iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Ham_(mab_Noe)
Ham (mab Noe) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ham (mab Noe)

Eus Wikipedia
Ur pennad Ham zo ivez.

Ham a zo, hervez Levr ar C'heneliezh, ur mab da Noah (pe Noe) ha tad Kenaan. Breur e oa da Shem ha Yafet, ha hervez levr ar C'heneliezh (9-18-19) e voe poblet an douar a-bezh ganto goude al Liñvadenn-veur. Hervez ar Bibl e "welas noazhder e dad" mezv-dall hag e reas goap outañ. Ur wech dihun, Noah a "ouezas ar pezh en devoa graet dezhañ e vab yaouankañ" hag e villigas anezhañ hag e ziskennidi. Setu e gomzoù hervez an destenn : "Milliget ra vezo Kenaan ! Servijer ar servijerion ra vezo evit e vreudeur !"/ Lavarout a reas ouzhpenn " "Benniget ra vezo an Aotroù, Doue Shem ! Ha ra vezo Kenaan servijer dezhañ ! Frankiz da roio Doue da Yafet ! Ha ra chomo e tinelloù Shem ! ha ra vo Kenaan servijer dezhañ !". Ne gomz ket ken an destenn eus Ham ha tu zo da soñjal e oa Kenaan "mab yaouankañ " Noah[1]. Shem a zo gwelet evel hendad Abraham (pe Abram pe Avram), da lavarout eo hendad ar Yuzevien hag an Arabed.

O vezañ ma vije bet Ham hendad Kenaaniz, met ivez Egiptiz, tud Etiopia ha Somalia, o deus klasket tud zo reiñ un diazez biblek d'o mennozhioù gouennelour en XIXvet kantved.

  1. "La Bible de Jérusalem", Cerf, embannadur 1998 , ISBN 2-204-06063-1.