iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Flavius_Honorius
Flavius Honorius - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Flavius Honorius

Eus Wikipedia
Ur pennad honorius zo ivez.
Honorius poltreded diwar urzh ar c'hoñsul Probus Acinius e 406
Solidus Honorius, bloaz 402

Flavius Honorius (384-423), pe Honorius hepmui alies, a oa un impalaer roman, mab d'an impalaer Flavius Theodosius ha d'an impalaerez Aelia Flaccilla, breur yaouankoc'h da Arcadius ha da Aelia Pulcheria.

Ganet e voe e Kêrgustentin d'an 9 a viz Gwengolo 384. Anvet e voe da gonsul e 386, da 2 vloaz. Pa voe 9 bloaz e voe anvet da Aogust Impalaeriezh roman ar C'hornôg, da lavarout eo da genimpalaer, gant e dad d'an 10 a viz Genver 393. Dre ma oa bugel e voe lakaet dindan gwarez Stilichon, ur Vandal romanekaet.

Kentañ dimeziñ Honorius a voe gant Maria, merc'h Stilichon ha Serena. Gwerc'hez bepred e oa Maria pa yeas da Anaon dek vloaz diwezhatoc'h. Stilichon a ginnigas neuze e eil merc'h Thermentia da Honorius, mes argaset e voe-hi er bloaz-se end-eeun. Da heul e roas Stilichon e vab Eucher da c'hoar Honorius, Galla Placidia, da bried[1].

Pa varvas Flavius Theodosius e 395 e voe anvet Honorius da impalaer ar C'hornôg hag e vreur henañ Arcadius da impalaer ar Reter.

Un den gwan e oa Honorius, ha ma renas tost da dregont vloaz eo abalamour ma voe harpet mat gant e jeneraled, dre ma oa gwan ivez e enebourien, ha dre ma kavas gwell leuskel tammoù eus an impalaeriezh gant ar pobloù a glaske hec'h aloubiñ evit kaout peoc'h digante.

Mervel a eure Flavius Honorius e 423.

An Impalaeriezh da vare Honorius

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An impalaeriezh e 410

Er bloaz 400 e oa Stilichon, koñsul ar C'hornôg[2]) o vrezeliñ e Raetia ha Norika enep ar Vandaled, an Alaned hag an Ostrogoted, ha diskenn a reas Alarig Iañ gant e Wizigoted eus ar Balkanioù betek bro ar Veneti da lakaat seziz war Mediolanum (Milano). Kaset e voe an impalaer yaouank Honorius gant Stilichon da Ravenna, ur gêr hag a oa difennet mat a-drek he mogerioù-kreñv hag he geunioù.
Gervel a reas Stilichon lejionoù an harzoù da zont da zifenn Italia enep ar Wizigoted. En o zouez e oa al Legio VI Victrix, a oa karget da zifenn Moger Hadrian enep ar Bikted abaoe amzer an impalaer Hadrian (122-128)[3]. Biskoazh ne zistroas al lejion-se da Enez Vreizh, ha dizifenn e chomas ar Voger eno.

E miz C'hwevrer pe Meurzh ar bloaz 402, Stilichon a lakaas Alarig da lemel seziz Mediolanum. D'ar 6 a viz Ebrel, devezh Sul-Fask, e voe trec'h Stilichon war Alarig en emgann an draoñienn Tanaro e-kichen Pollentia (Pollenza hiziv). Tec'hel a rankas Alarig, ha Stilichon a lakaas e grabanoù war gwreg ha bugale ar roue wizigot.
Goude asantiñ mont kuit eus Italia d'en em dennas neuze da Etruria, Alarig en devoe e wreg ha e vugale digant Stilichon en-dro. A-boan aet kuit ec'h adkrogas ar brezel diouzhtu hag aloubiñ a reas Verona. Evit an eil gwech e voe trec'het Alarig gant Stilichon eno. En dro-se avat, faezhet ar Wizigoted ha kollet kalz tud ganto, e voe ret dezho mont kuit.
D'ar 1añ a viz Genver 404 e voe graet un trec'hlid da Stilichon hag Honorius e Roma.

Tost da zaou vloaz war-lerc'h, e fin ar bloaz 405, e voe tro Radegast da lakaat gwask war Italia. E penn miliadoù a C'hoted, Vandaled, Alamaned hag Alaned e treuzas an Alpoù hag e skubas an difennoù roman evit aloubiñ Etruria. An 19 Ebrel 406, embann a reas Honorius ur skrid war savadeg an holl ar re barrek d'en emgann. (Piganiol. p. 92, ha ar skrid, p. 197. Kod. Theodos. VII,13,17). Stilichon a savas e arme e Ticinum (Pavia) hag en em skoas war hini ar varbared. E Foesulae, e-kichen Firenze, a voe Stilichon trec'h warno. Radegast a voe paket bev ha dibennet d'an 23 a viz Eost 406.

En hañv 406 ivez, arme roman Breizh-Veur, strafuilhet gant Vandaled, Sueved hag Alaned, a lakaas en he fenn an ofiser Marcus evel impalaer e 407, hag an ofiser all Gratianus da c'houde e 407 ivez. A-benn ar fin, e chomas an alouber Kustentin III e penn an arme.

Ur gudenn vras spontus nevez ː d'an noz etre an 31 a viz Kerzu 406 hag ar 1añ a viz Genver 407, e-kichen Mogontiacum (Mainz), miliadoù a varbared a dreuzas ar Roen skornet. Ar Franked e karg da zifenn an harz-se ne c'halljont ket ober tra pe dra. Augusta Treverorum (Trier), Durocortorum (Reims), Samarobriva (Amiens), Nemetacum (Arras), Tarvenna (Thérouanne), Turnacum (Tournai) ha kêrioù all a voe aloubet ha distrujet ganto.

Er bloaz 407, Augusta Treverorum (Trier) a voe aloubet ur wech ouzhpenn ha devet gant ar Franked Ripuared ar wech-mañ. Taget voe Breizh roman gant ar Bikted hag ar Skoted.

War dro miz C'hwevrer pe Meurzh 407 e varvas Maria, gwreg Honorius, gwerc'hez bepred[4].

Kustentin III a dreuzas Mor Breizh hag a lakaas dindan e veli ar pezh a chome eus armeoù roman e Galia. En em staliañ a reas en Arelate (Arle), a oa kêr-benn Galia d'ar mare-se e-lec'h Augusta Treverorum (Trier) aet da get. Caesar e voe mab henañ ha nobilissimus e eil mab. Lakaat a reas da c'houzout da Ravenna hag an impalaerezh galian ne roje ken na den, na marc'h, na boued, na tailhoù. Kerkent ez eas da vrezeliñ enep ar C'hoted.

D'ar 15 a viz Du 407 ec'h embannas Honorius ul lezenn a-zivout diberc'hennadur an temploù pagan, gant o madoù ha leveoù[5].

Er fin ar bloaz 407 pe e deroù ar bloaz 408 e tistroas Alarig da vrezeliñ en Italia. En Hemona (Ljubljana) edo pa ginnigas Stilichon un emglev dezhañ. Goude bet paeet da Alarig un daspren a 4 000 lur en aour, e kinnigas dezhañ kemer penn un arme roman evit adkemer Galia diwar KusteNtin III. Evitañ e-unan e yaje gant un arme all da gemer Kergustentin evit adunaniñ an impalaeriezh roman[6].

Arcadius, impalaer ar Reter ha breur da Honorius, a varvas d'ar 1añ a viz Mae 408. E vab Theodosius II, oadet 7 vloaz, a zeuas war e lerc'h war an tron dindan adren Anthemius, prefed pretordi ar Reter.

Dre ma oa Honorius intañv, Stilchon e roas dezhañ e eil verc'h Thermentia, hag e ginnigas dimez etre Galla Placidia, c'hoar Honorius, hag e vab Eucher (Zosso & Zingg, O;C. p. 179)

Droug a sav e-touez an dud en Italia ouzh Stilichon ː er gristenien, er baganed, e brientinien ar sened, en dud e lez Honorius, hag e Galla Placidia na felle ket dezhi eurediñ gant Eucher.[7]

A-benn ar fin en em gavas Stilichon en e unan ha tapet e voe ha drouklazhet gant e soudarded e Ravenna d'an 22 a viz Eost 408. E vab Eucher a voe drouklazhet d'e dro ur pennadig goude. E verc'h, an impalaerez Thermentia, a voe argaset ha kaset d'he mamm en-dro. Serena, gwreg Stilichon, tamallet dezhi gant Galla Placidia da vezañ a-du gant Alarig evit diskar Roma[8], a voe krouget e miz Du 408.[7]

E fin miz Du 408 en em gavas Alarig dirak Roma evit ar wech kentañ hag e lakaas seiziz warni evit ne naoniañ ; komz zo bet eus kanibalegezh[9]. Plegañ a reas Stilichon adarre da Alarig ː pemp mil lur aour, tregont mil lur argant, pevar mil brozh saez, tri mil pezh lienn fin ha ruz-skarlek, tri mil lur pebr.[7]

E deroù 409, Olympus a gasas diouzh Ravenna ar c'hwec'h mil soudard a chome gantañ da sikour Roma. Trec'het, drailhet, ha kaset da get betek an den diwezhañ gant Alarig e voe an armead vihan-se. Olympus a voe diskaret diouzh e c'halloud e miz meurzh 409.

War dro Mae-Mezheven 409, war ali Olympus, ofiser ar Palez, Honorius a anzavas Kustentin III da genseurt hag aogust (impalaer), en spi da gaout sikour digantañ. Hemañ a respontas e teuje d'e zikour gant armeoù Breizh, Galia ha Spagn[10]. En askont da se, nac'hañ a reas Honorius plegañ da c'houlennoù Alarig.[11]

E-kerzh diskaramzer ar bloaz 409 e voe sac'het Kustentin III e Galia abalamour d'ar reuz bounted e Spagn gant Vandaled, Alaned ha Sueved. Neuze e c'halvas Jovius, prefed ar Pretordi, 10  000 goprad hun eus an tu-hont d'an harzoù.[11]

E dibenn ar bloaz 409, Alarig, n'en devoa ket bet an truaj en doa goulennet, a lakaas seziz war Roma evit an eil gwech. Dre ma oa mestr war grignoloù greun Ostia e lakaas ur wech ouzhpenn tud Roma dindan naonegezh. Truez a voe goulennet digantañ gant ar Sened. Alarig neuze a c'houlennas digant ar Sened ma vije diskaret Honorius ha lakaet Attalus, prefed Roma, en e lec'h. Ar Sened a sentas, ha setu Attalus anvet da aogust e dibenn miz Here pe e deroù miz Du 409.

Kerkent ha diwar gourc'hemenn Attalus e voe lakaet Alarig e penn an arme, hag e vreur-kaer Ataulf e penn gward war gezeg an impalaer ; Valens, trubard diouzh Honorius, a voe lakaet e penn ar varc'hegiezh ha Lampadus, brientin ha senedour pagan, anvet da brefed ar pretordi.

Plegañ a reas Italia hag Afrika d'an impalaer nevez. Dre ma ne c'halle ket Atalus lakaat Honorius da blegañ, diskaret e voe gant Alarig hag hemañ a lakas seziz war Roma evit an deirvet gwech. E-kerzh nozvezh ar 24 a viz Eost 410 e teuas Alarig hag e soudarded a-benn da vont tre e kêr Roma dre an nor Salaria ; difennet fall e oa bet an nor, pe trubarderezh a voe. Betek ar 27 a viz Eost e voe spont bras, dir, tan ha gwad e Roma — e-keit-se ez embannas Honorius ur skrid enep an disivouderien afrikan.

Goude tri devezh distruj, lazhadeg, tan, preizhadeg, Alaric hag ar Wizigoted a gemeras hent Kampania hag ar c'hreisteiz gant ur bern traoù laeret ha prizonidi, en o zouez Galla Placidia hag Attalus. Sikour a voe goulennet gant Bretoned-Romaned digant Honorius, a respontas ne c'halle ket hag e oa d'ar Vretoned-Romaned d'en em zifenn o-unan.

Klañvaat a reas Alarig a-raok mervel e Consentia (Cosenza), Kalabria, e 410. E vreur kaer Ataulf a voe penn ar Wizigoted en e c'houde.

Goude marv Alarig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz ar bloaz 411, Honorius a lakas Constantius e penn troadeien e arme (magister peditum) hag an Ostrogot Ulphila e penn ar varc'heien (magister equitum), evit en em zizober diouzh alouberien Galia ha Spagn[12].

Ar c'hezar Constantius, mab Kustentin III, a voe lazhet e Vienna gant Gerontius, tad Maximus, en deus savet da impalaer e Spagn[13].

Seizet en Arles gant Constantius e-kerz miz Eost 411, Kustentin III e oa ret dezhañ plegañ. Goulenn start Constantius e oa ha Kustentin III e oa graet beleg, evit mirout e vuhez. Kaset e oa neuze Kustentin III hag e vab etrezek Ravenna. Hervez Sozomen, lazhet e oant memes tra a-raok degouezhout en Italia. Hervez Marcellinus, e oa en Arelate. Hervez Frigeridus hag Olympiodor, e oa war vord ar ster Mincio, ouzh 30t mil kent Ravenna. War a seblant, e oa war urzh Honorius, hag n'en devoa ket pardonet Kustentin III bet lazhet gantañ darn eus e dud. Echu e voe da vat gant impalaeriezh c'halian Kustentin III[14].

Arelate a blegas da Honorius, ha deuas en-dro d'an impalaeriezh roman.

Maximus, mestr war ul lodenn eus Spagn, a voe tapet gant Constantius, ha lazhet. Kerkent, e Mogontiacum (Mainz), un den all a voe savet war-lerc'h Constantius III ː Jovinus, hemañ o sevel diouzhtu un arme nevez gant barbared eus broioù ar Roen.[15]

Ataulf, roue nevez ar Wizigoted, graet peoc'h gant Honorius, a gerzhas gant e Wizigoted etrezek hanternoz Italia. Eno e timezas gant Galla Placidia, e giz ar C'hoted, e Forum Livii (Forli) e bro Emilia. E giz-se, Athaulf en em wel evel breur-kaer d'an impalaer Honorius[16].

Goude bet diskaret Kustentin III, Constantius e gerzhas war roud Gerontius tec'het e bro Spagn. An darn vrasañ eus soudarded Gerontius e dremenas a-du gant Constantius. Kelc'hiet gant e gwreg hag ur mignon Alan, en e di laket tan enni, Gerontius ne chome ket gantañ nemet en em zistrujañ[17].

E bloaz 412, goude digor an Alpoù, e tremenas Athaulf gant e Wizigoted e Galia.

Un eil eured, er c'hiz roman ar wech-mañ, a voe lidet etre Ataulf ha Galla Placidia e Narbo Martius (Narbonne) d'ar 1añ a viz Genver 414. Ur bugel o devoe, anvet Theodosius,[18] (aet da Anaon ha douaret e 415 e Barcino (cf Demougeot, o.c. p 279-280))

An deiz-se, 1añ a viz Genver 414, Flavius Constantius zo savet da goñsul evit ar C'hornog, gant Constans evit ar Reter[19]

Gouestlañ a ra Honorius da Gonstantius hag e vo roet Galla Placidia dezhañ pa Athaulf a vo laket da rein anezhi en-dro d'an hini penn ar familh, da lavarout Honorius e-unan[20]

Dre ma zigouezhas kernezh war bro Narbona, Constantius o vezhañ stanket ar porzhoù, Athaulf e dreuzas ar Pireneoù evit mont da bro Tarragon, er Spagn[21].

Mervel a reas e vugel Theodosius e 415. Douaret e voe en un arched en argant e-kichen mogerioù Barcino[22]

Ataulf a voe drouklazhet e Barcino (Barcelona) e miz Gwengolo 415, gant Evervulf, unan eus e ofiserien[23].

Segerig, roue nevez ar Wizigoted, a lakaas dic'houzougañ holl bugale Ataulf, hag a daolas ur vezhekadenn war C'halla, ret dezhi kerzhañ gant prizonidi dirak Segerig, hemañ war e varc'h.

Sigerig e-unan a voe drouklazhet seizh deiz goude. Wallia a voe penn ar Wizigoted, ha kaset e voe Galla en-dro d'he breur.

Wallia hag e Wizigoted, dindan statud kevredaded, e oa staliet e bro Narbonna, war-bouez ober brezel d'ar Sueved, Alaned, ha Vandaled[24].

Urzh a roas Honorius da C'halla neuze da eurediñ gant e jeneral Constantius. D'ar 1añ a viz Genver 417 e voe lidet an eured, Constantius o vezañ konsul evit an eil gwech gant an impalaer Honorius e-unan. Daou vugel a vo ː Valentinien III ha Justa Grata Honoria.

Ur feur-skrid emglev (foedus) etre Honorius ha Wallia zo sinet d'an 19 a viz Mae 418. Wizigoted (etre 100 ha 15000 a dud) a oa staliet en un doare ofisiel en Akitania II (Bordeaux, Angoulême, Poitiers, Saintes) hag en Novempopulania (Auch, Eauze, Dax, Lectoure, Saint-Bertrand-de-Comminges, Saint-lizier, Tarbes, hag all). Kêr-benn ar Wizigoted a oa staliet e Tolosa[25].

E 418, ar pezh a chome eus ar Romaned a guitaas Enez Vreizh da viken[26].

E fin ar bloaz 418, pe e deroù ar bloaz 419 ez eas Wallia da Anaon, hag eñ yaouank c'hoazh, skubet gant ur c'hleñved. Ur verc'h nemetken a chome war e lerc'h. Teodorig Iañ a renas war-lerc'h Wallia e penn ar Wizigoted[27]

Savet e voe Constantius da aogust (= impalaer) d'an 8 a viz C'hwevrer 421. Galla a oa anvet neuze da aogusta (= impalaerez). Nac'het e voe gant Theodosius II, impalaer Kergustentin, anavezout anezho.

Mervel a reas Constantius d'an 2 a viz Gwengolo 421.

En deroù 423, Galla Placidia e oa skarzhet eus Ravenna gant Honorius, hag e c'houlenne gwadorged ganti[28].

Mervel a reas Flavius Honorius, diwar foeñv-dour, e Ravenna, d'ar 15 a viz Eost 423, oadet a 39 bloaz[29].

War e lerc'h e renas Flavius Claudius Constantinus, anvet ivez Constantinus III .

Stad an impalaeriezh roman goude marv an impalaer Honorius.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An impalaeriezh roman zo bet skoet da vat da vare Honorius. En e sav emañ bepred, mes ret eo bet dezhañ ober bremañ gant ar varbared.

E Galia, ar re en karg da zifenn an impalaeriezh, dindan statud kevredidi : Franked ouzh an norzh (Belgica); Burgonded ouzh traonienn ar stêr Rhône; ar Wizigothed ouzh Akitania. Ouzh kornog, Arvorig en e bezh a chom dindan galianed-romaned, skoazhellet gant bretoned-romaned, hag ivez, lec'hioù a zo, gant kevredidi a bep seurt.

Enez-Vreizh roman emañ en karg d'en em zifenn hi-unan, skoazhellet gant Saozon war ar c'hreisteiz.

E bro Spagn : Vandaled, Alaned, Sueved.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Blanc, André ː L'homme emprisonne le Temps – Les calendriers, Les Belles Lettres, 1989 (ISBN 978-2-251-37042-2)
  • Bouillet, Marie-Nicolas (1905)ː Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie, Hachette, 2016 (ISBN 978-2-01-373697-8)
  • Bouvier-Ajam, Maurice ː Les empereurs gaulois, Taillandier, 1984 (ISBN 978-2-235-01579-0)
  • Demougeot, Émilienne ː La formation de l'Europe et les invasions barbares – 2 ː de l'avènement de Dioclétien au début du VIè siècle, Aubier, 1992 (ISBN 978-2-7007-0146-3)
  • Demougeot, Emilienne ː L'empire romain et les barbares d'Occident (IVè-VIIè siècles). scripta Varia. Publications de la Sorbonne. 1988
  • Garmonsway, G. N. ː The Anglo-Saxon Chronicle, J. M.Dent, 1972 (ISBN 978-0-460-11624-4)
  • Iordanes ː Getica, Les Belles Lettres, 2017 (ISBN 978-2-251-44743-8)
  • Piganiol, André ː La chute de l'empire romain – Le Mémorial des Siècles, Marabout, 1982 (ISBN 978-2-501-00311-7)
  • Rufino, Patrice-Georges ː Clovis contre Alaric. L'histoire de l'empire wisigoth de Toulouse à Tolède. 1996 (ISBN 2-95-10585-0-0)
  • Werner, Karl-Ferdinand ː Histoire de France ː Les Origines. Avant l'an mil. Librairie Arthème Fayard. 1984 (ISBN 2-253-06203-0)
  • Zingg, Christian & Zosso, François ː Les empereurs romains, 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)
  • Zosime ː Histoire Nouvelle, III-1, Les Belles Lettres, 1987 (ISBN 978-2-251-00391-7)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Zosso & Zingg, op. cit. pp. 178-179).
  2. André Blanc, op. cit.
  3. André Piganiol, op. cit. p. 215.
  4. Zosso & Zingg, op.cit. p. 178.
  5. A. Piganiol, op. cit p. 424.
  6. A. Piganiol, op. cit. p. 94.
  7. 7,0 7,1 ha7,2 (Zosso & Zingg, op. cit., p. 180)
  8. A. Piganiol, op. cit. p. 95.
  9. (A. Piganiol, op. cit. p. 96
  10. É. Demougeot, op. cit. p. 440
  11. 11,0 ha11,1 É. Demougeot, op. cit. p. 457
  12. É.Demougeot, op. cit. p. 463
  13. Iordanes, op. cit, XXXII, 65.
  14. Emilienne Demougeot. Scripta Varia. p. 206  
  15. É.Demougeot, op. cit. 464.
  16. Iordanes, op. cit, XXXI, 160
  17. Emilienne Demougeot, Scripta Varia, menegiñ Sozomen, p. 89
  18. Iordanes, op. cit, p. 167 notenn 44.
  19. cf . André Blanc. p. 81
  20. cf. Emilienne Demougeot, Scripta Varia, p. 278
  21. Zosso & Zingg, p. 185
  22. cf Demougeot, o.c. p 279-280
  23. Iordanes, op. cit, XXXI, 161.
  24. M.-N. Bouillet. p. 1825
  25. Patrice Rufino. p. 28
  26. Garmonsway, op. cit. p. 418.
  27. Patrice Rufino; op. cit. p. 28
  28. Zosso & Zingg. op. cit. p. 186-187
  29. Zosso & Zingg. op. cit. p. 181