iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Latinus
Latinus - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Latinus

Eus Wikipedia
Aeneas e lez ar roue Latinus, gant Ferdinand Bol, 1661-1663 ca, Amsterdam, Rijksmuseum.

Latinus pe Latinos zo anv un den pe doue e mojennoù Roma ha Hellaz.

Mojennoù Hellaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Teogonia ar barzh Hesiodos e oa mab da Odysseüs ha Kirke hag e renas war ar Tyrsenoi, da lavarout eo an Etrusked, gant e vreudeur Ardeas ha Telegonus.

Kalz diwezhatoc'h e voe graet anv anezhañ evel mab da Bandora ha breur da C'hraecus[1] Koulskoude, hervez Hesiodos, eo tri breur en doa Graecus: Hellen, Magnitas ha Makedon, ha Makedon a oa tad da Doros, Xouthos hag Aeolos. Evit o mamm Pandora a oa merc'h da Deukalion ha Pyrrha.

Mojennoù Roma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roue al Latium hag al Latined e oa Latinus, pe Lavinius, hervez mojennoù Roma hag Aeneis Vergilius.

A-wechoù e vez graet mab Faunus ha Marica anezhañ, pried da Amata ha tad da Lavinia. Eñ an hini a zegemeras Aeneas hag e arme harluidi goude Brezel Troia hag a ginnigas dezho diazezañ e Latium. E verc'h Lavinia a oa bet prometet d'ar roue Turnus, roue ar Rutuli.



Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]