iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Hestia
Hestia - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Hestia

Eus Wikipedia
Hestia
Greek deity, household deity, Olympian god
Rann eusDoueed an Olimpos Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denἙστία, Ἱστια Kemmañ
TadKronos Kemmañ
MammRea Kemmañ
Breur pe c'hoarDemeter, Hera, Haides, Poseidon, Zeus Kemmañ
Annez ofisielOlympus Kemmañ
Iconographic symbolpod-berver, pemoc'h, Vitex agnus-castus Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueOaled, keginañ, tan, baking, annez Kemmañ
Vesta Giustiniani, mirdi Torlonia (Roma).

Hestia (Ἑστία / Hestía e gregach) eo doueez an tan sakr hag an oaled. Merc'h henañ Kronos ha Rea eo-hi, c'hoar eo da Zeus, Poseidon, Hades, Hera ha Demeter. A-remziad eo gant ar re a anver daouzek doue Olympos a dra sur, koulskoude ne vez ket kontet atav e-touez daouzek doue an Dodekatheon.

Vesta e oa hec'h anv hervez ar Romaned.

Pa bignas he breur Zeus war gador roue an doueed, e roas da Hestia, evel da Artemis pe Athena, ar galloud da virout he gwerc'hded da viken, a-benn en em ziwall diouzh karantez Apollon ha Poseidon.

N'eus hogos mojenn ebet a vije stag ouzh an doueez-se. Ne gemer perzh ebet e tabut ebet, ar pezh a ra anezhi un esparadenn e-touez doueed Olympos. Mirout a ra Zeus druzoni an aberzhioù dezhi.

Personeladur an oaled eo Hestia, ar flammenn sakr a zev dibaouez en tier hag en temploù, hag a c'hlana anezhe. Azeulet eo evel gwarezerez ar familhoù, ar c'heodedoù hag an trevadennoù.

Pa felle d'ar C'hresianed diazezañ un drevadenn e kasent gante tan Hestia, kemeret e templ ar vetropolenn a-benn enaouiñ oaled o c'heoded nevez. Evel-se ec'h arouez Hestia ivez hollbadusted ar sevenadurezh hag ar relijion.

Kement pred a oa a groge hag a echue gant ur prof da Hestia.

Lec'hioù kehelerezh pennañ ha santualoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Aten, kêr-benn an Attika (kreisteiz Henc'hres) ;
  2. Oropos, kêr eus an Attika ;
  3. Hermione, keoded eus Argolis (kreisteiz Henc'hres);
  4. Sparta, kêr-benn Lakonike (kreisteiz Henc'hres) ;
  5. Olympia, santual Elis (Ileia, kreisteiz Henc'hres) ;
  6. Larisa, kêr-benn al Lapited (Thessalia, hanternoz Henc'hres) ;
  7. Enez Tenedos, (Mor Egea).

Ikonografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e veze diskouezet en he sav gant Hellaziz, gwisket en un doare eeun, ganti ur ouel war he fenn.

An tan eo hec'h arouez.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes