Konan Meriadeg
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Konan |
Anv ofisiel | Conan Mériadec, Konan Meriadeg, Cynan Meiriadog |
Deiziad ganedigezh | 305 |
Deiziad ar marv | 395, 421, 392 |
Doare mervel | abeg naturel |
Lec'h douaridigezh | iliz-veur Sant-Paol-Aorelian e Kastell-Paol |
Tad | Eudaf |
Breur pe c'hoar | Elen Luyddog |
Pried | Santez Ursula, Darerca of Ireland |
Bugel | Gradlon, Sant Broeladr, Gadeon |
Kar | Eudaf, Dionotus |
Micher | monark, penn brezel |
Present in work | Historia Regum Britanniae |
Deskrivet en URL | http://freepages.rootsweb.com/~dnapower/genealogy/history/houseofmeriadog.htm, https://thesignsofthetimes.com.au/32/58593.htm |
Konan Meriadeg, pe Conan Meriadec (Cynan Meiriadog en kembraeg), zo ur roue brezhon mojennel[1] hag a vije ganet en Enez Vreizh e dibenn ar IVvet kantved.
Meneget eo e anv en danevell Breuddwyd Macsen Wledig (Hunvre Macsen), er Mabinogi : breur e oa da Helen, pried Maksen Wledig, pe Magnus Maximus.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus meneg ebet anezhañ e skridoù Nennius, Orosius, Bede, Gweltaz pe an istorourien frank evel Gregor Teurgn.
Kentañ meneg splann anezhañ hag eus krouidigezh Breizh a gaver e Buhez Sant Gurthiern, a zo e Kartular Kemperle, savet etre 1118 ha 1127.
Menegoù all a zo e skridoù kozh a zo diasur o bloaziañ: al Livre des Faits d'Arthur zo anavezet dre un dornskrid eus ar XVvet kantved, implijet gant Pierre Le Baud, hag a vije bet savet etre 954 ha 1012, ha prolog ar Vita Goeznouei (buhez Sant Goueznou) a vije eus 1019.
E vuhez hervez ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e vije en Enez Vreizh e dibenn ar IVvet kantved.
E 383[2] e treuzas Mor Breizh gant Magnus Maximus hag e arme. Karget e vije bet gantañ da c'houarn Breizh, evel dux bellorum (penn-brezel), e penn e soudarded vrezhon, deuet eus Kembre, ha chomet e vije en Arvorig e-pad 26 vloaz ken ma varvas e 421 (hervez Dom Morice).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Joël Cornette, Histoire de la Bretagne et des Bretons, tome 1, Des âges obscurs au règne de Louis XIV, Éditions Seuil, 2005
- Léon Fleuriot ː Les origines de la Bretagne. Payot. Paris. 1982. p. 122/123
- Laurence Mathey-Maille, Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Belles Lettres. 1992.
- Joseph Rio, Mythes fondateurs de la Bretagne, « Aux origines de la celtomanie », éditions Ouest-France, Rennes, 2000, (ISBN 2-73732699-0)
- François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. 1994