Pireneoù
Ar Pireneoù zo un aradennad-venezioù lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa. En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar, er reter, d’ar Meurvor Atlantel (pleg-mor Bizkaia), er c'hornôg. Ledet int war hanternoz Katalonia, Aragón, Euskal Herria (Bro-Vask) ha war kreisteiz Okitania. Emañ priñselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia, e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneoù d'ober an harzoù, tamm pe damm, etre Frañs ha Spagn. Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent-douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent-politikel : Traoñienn Aran, a red he dourioù war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshañ Cerdanya, a ya he dourioù war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frañs (departamant Pireneoù-ar-Reter), war-bouez enklozadur Llívia.
430 km eo hed aradennad ar Pireneoù ha 100 km eo he ledander d'ar muiañ. Aneto eo ar menez uhelañ (3 404 m), lec'hiet e Spagn.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñch a ra anv ar Pireneoù hervez ar yezhoù a gaozeer eno: Pirineus e katalaneg, Pyrénées e galleg, Pirineos e spagnoleg, Pirenèus en okitaneg, Perinés en aragoneg ha Pirinioak en euskareg.
Hervez mojennoù Henc'hres e voe krouet ar Pireneoù gant Herakles, evit douarañ ar briñsez Pirene.
Dremmvroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket lennoù bras evel en Alpoù. Ral hag uhel eo an odeoù. Kalz froudoù zo avat, hag a ra alies lammoù-dour meurdezus. Alies e ra an traoñiennoù un hantergelc'h gant tornaodoù serzh, anvet sirkoù.
Lamm-dour Gavarnie (462 m) eo an hini uhelañ, e-kreiz ar Pireneoù e sirk Gavarnie (departamant Pireneoù-Uhel, Gwaskogn). E-barzh Park Broadel ar Pireneoù emañ.