iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Peleüs
Peleüs - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Peleüs

Eus Wikipedia
Thetis skrapet gant Peleüs, kyliks dremmoù ruz, war-dro 490 kent JK, Cabinet des médailles e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.

Peleüs (Πηλεύς e gregach) zo unan eus harozed Hellaz kozh.

Mab e oa da Aiakos, roue enez Aigina, ha d'an nimfenn Endeis, merc'h d'an den-marc'h C'heiron. Roue Fthia, e Thessalia, e teuas da vezañ. Tad e oa da Ac'hilleüs, brudet gant an Ilias.

Ar mojennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant e vreur Telamon e lazhas o hantervreur Fokos, goude taolet dezhañ un disk. Neuze e voent harluet gant o zad Aiakos. Ha Peleüs da Fthia, e Thessalia. Eno e voe gwalc'het eus e dorfed gant roue ar vro (Aktor gouez da lod, e vab Eurytion gouez da lod all), ha bet en doe an dimezell Antigone, merc'h ar roue, da bried hag un drederenn eus rouantelezh he zad war ar marc'had. Ur verc'h o doe, Polydora hec'h anv.

Mont a reas Peleüs gant an Argonaoted da glask ar Maoutken aour. Pa zistroas e kemeras perzh en hemolc'h war-lerc'h hoc'h-gouez Kalydon, hag eno e lazhas ur chaseour daoust dezhañ (e dad-kaer Eurytion marteze), ma voe harluet adarre.

Hag eñ da Iolkos (Thessalia), ma voe gwalc'het gant Akastos, mab Pelias, ha ma kemeras perzh e c'hoarioù-kañvoù ha ma c'hoarias ouzh Atalante ha ma voe trec'het ganti.

Gwreg Akast avat, Astydameia hec'h anv, a orgedas ouzh Peleüs, ha poan en doa ar paourkaezh ouzh hec'h argas. Evit kaout he dial e reas da Antigone krediñ edo Peleüs o vont da zimeziñ d'he merc'h Sterope, ha d'he fried Akastos edo Peleüs oc'h ober al lez dezhi, pe hervez doareoù all eus ar vojenn, en doa gwallet anezhi. Hag Antigone da vont d'en em grougañ.

Ken kenedek e oa an nereidenn Thetis ma oa sot an holl zoueed ganti, ha dreist-holl Zeus ha Poseidon, doue ar mor. Paouez da redek war he lerc'h a rejont avat adalek ma klevjont Themis oc'h embann e c'hanje an nereidenn ur mab a vije dreist d'e dad. Gwelloc'h e kavas Zeus leuskel un den marvel da gemer Thetis ha da seveniñ an diougan hep droug ebet evitañ. Thetis avat ne blegas ket da c'hoant Peleüs ; hemañ, kuzuliet gant C'heiron, a droas a bep eil en evn, naer, leon, pesk, morgazh, dour, ha tan, evit tapout anezhi. Dont a reas a-benn d'he sujañ ha d'en em barañ ganti. Genel a reas Ac'hilleüs, a voe desavet gant C'heiron, an den-marc'h.