (237.0 ± 2.0 – 228.0 ± 2.0 Ma)
  Anisian (245.0 ± 1.5 – 237.0 ± 2.0 Ma)
Triaseg Izel (Scythian)
  Olenekian (249.7 ± 0.7 – 245.0 ± 1.5 Ma)
  Induan (251.0 ± 0.4 – 249.7 ± 0.7 Ma)


Marevezh an Triaseg
Triaseg Izel Triaseg Kreiz Triaseg Uhel
Induan Olenekian Anisian Ladinian Karnian Norian
Rhaetian