iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Erik_Haraldsson
Erik Haraldsson - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Erik Haraldsson

Eus Wikipedia

Erik Haraldsson (norseg: Eiríkr Haraldsson, norvegeg: Eirik Haraldsson; c. 885 – 954), lesanvet Eirik Blodøks, a oa roue e Norvegia en Xvet kantved. Soñjal a reer e voe roue Norvegia e-pad ur pennadig, ha roue Northumbria dre ziv wech war-dro 947-948 ha war-dro 952-954.

Bez' e oa mab henañ Harald Iañ Hårfagre, roue kentañ Norvegia. E 920 e voe renet gant Erik ur bagad Vikinged a dagas hanternoz Rusia. Diwezhatoc'h, e Danmark, e voe pedet gant ar roue Gorm an Henañ da gemer perzh en ur banvez ma reas anaoudegezh gant merc'h Gorm, Gunnhild. Antronoz e timezas ganti. Gunnhild he doa brud da vezañ ur sorserez ha ganti galloudoù hud.

E 931 e varvas e dad Harald I. Tabut a voe neuze etre mibien ar roue. Kontañ a reer e tibennas Erik an darn vrasañ eus e driwec'h breur, nemet Haakon a gavas repu e Bro-Saoz. Marteze e teu e lesanv Blodøks ("bouc'hal wadek") eus ar muntroù-se.

Erik ha Gunnhild o doe meur a vugel :

  • Gamle Eriksson
  • Guttorm Eriksson
  • Harald Gråfell
  • Ragnfrød Eriksson
  • Ragnhild Eriksdotter
  • Erling Eriksson
  • Gudrød Eriksson
  • Sigurd Sleva (Eriksson)

E 934 e tistroas e vreur Haakon eus Bro-Saoz ha, gant skoazell noblañsed eus ar vro, e skarzhas Erik eus ar galloud. Goude klask adpignat war an tron, Erik a yeas kuit d'an inizi Orc'h ha goude-se da Northumbria. Eno e varvas, hervez a gonter, en un emgann e-kichen Stainmore.