iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Kirgizstan
Kirgizstan - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kirgizstan

Eus Wikipedia
Republik Kyrgyz
(ky) Кыргыз Республикасы
(Kyrgyz Respublikasy)
(ru) Кыргызская республика
(Kyrgyzskaya respublika)
Banniel Ardamezioù

Kan broadel
Кыргыз Республикасынын Мамлекеттик Гимни
Respublikasının Mamlekettik Gimni
("Kan broadel Republik Kyrgyzstan")


Timbr kentañ Kyrgyzstan, 1992
Melestradur
Kêr-benn Bichkek
Prezidant Sadyr Japarov
Kentañ ministr Akylbek Japarov
Dizalc'hiezh
• diouzh URSS

31 Eost 1991
Yezh ofisiel
• kenofisiel
Kyrgyzeg
Rusianeg
Douaroniezh
42°52′N 74°36′R

Gorread 199 951 km²
Poblañs 6 018 789 (2021)
Stankter 30,1
Moneiz Kyrgyzstani som (KGS)
Kod pellgomz +996
Kod Internet .kg

Kyrgyzstan'[1], ivez Kirgizstan[2] (kirgizeg : Кыргызстан, treuzlizherennet Kyrgyzstan), ent-ofisiel ar Republik Kyrgyz (pe Republik Kirgiz), bet anavezet a-raok evel « Republik Soviedel Kirgizia », zo ur Stad en Azia ar C'hreiz. Bichkek eo anv ar gêr-benn.

Ur vro zieub distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel eo Kyrgyzstan abaoe 1991. Kudennoù diabarzh bras zo bet er vro goude "Dispac'h an Tulipez" hag a zegasas dilezar prezidant Akayev d'ar 4 a viz Ebrel 2005.

Kregiñ a ra istor Kyrgyzstan tro-dro da 200 kent JK. ||Turkia[Turked]]-Mongoled e oa hendadoù kirgiziz. Degaset e oa bet an islamouriezh d'ar rannvro-se en XIIvet kantved hag e teuas hounnezh da vezañ relijion bennañ an dud a veve eno.

E 1876, Impalaeriezh Rusia a ac'hubas an takad a reer Kyrgyzstan anezhañ hiziv. D'ar c'houlz-se evoe kalz tud o tec'hel kuit a-zirak an alouberion hag o klask bod e Pamir hag en Afghanistan. Abalamour d'ar vac'homerezh kaset da benn gant Rar usianed dre Azia ar C'hreiz e 1916 e tec'has kalz a Girgized betek Sina ivez.

Dindan beli an Unaniezh Soviedel e voe krouet e 1924 Rannvro Emren (oblast) Kirgizia hag e 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia. E 1936 e troas d'ur Republik Sokialour Soviedel.

En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh 1991 e tisklêrias 88,7% eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an Unaniezh Soviedel, met pemp miz war-lerc'h koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kyrgyzstan diouzh an URSS.

E 1991 e voe Askar Akayevitch Akayev an den nemetañ war ar renk ha vezañ dilennet da brezidant Kirgistan dizalc'h, ha 95 % eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Addilennet e voe e 1995 evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75 % eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se ; kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all.

Div wech e oa bet dalc'het mouezhiadegoù evit Parlamant ar vro e 2000, met gant an Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa e oa bet diklêriet e oa null an disoc'hoù rak ne oant ket bet dalc'het en un doare reizh.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Vonreizh (1993) ez eo Kyrgyzstan ur republik demokratel, gant ur prezidant hag ur c'hentañ ministr en he fenn.

E miz Meurzh 2002, pemp den a varvas e kêr Ak-Suu e rannvro Chui e norzh ar vro pa voe bet tennet warne gant ar polis ha neuze e voe reuz er vro a-bezh. Rankout a reas ar prezidant Akayev lakaat kemmoù politikel e pleustr hag e 2003 e voe kaset da benn ur boblvouezhiadeg. A-benn ar fin ar c'hemmoù-se a roas muioc'h a c'halloud d'ar prezidant, avat.

Bichkek
Plac'h kyrgyz

Seizh rannvro (oblast, liester : oblastlar) zo e Kyrgyzstan.

  1. Bichkek (Shaar)
  2. Batken (Batken)
  3. Chui (Tokmok)
  4. Isyk-Kul (Karakol)
  5. Jalal-Abad (Jalal-Abad)
  6. Naryn (Naryn)
  7. Och (Och)
  8. Talas (Talas)

Ur vro e Kreiz Azia eo Kyrgyzstan, etre al ledredoù 39° ha 44° en Norzh, hag an hedredoù 69° ha 81° er Reter. N'eus tamm arvor ebet eno tamm ; ar Stad pellañ eus ar mor eo er bed.
Bevennoù boutin he deus Kyrgyzstan gant Kazac'hstan en norzh, Sina er reter, Tadjikistan er su hag Ouzbekistan er c'hornôg.
Menezioù zo a-leizh dre ar vro a-bezh, dreist-holl tro-dro da aradennad Tian Shan. E gwalarn Tian Shan emañ al lenn Ysyk-Köl, an hini vrasañ e Kyrgyzstan.

Kavet e vez aour, glaou, eoul-maen ha gaz naturel e douaroù Kyrgyzstan.

Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kyrgyzstan pa'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel rak dezhi e veze ezporzhiet 98% eus ar produioù e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live Armenia, Azerbaidjan ha Tadjikistan.

Pouezus-tre eo al labourerezh-douar, rak e 2002 e teue 35,6% eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar gennad-se.

Da 6 018 789 a dud e save poblañs Kyrgyzstan e miz Gouere 2021[3]. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn hepken anezho e kêrioù bras ar vro.

Kyrgyzed eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kyrgyzstan (73,3%), met bez' ez eus ivez tud a orin rusian (5,5%) o chom dreist-holl e norzh ar vro, hag Ouzbeked (14,7%) er su. A-hend-all ez eus ivez Ouigoured (1,1%), Tadjiked (1,1 %), Kazac'hed (0,7 %), Dounganed (1,1 %), Ukrainiz (0,5%) hag minorelezhioù bihanoc'h ; tremen 80 poblad a vev e Kyrgyzstan.

Ar c'hyrgyzeg eo yezh ofisiel Kyrgyzstan abaoe an dizalc'hiezh diouzh URSS. Abaoe 2001 ec'h eo ar rusianeg kenofisiel er vro.

Mont kalz war-raok a reas Kyrgyzstan a-hed ar bloavezhioù 1920 e pep keñver sevenadurel. Kalz e kreskas an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se.

Muzulmaned zo eus 75% eus poblañs Kyrgyzstan ha kristenion reizhkredennourien eo hogozik an holl re all.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Ménard, 2012, p. 1458.
  2. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1431.
  3. (en) 'The World Factbook'. Kavet : 19 Here 2021.