Multiplayer online battle arena
Iskevrennad eus | real-time strategy |
---|---|
Roll elfennoù | list of multiplayer online battle arena games |
Multiplayer online battle arena (MOBA), pe Action real-time strategy (ARTS) zo un doare c'hoari video strategiezh diazezet evel isrann d'ar c'hoarioù strategiezh buan ha buan. en doare c'hoarioù video-se ar c'hoarier a zo mestr war un dudenn en unan eus an div skipailh.
Pal pennañ ur c'hrogad Moba a zo distrujañ bazenn ar skipailh enebour gant sikour tudennoù renet gant an urzhiataer o heuliañ hentoù resis. Tudennoù ar c'hoarierien o deus galloudoù ispisial hag a zegas kadoniezhioù hervez hollad galloudoù ar skipailh. Ar c'hoarioù MOBA a zo kemmesk c'hoarioù gwezh avantur, role-playing games ha strategiezh buan ha buan. Dre vras ar c'hoarierien ne savont ket nag ar savadurioù nag an tudennoù.
An doare c'hoarioù video-se a oa bet kroget gant ar gartenn Aeon of Strife (AoS), ur gartenn eus ar c'hoari StarCraft a roe an tu da 4 c'hoarier gant pep hini anezho un dudenn galloudus nemetken dindan e urzhioù, ha sikouret gant tudennoù meret dre urzhiataer, da stourm a-enep un hollad tudennoù enebet renet gant an urzhiataer ha kreñvoc'h. Defense of the Ancients (DotA), ur gartenn savet a-ziwar Aeon of Strife evit Warcraft III: Reign of Chaos ha The Frozen Throne, a oa bet ar c'hentañ titloù brudet eus an doare c'hoarioù MOBA o kaout tournamantoù aozet. An termenadur DotA a oa deuet war-wel dre ar brud a oa bet gant ar c'hoarioù-se. Goude-se e oa bet daou c'hoari o kenderc'hel gant ar stumm c'hoarioù video-se League of Legends hag Heroes of Newerth. Un heuliad a oa bet anvet Dota 2, goude-se e oa lañset da vat an doare c'hoarioù video Moba.