iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Peter,_Paul_and_Mary
Peter, Paul and Mary - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Peter, Paul and Mary

Eus Wikipedia
Mary Travers, Paul Stookey ha Peter Yarrow e New York's Westbury Music Fair d'ar 5 a viz eost 2006.

Peter, Paul and Mary (a-wechoù PP&M) a zo ur strollad kanerien eus ar Stadoù Unanet, graet berzh ganto er bloavezhioù 1960 e-touez ar strolladoù folk a veze kavet d’ar mare-se. Tri ezel a zo er strollad: Peter Yarrow, Paul Stookey ha Mary Travers.

Larout a reas Mary Travers e oa levezonet gant Woody Guthrie, Pete Seeger, hag al laz Weavers. Er film Peter, Paul & Mary: Carry It On — A Musical Legacy e klever sonerien eus ar Weavers o kaozeal eus penaos o devoa Peter, Paul and Mary tapet krog er vazh-test er bloavezhioù 1960.

Savet ha meret eo bet ar strollad gant Albert Grossman. Klasket e oa bet gantañ sevel ur "supergroup" doare folk en ur gemer ur “veleganez vras (Travers), ur paotr farsus (Stookey) hag ur paotr koant (Yarrow)". Lañset en deus ar strollad e 1961 en ur c’hafedi anvet The Bitter End, brudet e oa an ti-se, a oa e Greenwich Village e New York City. Enrollet o deus o fladenn gentañ, Peter, Paul and Mary hec'h anv, ur bloavezh war-lerc’h. Kavet e veze er bladenn-se "500 Miles", "Lemon Tree", hit Pete Seeger "If I Had a Hammer" (istitlet "(The Hammer Song)") ha "Where Have All the Flowers Gone?", un droidigezh eus ur ganaouenn alamanek (Sag mir wo die Blumend Sind). An albom a zo bet en Top Ten (dek muiañ gwerzhet) e-barzh listenn ar Billboard Magazine e-pad dek miz hag en Top One Hundred ( kant muiañ gwerzhet) e-pad tri bloaz.

  • 1986: Peter, Paul & Mary 25th Anniversary Concert
  • 1988: Peter, Paul & Mary Holiday Concert
  • 1993: Peter, Paul & Mommy, Too
  • 1996: Peter, Paul & Mary: Lifelines Live
  • 2004: Peter, Paul & Mary: Carry It On — A Musical Legacy

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]