iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Paleozoeg
Paleozoeg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Paleozoeg

Eus Wikipedia
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen

Ar paleozoeg (eus ar gresianeg παλαιος "kozh" ha ζωή "buhez") eo an hini kentañ eus tri hoalad douarouriel ar fanerozoeg. Kregiñ a ra 542 milion a vloavezhioù 'zo betek 251 milion a vloavezhioù 'zo. E c'hwech maread douarouriel eo rannet: Kambrian, Ordovisian, Silurian, Devonian, Karbonifer, ha Permian.

Ar vuhez er paleozoeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em astenn a ra ar paleozoeg eus donedigezh eus an organegoù kentañ ur grogenn ganto betek peuraloudabegoù ar c'hevandirioù gant ar stlejviled hag plantennoù arnevez. E harzioù izelañ a lec'hjod da amzer donedigezhioù war-wel an tribolitoù hag an arc'heocyathided. Hiziv e lakaer anezho kentoc'h war-dro ar poent el lec'h ma teu war-wel ar fosil anvet Trichophycus pedum. Echuiñ a ra gant lazhadeg vras ar permian, an hini vrasañ en istor an Douar adalek donedigezh war-wel an organegoù lieskellek kentañ.

E deroù ar marevezh e oa termenet ar vuhez ouzh bakteri, spoue, bezhin unankellek, hag un nebeud anevaled gwak o c'horf strollet dindan anv faon Ediakaria. Un niver bras a planioù korfel a yeas diwar-wel 540 milion a vloavezhioù 'zo - un darvoud anavezet evel an darzhadeg kambrian - met un nebeud anezho hepken a dreuzvevas. Posupl eo ec'h aloubas organegoù eeun ar c'hevandir e deroù ar proterozeg met n'eo nemet e-pad ar Silurian ma'n em stalias en un doare gwir ar vuhez war an Douar. Daoust ma kaver restachoù a vellkeineged kerkent hag ar c'hambrian e chomas an divellkeineged an doare buhez pennañ. E-pad an Devonian en em skignas ar pesked.

E-pad ar paleozoeg diwezhañ e oa goloet un darn vras eus ar pezh a zo Europa hiziv gant koadegoù geuniek hag a zo e orin ar gweleadoù glaou a-vremañ. E-fin ar paleozoeg e teuas war-wel ar stlejviled bras kentañ, hendadoù an dinosaored.

Douarouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeut goude torridigezh an dreistkevandir Pannotia hag e fin ar maread-skorn bedel diwezhañ e teraou ar paleozoeg. E-kerzh an hanterenn gentañ eus ar maread e vo disrannet an tirioù en un niver a gevandirioù bihan. E fin ar paleozoeg avat, o deus tost furmet un dreistkevandir, Pangea e anv, a endalc'he an darn vrasañ eus tirioù an Douar.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ar fanerozoeg war Palaeos.com

Hoalad ar Paleozoeg
Kambrian Ordovisian Silurian Devonian Karbonifer Permian