iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Martigny_(Valais)
Martigny (Valais) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Martigny (Valais)

Eus Wikipedia
Martigny
Martigny (Valais)
Gwel eus kêr.
Martigny (Valais)
Anv alamanek Martinach
Anv gallek Martigny
Anv italianek Martigny
Anv romañchek Martigny
Melestradurezh
Bro Suis Suis
Kanton kanton Valais
Distrig distrig Martigny
Yezh ofisiel galleg
Niv. OFS 6136
Kod post 1920
Maer Anne-Laure Couchepin Vouilloz
(Amzer gefridi) ()
Lec'hienn web http://www.martigny.ch
Poblañsouriezh
Poblañs 18 301 ann. ()
Stankter 733 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46° 06′ 00″ Norzh
7° 04′ 22″ Reter
/ 46.1, 7.07277777778
Uhelder 471 metr
Gorread 24,97 km²
Kumunioù stok Vernayaz, Dorénaz, Fully, Charrat, Vollèges, Bovernier, Martigny-Combe, Salvan

Martigny (alamaneg : Martinach) a zo ur gêr eus Suis, e kanton Valais. Hi eo an eil kêr vrasañ er c’hanton, goude Sion, gant 17 215 a annezidi e miz Kerzu 2013. Emañ e kroashent meur a hent bras etre Italia, Bro-C'hall ha Suis. Unan anezho a gas da Draoñienn Aosta hag unan all da Chamonix e Savoia, en ur dreuziñ an Alpoù.

Pouezus eo an touristerezh hag al labour-douar en tolead, dreist-holl gounezerezh ar gwiniegi.

War lez ar stêr Dranse emañ Martigny

Hen impalaeriezh roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • F(orum) C(laudii) A(ugusti) (CIL XVII 2, 120a & 124, 47)
  • Foro Claudienses Vallenses (AE 1897,75 & 198,98)
  • Octodurenses (Hist. Nat. III, 135)
  • Oktodouron (Ptol. II, 12,3)
  • Octoduro (It. Ant. 351,5; Taolenn Peutinger)

Impalaeriezh roman izel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • F(orum) C(laudii) A(ugusti) (CIL XII 5525 = XVII, 2, 121, bloavezhioù 305/306)
  • F(orum) C(laudii) Val(lensium) (CIL XII 5520 & 5522 = CIL XVII, 2, 111 & 113)
  • F(orum) C(laudii) Vall(ensium) Oct(odurus) (CIL XVII, 2, 119)
  • Civitas Vallensium id est Octodoro (Not. Gall.)
  • episcopus octodorensis, 381 (Sened Iliz Aquileia, Corpus scriptorum ecclesiasticorum latinorum, 82, 3)
  • Civitas Octodorensis, 517 (Conc. Gall., II)
  • Rufus ... Civitas Octodorinsium episcopus, 541 (ibid.)
  • Ecclesia Octorinsium, 549 (ibid)
  • Forum Claudii ː ur gêr digor = forlac'h, savet da vare an impalaer Klaod Iñ
  • Octodur-Dur- ː eizh lec'h tremen (roudourioù ?, pontoù ? odoù ?)
  • Martiniacum ː diwar anv ur familh tost ouzh an eskob[1]

"En gul, e leon en argant, o zerc'hel etre e bavioù un horzh en aour"

Ger-ardamez : Le juste sera ferme et sans crainte comme un lion

Savet e voe Martigny da vare ar Romaned el lec’h ma oa un oppidum galian anvet Octoduron pe Octodurum, gant pobl ar Veragri. Emgannoù a voe e-kichen Octodurum e 57-56 kent JK, etre Romaned an 12vet lejion renet gant Servius Galba hag ar Veragri hag ar pobloù kevredet ganto, an Nantuates hag ar Seduni. War-dro ar bloavezh 47, dindan ren an impalaer Claudius, e voe savet ur gêr roman, anvet Forum Claudii Augusti da gentañ, un anv hag a yeas buan da Forum Claudii Vallensium. Roudoù eus ur amfiteatr roman a c’haller gwelet c’hoazh. Eus an XIIvet kantved eo an anv « Martigny », diwar an anv den Martinus.

Sez eskopti ar Valais betek ar VIvet kantved (pa voe kaset da Sion). Er bloavezh 1033, an eskob Aymon a oa anvet Sedunensis episcopus atque Octodorensis ("Eskob Sion hag Octodurum").

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Maen-bonn roman
  • Tour Bâtiaz
  • Iliz Itron-Varia ar Maezhioù
  • Chapel Bâtiaz
  • Maner Ganioz
  • Ti Kêr / Maison commune

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Charles Bonnet & Catherine Santschi ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XV. Valais (Civitas Vellensium). De Boccard. 2007
  • L. Dupont-Lachenal & Oscar Darbellay : Martigny. de la capitale romaine à la cité moderne. Collection Trésors de mon pays. Editions du Griffon. Neuchatel. 1963

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Charles Bonnet & Catherine Santschi, p. 106