iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Petronila_Aragon
Petronila Aragon - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Petronila Aragon

Eus Wikipedia
Petronila Aragon ( 1136 - 1173), rouanez Aragon.

Petronila Aragón, pe Peironela d'Aragón en aragoneg, (Huesca, 1136 - Barcelona, 1173) a oa rouanez Aragon entre 1157 ha 1164, ha kontez Barcelona entre 1162 ha 1164. Merc'h e oa da Ramiro II Aragon el Monje ha da Inés Poatev.

Pa oa marvet divugel ar roue Alfonso Iañ Aragon el Batallador e oa mantret uhelidi Aragon dre ma ne oa mab ebet da reiñ ar gurunenn dezhañ. Neuze e voe embannet e oa anvet e vreur bihan Ramiro da roue. Hennezh a oa manac'h en ur gouent. Klasket e voe ur briñsez da bried dezhañ, ha kavet e voe un intañvez frouezhus, dezhi pevar bugel, Inés Poatev.

D'an 29 a viz Mezheven 1136 e voe ganet ar briñsezig Petronila. Bloaz goude e oa sinet an dihelloù dimeziñ en Barbastro a gemenne dimeziñ Petronila da Ramón Berenguer IV, kont Barcelona, evit klask peurstagañ an div vro, ar rouantelezh hag ar gontelezh. Evel-se e voe diskoulmet ar gudenn, hag asuret ur pennhêr da Aragon. Ramiro II en em dennas neuze da gouent San Pedro el Viejo, a oa e Huesca, en ur virout e ditl a roue, ha Inés Poatev a zistroas da Vro-C'hall. Petronila a voe desket e lez kont Barcelona.

E-pad an amzer-se e klaskas kurunenn Kastilha dimeziñ Petronila da Alfonso VII, roue Kastilha, pe gant e vab Sancho el Deseado, evit unaniñ div gurunenn Kastilha hag Aragon, ha reiñ da Betronila an anv Urraca. A-benn ar fin e reas tro wenn.

Eured Petronila da Ramón Berenguer IV a voe lidet trizek vloaz goude, en Lérida, e miz Eost 1150, pa voe erru ar rouanez en oad da seveniñ eured, hervez Gwir an Iliz, da lavarout eo pevarzek vloaz.

En miz Meurzh 1157 e c'hanas Petronila he bugel kentañ, en Huesca, ha daou anv a voe roet dezhañ : Alfonso ha Ramón. Ren a reas evel Alfonso II, en enor da Alfonso Iañ. Pa varvas Ramón Berenguer IV en 1162, e roas Petronila ar galloud da Alfonso II, ha rouantelezh Aragón ha kontelezh Barcelona, en un dihell eus an 18 a viz Gouhere 1164. Dilezel a reas he c'hurunenn, nac'h a reas addimeziñ, ha bevañ a reas didro betek fin he buhez.

Mervel a reas en Barcelona d'ar 15 a viz Here 1173. Beziet e voe en iliz-veur Barcelona.