Leto
Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), anavezet eo evel Latona gant ar Romaned, a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis (Diana e Roma) hag Apollon.
Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koios ha d'e c'hoar Foibe.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a vojenn zo diwar he fenn.
- Hervez unan eus ar Meulganoù Homerek e oa pried Zeus a-raok dezhañ dimeziñ da Hera.
Heskinerezh ha gwilioud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Python war-lerc'h ar paourkaezh plac'h.
A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud, a neuie war ar mor, kaset-digaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe Delos (Δῆλος / Dễlos e gregach, « splann, hewel »).
Nav devezh-pad e voe Leto er gwentloù, pa deuas Eileithyia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.
- Klask a reas Tityos gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
- Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad brezel Troia.
Kouerien Lykia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Roma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Latona" a veze graet anezhi gant ar Romaned.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ovidius, Metamorfozoù (VI, 185 ha pelloc'h).