iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Der_Blaue_Reiter
Der Blaue Reiter - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Der Blaue Reiter

Eus Wikipedia
Golo alamanag Der Blaue Reiter, e-tro 1912

Der Blaue Reiter (Ar marc'heger glas) a oa ur strollad arzourien eus Neue Künstlervereinigung München. Ur strollad arzourien alaman a badas eus 1911 da 1914 e voe, hag unan eus an daou luskad (an hini all eo Die Brücke) a voe a-raok an eztaolouriezh.

Vassily Kandinsky, Franz Marc, August Macke, Alexej von Jawlensky, Marianne von Werefkin, Gabriele Münter, Lyonel Feininger, Albert Bloch hag arzourien all a savas Der Blaue Reiter goude ma vefe bet nac'het diksouez "Ar Varnadenn ziwezhañ", savet gant Kandinsky. Ne voe manifesto ebet savet gant izili Der Blaue Reiter, met kentoc'h ur strollad tud bodet tro-dro da gKandinsky ha Marc. Paul Klee a gemeras perzh el luskad ivez.

Diwar anv ul livadur savet gant Kandinsky e 1903 e voe dibabet anv ar strollad. Marteze eivez peogwir e oa dedennet-tre Marc gant ar c'hezeg, ha peogwir e oa plijet-tre Kandinsky gant al liv glas. Liv ar speredelezh eo al liv glas hervez Kandinsky (gwelout e levr Diwar-benn ar speredelezh en arz, 1911). Disheñvel e oa palioù an arzourien a gemeras perzh el luskad, met boutin e oa o c'hoant da ziskouez speredelezh dre o oberennoù. Fellout a rae dezho brudañ an arz modern, al liammoù sonerezh-arzoù gweled, perzhioù arouezius al livioù, ha livañ en un doare emyoulek. Dedennet e oant gant arzoù ar Grennamzer koulz hag en arzoù modern : faoverezh, kubouriezh hag arz diheverz.

E 1911 hag e 1912 e voe aozet diskouezadegoù e pep lec'h en Alamagn gant izili Der Blaue Reiter. Un almanag a lakjont embann ivez, ma oa livadurioù modern, re bobl, re gentidik ha re savet gant bugale. E 1913 e tiskouezjont o oberennoù da-geñver ar c'hentañ Herbstsalon.

Franz Mark, Ar Vuoc'h velen, 1911

Divoet e voe ar strollad pa darzhas ar Brezel-bed kentañ. Vassily Kandinsky, Marianne von Werefkin ha Alexej von Jawlensky a rankas distreiñ da Rusia peogwir e oa keodedourien rusian. Ouzhpenn da se e oa savboentoù disheñvel e diabarzh ar strollad. Der Blaue Reiter a badas neuze eus 1911 da 1914.

E 1923 e voe savet Die Blaue Vier gant Kandinsky, Feininger, Klee hag Alexej von Jawlensky. E 1924 e tiskouezjont o oberennoù hag ec'h aozjont prezegennoù er Stadoù-Unanet.

Kalz livadurioù gant izili Der Blaue Reiter a c'haller gwelout e Diskouezva Städtische Lenbachhaus München.

E miz Even 1911 e voe savet Der Blaue Reiter Almanach (Almanag ar Marc'heger Glas) hag embannet e voe 1 100 skouerenn gant Piper (München) e 1912. Franz Marc a resevas an embannadur kentañ d'an 11 a viz Mae. Kandinsky ha Marc a reas war-dro, ha marc'had-mat e voe an embann dre ma voent sikouret gant an ijinelour Bernhard Koehler, hag a oa eus familh Macke. Ennañ ez eus eilskeudennoù 140 oberenn arzoù ha 14 pennad-skrid. Un alamanag all a voe raktreset, met ne voe ket embannet abalamour ma krogas ar brezel. An hini kentañ voe adembannet gant Piper e 1914[1].

En Almanag e kaver:

  • "Teñzorioù speredelezh", ur skrid-arnod gant Marc, kinniget gantv tresadennoù bugale, koadengravadurioù alaman, livadurioù eus Sina, hag un eilskeudenn eus i"Maouez gant ur vandolinenn ouzh ur piano" gant Pablo Picasso's Woman with Mandolin at the Piano[2]
  • ur pennad diwar-benn ar gubouriezh gant ar buruteller gall Roger Allard
  • ur pennad anvet "Al liam ouzh an destenn" gant Arnold Schoenberg, hag un eilskouer eus e ganaouenn "Herzgewächse"
  • eilskouerioù kanaouennoù gant Alban Berg hag Anton Webern
  • "An anarkouriezh er sonerezh", ur skrid-arnod gant Thomas de Hartmann
  • ur pennad diwar-benn "Prometeus: barzhoneg an tan" savet gant Alexander Scriabin
  • ur pennad diwar-benn Robert Delaunay gant Erwin von Busse, gant un eilskeudenn eus livadur Delaunay anvet "Ar prenestr er gêr vras" i
  • "Maskloù", ur skrid-arnod gant Macke
  • ur skrid-arnod gant Kandinsky anvet "A-zivout ar stumm"
  • "A-zivout al leurenniñ" gant Kandinsky
  • "Ar son melen" gant Kandinsky.

Ar skeudennoù implijet en almanag a zegas ur c'hemm bras en arzoù en Europa : ne oa ket diazezet an almanag war arzoù Europa nemetken, met ivez war arzoù Azia, Egipt, Afrika ha re pobloù ar Meurvor Habask. Bez e oa ivez ennañ pemp oberenn gant Van Gogh, Cézanne ha Gauguin, seizh gant Henri Rousseau ha trizek savet gant bugale[3].

Diskouezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diskouezadeg kentañ

Eus an 18 a viz Kerzu 1911 betek penn-kentañ 1912 : Erste Ausstellung der Redaktion Der Blaue Reiter e diskouezva Heinrich Thannhauser e München. 43 oberenn savet gant 14 arzour a voe diskouezet : livadurioù gant Henri Rousseau, Albert Bloch, David Burliuk, Wladimir Burliuk, Heinrich Campendonk, Robert Delaunay, Elisabeth Epstein, Eugen von Kahler, Wassily Kandinsky, August Macke, Franz Marc, Gabriele Münter, Jean Bloé Niestlé ha Arnold Schönberg, hag ur c'hatalog[4].

Eus miz Genver 1912 da viz Gouere 1914 e voe diskouezet an diskouezadeg e meur a gêr en Europa : Köln, Berlin, Bremen, Hagen, Frankfurt, Hamburg, Budapest, Oslo, Helsinki, Trondheim ha Göteborg[5].

Eil diskouezadeg

Eus an 12 a viz C'hwevrer d'an 2 a viz Ebrel 1912 :Zweite Ausstellung der Redaktion Der Blaue Reiter, Schwarz-Weiß (eil diskouezadeg aozerien Der Blaue Reiter, du-gwenn) e diskouezva Neue Kunst Hans Goltz e München[6].

Diskouezadegoù all

Izili Der Blaue Reiter a gemeras perzh ivez :

Franz Marc, Tour ar c'hezeg glas 1913, (kollet abaoe1945)
  1. Katharina Erling: Der Almanach Der Blaue Reiter, in: Hopfengart (2000), pp. 188-239
  2. Peter Nicholls, Modernisms: A literary Giude, Berkeley, CA, University of California Press, 1995; p. 141.
  3. George Heard Hamilton, Painting and Sculpture in Europe, 1880–1940, New Haven, CT, Yale University Press, 1993; pp. 215-16.
  4. Katalog in in Hoberg & Friedel (1999), pp. 364-365.
  5. Ortrud Westheider et alt.: Die Tournee der ersten Ausstellung des Blauen Reiters, in: Christine Hopfengart (2000), pp. 49-82
  6. Catalogue?


  • John E. Bowlt, Rose-Carol Washton Long. The Life of Vasilii Kandinsky in Russian art : a study of "On the spiritual in art" by Wassily Kandinsky. Pub l. Newtonville, Mass. USA. 1980. ISBN 0-89250-131-6 ISBN 0-89250-132-4
  • Wassily Kandinsky, M. T. Sadler Concerning the Spiritual in Art. Dover Publ. 80 pp. ISBN 0-486-23411-8. or: Lightning Source Inc. Publ. ISBN 1-4191-1377-1
  • Hoberg, Annegret, & Friedel, Helmut (ed.): Der Blaue Reiter und das Neue Bild, 1909-1912, Prestel, München, London & New York 1999 ISBN 3-7913-2065-3
  • Hopfengart, Christine: Der Blaue Reiter, DuMont, Köln, 2000 ISBN 3-7701-5310-3