iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Gerioù-kroaz
Gerioù-kroaz - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gerioù-kroaz

Eus Wikipedia
Gerioù-kroaz
hobby
Iskevrennad eusword puzzle Kemmañ
Pleustret gantcrossword creator Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/crossword Kemmañ
Ar gerioù-kroaz kentañ

Ur c'hoari eo ar gerioù-kroaz ma klasker leuniañ ur gael gant gerioù a-blom hag a-serzh gant sikour divinadelloù. Ar gerioù-se zo kroaziet kenetrezo, lizherenn a-blom unan o vezañ lizherenn a-serzh ur ger all. Alies e vez karrezoù du ma n'eus ket da lakaat tamm lizherenn ebet. Ur c'hoari mat eo evit diorren ar poell hag an eñvor.

Gant ar c'hazetenner Arthur Wynne (1871-1945) e voe ijinet e ar c'hoari-se e 1913 e Stadoù-Unanet Amerika ; ar gerioù-kraoz kentañ a voe embannet d'an 21 a viz Kerzu er gazetenn New York World.

Deuet eo ar c'hiz e Bro-C'hall gant ar gelaouenn Dimanche illustré[1] d'an 9 a viz Du 1924[2].

E brezhoneg ez eo Kannadig Gwalarn a embannas ar gerioù-kroaz brezhonek kentañ e 1933[3], heuliet gant ar c'helaouennoù SAV e 1936[4] ha Gwalarn e 1939[5].

Er bloavezhioù 1970, Yann Desbordes a ginnige gerioù-kroaz er gelaouenn Armor Magazine, ha pelloc'h Pierre Salaün en deus graet e vel gant pinvidigezh brezhoneg Enez-Sun evit kinnig gerioù-kroaz "e bredonneg ar gear"[6].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Frañsoaz Lermen, Gerioù-kroaz ar Vretoned, Emb. Al Lanv, 1999.
  • J.F. Peden, Gerioù-kroaz, Emb. Keit vimp bev, 2014.
  • Bep sizhun e vez gerioù-kroaz brezhonek er gazetenn Ya!.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Dimanche illustré
  2. (fr) Michel Feltin-Pallas, Gloire aux mots croisés, L'Express, 18/04/2023
  3. Kannadig Gwalarn'
  4. SAV
  5. Gwalarn
  6. Bernez Rouz, Ar gerioù-kroaz (Les mots croisés), passe-temps des bretonnants depuis les années trente, Dimanche Ouest-France, 7/05/2023