J'attendrai... (kanaouenn gant Rina Ketty)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
J'attendrai... (Gortoz a rin... e brezhoneg) zo ur ganaouenn c'hallek krouet an ton anezhi gant ar sonaozour italian Dino Olivieri e 1937, Tornerai he zitl da gentañ-penn. Kentañ gerioù anezhi bet savet gant Nino Rastelli a voe azasaet gant Louis Poterat diwezhatoc'hik.
Gant Rina Ketty e voe kanet hag enrollet (Pladenn Pathé - n° PA 1477 - 1938) evit ar wech kentañ e 1938, o tegas brud d'ar ganourez c'hall.
En abeg d'he fozioù melkonius ("J'attendrai, le jour et la nuit, j'attendrai toujours, ton retour." "Gortoz 'rin, noz-deiz, atav 'c'hortozin, ma vi distro" e brezhoneg.) e reas berzh bras ar ganaouenn e-pad an Eil Brezel-Bed, ur prantad ma c'hortoze hogos an holl diegezhioù distro un den karet aet d'an emgann d'un tu bennak.
Tri bloaz ha daou-ugent diwezhatoc'h e voe tu d'he c'hlevet c'hoazh, er film Das Boot sevenet e 1981 gant ar filmaozour alaman Wolfgang Petersen.
Arzourien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkanet eo bet gant Tino Rossi ha Jean Sablon peurgetket. Gant Dalida e oa bet adroet buhez da J'attendrai... e 1975, disco he doare penn-da-benn.
E 1966 e oa deuet e-maez ur ganaouenn all J'attendrai hec'h anv ivez : disheñvel-mik e oa diouzh hini Rina Ketty dre ma oa bet azasaet evit Claude François diwar Reach Out I'll Be There gant Four Tops.