iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Nennius
Nennius - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Nennius

Eus Wikipedia
Nennius
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denNennius Kemmañ
Deiziad ganedigezh8. century Kemmañ
Deiziad ar marv9. century Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethensaozneg, hengembraeg, Medieval Latin Kemmañ
Yezh implijet dre skridhensaozneg, hengembraeg, Medieval Latin Kemmañ
Michermanac'h, istorour, skrivagner Kemmañ
Floruit9. century Kemmañ
Oberenn heverkHistoria Britonum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Nennius, pe Nemnivus, a zo un den dianav a-walc'h, hogen stag e anv ouzh istor ar Vrezhoned hag istor Kembre. Gantañ e vije bet savet, pe dastumet, an danvez latin a zo aet d'ober an dornskrid anavezet evel Historia Brittonum.

E gwirionez e c'hall bezañ anv un den pe zaou.

Nennius, ar c'hloareg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hini anavezetañ eus an daou Nennius zo un den, ur manac'h moarvat, hag a oa diskibl da Elvodugus.
Anavezet eo an Elvodugus-se evel Elfoddw, a oa eskob Gwynedd, hag en devoa graet da gristenien Kembre lidañ Pask d'an hevelep deiz ha kristenien all Enez Vreizh er bloavezh 768, hag a zo meneget e varv en Annales Cambriae er bloavezh 809.

Evit Nennius, a zo kontet da vezañ bevet en IXvet kantved, a zo bet kavet e roud en un darn eus dornskridoù Historia Brittonum, ma soñjer eo gantañ int bet skrivet.

Gant an arbennigour meur David N. Dumville ez eus bet diskouezet avat e kaver ar meneg-se en ur skouerenn eus an XIvet kantved, kalz diwezhatoc'h evit skouerennoù all eus an dornskrid, e gwirionez daou c'hant vloaz war-lerc'h ar mare ma soñjed en doa bevet an Nennius kentañ. Koulskoude e vez graet anv eus oberour skrid kentañ an Historia Brittonum evel eus hini ar skrid all evel eus Nennius pe pseudo-Nennius.

An eil Nennius

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Nemnivus all, pe Nennius ivez, a zo anv anezhañ en un dornskrid kembraek eus an IXvet kantved. Evit respont d'an tamall, graet gant ur Saoz, ne oa lizherenneg ebet d'ar Vrezhoned e vije bet ijinet unan gant Nemnivus war an tomm, evit dizarbenn ar gunujenn. Miret eo bet al lizherenneg ijinet (a-hervez) gant Nemnivus en dornskrid-se end-eeun, ha gouez da Nora K. Chadwick ez eo ur seurt skritur runek saoz kozh. « Diouzh an anvioù roet da lod eus al lizherennoù e c'haller lavarout en doa anaoudegezh eus o anvioù gwir e saozneg », eme Chadwick.

Darn a lavar n'eus nemet un den eus an daou zen-se. Darn all a lavar n'eo ket sur, rak an Nennius diskibl da Elvodugus n'eus ket bet anezhañ marteze, ha n'eo ket anavezet gwall vat ar marevezh istorel-se.

  • David N. Dumville, "'Nennius and the Historia Brittonum," Studia Celtica, 10/11 (1975/6), 78-95
  • Nora K. Chadwick, "Early Culture and Learning in North Wales" in Studies in the Early British Church (1958).
  • Nennius and Historia Brittonum commentary from The Cambridge History of English and American Literature, Volume 1, 1907–21.


Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Historia Brittonum.