iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Pau
Pau - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Pau

Eus Wikipedia
Ur pennad Pau (Italia) zo ivez.
Pau
Pau gant ar c'hastell ha tour Parlamant Navarra.
Pau gant ar c'hastell ha tour Parlamant Navarra.
Ardamezioù
Bro Banniel Okitania Okitania
Bearn (kêr-benn)
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Departamant Pireneoù-Atlantel (prefeti)
Arondisamant Pau
Kanton pennlec'h eus c'hwec'h kanton
Kod kumun 64445
Kod post 64000
Maer
Amzer gefridi
François Bayrou (MoDem)
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh tolpad-kêrioù Pau-Pireneoù (sez)
Lec'hienn web www.pau.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 75 665 ann. (2020)[1]
Stankter 2 401 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
43°18′6″N 0°22′7″W
Uhelderioù bihanañ 165 m — brasañ 245 m
Gorread 31,51 km²


Pau (okitaneg: Pau, distaget ['paw]; galleg: Pau, distaget ['po]) eo pennlec'h departamant gall ar Pireneoù-Atlantel hiziv. Kêr-benn Bearn eo ivez.

Savet e voe ur c'hreñv eno en eil lodenn eus an XIvet kantved pe e deroù an XIIvet kantved.

Dont a reas da vezañ kêr-benn Bearn e 1464, e lec'h Ortès.

E 1619 en em savas tud Pau a-enep Loeiz XIII, roue Bro-C'hall, hag en doa aloubet ar gêr. Disklêriañ a reas ar roue gall e voe staget Bearn ha Navarra da Vro-C'hall d'an 20 a viz Here 1620.

Implijet e voe Kastell Pau evel toull-bac'h gant Buanaparte.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet e voe al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da bPau e 2011.

Da gant kilometr eus ar Meurvor Atlantel emañ Pau ha da 50 km eus an harzoù gant Spagn.

Treuzet eo gant ar Gave de Pau, un adstêr d'an Adour.

Dre borzh-houarn Pau e c'haller mont da Vourdel, Baiona, Toloza ha Pariz. Liammet eo ar gêr da Doloza ha Baiona gant ar gourhent A64 ha da Vourdel gant ar gourhent A65. Un aerborzh a zo ivez.

E kêr ez eus 13 linenn bus hag ur fundren.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An ti-kêr
Roll ar maered
Mare Anv Strollad Karg
2014 → bremañ François Bayrou MoDem -
2008 2014 Martine Lignières-Cassou PS Kannad (abaoe 1997)
2006 2008 Yves Urieta PS goude Dehoù diseurt
1971 2006 André Labarrère PS Kannad (1967-1968 / 1973-2001)
Senadour (2001-2006)
Prezidant ar C'huzul rannvroel Akitania (1979-1981)
1947 1971 Louis Sallenave Kreiz-dehoù
1944 1947 Henri Lapuyade Radical Prezidant ar C'huzul departamant Pireneoù-Izel (1945-1949)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud ganet eno :

Tud all :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]