Klik diweuz
Neuz
LFE – niverenn | 176 |
LFE – unicode | ʘ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | O\ |
Selaou |
---|
Klik diweuz moug |
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik dre diweuz treuzskrivet [ʘ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 176.
Daoust ha ma oa bet implijet e-pad 50 vloaz a-raok d'an nebeutañ e oa bet degemeret an arouezenn-mañ ez-ofisiel gant al LFE e 1979.
Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù diweuz implijet evel fonemoù gant ar yezhoù touek (tuu) hag er ǂhõã komzet e Botswana nemetken. Kavet e vez ivez ur c'hlik diweuz en ur ger nemetken e hadzaeg hag e luc'haj lidel an damineg komzet en Aostralia.
An damineg eo ar yezh nemeti e-touez holl yezhoù ar bed ma vez implijet ur c'hlik diweuz ezgresivel.
Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:
- [k͡ʘ] pe [ʘ͡k]: klik drekstaon-diweuz divouezh ((gallout a ra bezañ c'hwezhet, dre strakal, dre fic'hal, h.a.)
- [ɡ͡ʘ] pe [ʘ͡ɡ]: klik drekstaon-diweuz mouezhiet (gallout a ra bezañ c'hwezhet, sourrus, dre fic'hal, h.a.)
- [ŋ͡ʘ] pe [ʘ͡ŋ]: klik drekstaon-diweuz dre fri (gallout a ra bezañ c'hwezhet, divouezhiet, h.a.)
- [q͡ʘ] pe [ʘ͡q]: klik huged-diweuz divouezh
- [ɢ͡ʘ] pe [ʘ͡ɢ]: klik huged-diweuz mouezhiet (alies rakfriet)
- [ɴ͡ʘ] pe [ʘ͡ɴ]: klik huged-diweuz dre fri
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |