David Lloyd George
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | David Lloyd George |
Anv ganedigezh | David Lloyd George |
Anv-bihan | David |
Anv-familh | Lloyd George |
Titl noblañs | Earl Lloyd-George of Dwyfor, Viscount Gwynedd |
Deiziad ganedigezh | 17 Gen 1863 |
Lec'h ganedigezh | Manchester |
Deiziad ar marv | 26 Meu 1945 |
Lec'h ar marv | Llanystumdwy |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | brain tumor |
Lec'h douaridigezh | grave of David Lloyd George |
Tad | William George |
Mamm | Elizabeth Lloyd |
Breur pe c'hoar | William George, Mary Ellen Lloyd George |
Pried | Margaret Lloyd George, Frances Lloyd George, Countess Lloyd-George |
Familh | Lloyd George family |
Yezhoù komzet pe skrivet | kembraeg, saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | politiker, diplomat, solicitor, civil servant, skrivagner |
Implijer | Skol-veur Dunedin |
Lec'h labour | Londrez, 10 Downing Street, 11 Downing Street |
Strollad politikel | Liberal Party |
Relijion | Badezouriezh |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre, Parliamentary Archives |
Ezel eus | World Brotherhood Federation |
Prizioù resevet | Order of Merit, Cross of Liberty |
Bet kinniget evit | Priz Nobel ar Peoc'h |
Deskrivet en URL | https://www.gov.uk/government/history/past-prime-ministers/david-lloyd-george |
Deskrivet dre | David Lloyd George (1863–1945), 1st Earl Lloyd-George of Dwyfor, Prime Minister |
David Lloyd George (17 Genver 1863 – 26 Meurzh 1945) a oa ur politikour kembreat a voe Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet etre miz Kerzu 1916 ha miz Here 1922, e dibenn ar Brezel-bed Kentañ hag er bloavezhioù war-lerc'h. Ar c’hembraeg e oa e yezh kentañ.[1] Sellet a reer outañ evel diazezer kentañ ar « Stad warezer », pa oa bet degaset gantañ skoazelloù a-berzh ar stad evit an dud dilabour, ar re glañv hag ar re gozh.[1] Eñ e voe Kentañ Ministr frankizour diwezhañ ar Rouantelezh Unanet. E dibenn e vuhez e voe anvet da gont gant ar roue Jord VI, gant an anv Earl (kont) Lloyd-George of Dwyfor.
E Manchester e voe ganet, e Bro-Saoz eta, met tremen a reas e vugaleaj e kêriadenn Llanystumdwy, e gwalarn Kembre, eus 1864 betek 1880. Eno e voe desavet e kembraeg gant e vamm intañvez hag e eontr.
Studioù war ar gwir a reas ha mont d’ober ar vicher alvokad, e Porthmadog da gentañ hag e Cricieth da c'houde. Tamm-ha-tamm e c'hounezas brud, evel "alvokad ar re baour". Mont a reas e-barzh ar Strollad Frankizour ha dilennet e voe da guzulier e kuzul kontelezh Caernarfon e 1889. E miz Ebrel 1890 e voe dilennet da gannad evit Caernarfon.
Sezañ a reas e Ti ar C'humunioù gant un toullad frankizourien all eus Kembre. En amzer-se e seblante kaout c’hoant da vodañ ar frankizourien eus Hanternoz ha Kreisteiz Kembre evit sevel ur gostezenn heñvel ouzh Strollad Iwerzhonat Charles Parnell, evit lakaat fin da statud uhel an Iliz anglikan diwar-goust ilizoù protestant Kembre, berzañ gwerzh an alkool ha gounit un tamm emrenerezh evit Kembre. Bez’ e voe unan eus ar re a savas al luskad Cymru Fydd evit se. Ma ne reas ket kalz a verzh e-touez politikourien Kembre, e teuas brud dezhañ e Ti ar C’humunioù, evel ur prezeger helavar hag un den pennek. Sevel a reas a-enep Brezel ar Voeren ha muioc’h a vrud a c’hounezas c’hoazh gant e brezegennoù a-enep Joseph Chamberlain, ministr an Trevadennoù.
E dibenn 1905 e teuas David Lloyd George da gaout ur garg e gouarnamant frankizour Henry Campbell-Bannerman, evel « prezidant ar Gambr kenwerzh » (da lavaret eo sekretour-stad evit ar c’henwerzh). Er post-se e tiskouezas e varregezh. Pa voe anvet Herbert Henry Asquith da gentañ ministr e 1908, e teuas Lloyd George da vezañ ministr an arc’hant. Rankout a reas adaozañ ar gwarez sokial hag adaozañ ar morlu, war un dro. Klask a reas lakaat ar re binvidik da baeañ muioc’h a dailhoù, met Kambr ar Lorded a savas a-enep e ginnigoù. Kement-se a zegasas un tamm bec’h, met addilennet e voe ar Frankizourien e 1910 ha digresket e voe galloud al Lorded e 1911. Dont a reas Lloyd George a-benn da lakaat tremen e « National Insurance Act » er bloavezh-se ha da sevel evel-se diazezoù ar “Stad warezer”, a-raok ar Brezel-bed kentañ, evit gwareziñ an dud dilabour hag ar re glañv.
A-raok ar Brezel-bed Kentañ e oa Lloyd George a-enep ar brezel hag a-du gant ar peoc’h. Goude an deroù anezhañ avat e troas a-du gantañ hag e voe unan eus skorerien vras an arme. Ministr ar Pourvezioù brezel e voe e 1915-1916 en ur gouarnamant ma oa unanet ar Frankizourien hag ar Virourien, hag e Mezheven 1916 e voe anvet da vinistr ar Brezel. Evit istorourien zo ez eo d’ar mare-se ma voe dilezet e vennozhioù dibar gant Lloyd George ha ma pellaas diouzh ar soñj da reiñ emrenerezh da Gembre. E miz Kerzu 1916 e teuas da vezañ Kentañ Ministr, e-lec’h Herbert Henry Asquith. Ur « c’habined brezel » a voe savet gantañ, pemp den ennañ hepken, evit gallout kemer divizoù buan. Evel-se e oa kreizennet ar galloud en-dro dezhañ, evel ne oa ket bet biskoazh. Ul lañs nevez a roas d’ar brezel. Dindan e ren e stagas Breizh-Veur da gas soudarded d’en em gannañ ouzh ar broioù a oa kevredet gant Alamagn, evel an Impalaeriezh Otoman dreist-holl.
Daoust ma voe graet meur a fazi gantañ, ma n’en em glev ket mat gant pennoù an arme, ha ma voe darbet d’an arme alaman mont war-raok da vat e nevez-amzer 1918, e voe soñjet gant kalz tud e oa a-drugarez da Lloyd George e oa bet echuet ar brezel. Goulennet en doa digant ar Stadoù Unanet dont da sikour ar Gevredidi en o stourm ouzh an Impalaeriezhioù kreiz, hag asantet en doa e 1918 ma vefe anvet ar jeneral Foch, ur Gall anezhañ e penn armeoù talbenn ar C’hornôg. Dre ma kave d’an dud en doa “gounezet ar brezel” eta, ez eas ar maout gant e gostezenn e dilennadeg kannaded Kerzu 1918. En dilennadeg-se e voe ar merc’hed o votiñ, evit ar wech kentañ. Lloyd George a chomas e penn ar gouarnamant eta.
Goude ar brezel e kemeras perzh David Lloyd George e kendivizoù Feur-emglev Versailhez, e 1919, en anv Breizh-Veur, a-gevret gant ar C'hentañ Ministr gall, George Clemenceau, ar C'hentañ Ministr italian, Vittorio Orlando ha prezidant Stadoù Unanet Amerika, Woodrow Wilson. Un tamm dizemglev a voe etre Clemenceau hag Orlando, en un tu, ha Lloyd George, en tu all, pa gave da Gentañ Ministr Breizh-Veur e oa arabat distruj armerzh Alamagn en ur c’houlenn digolloù re vras digant an Alamaned.
Da-heul dilennadeg kannaded ar Rouantelezh Unanet e dibenn 1918 e oa savet an darn vrasañ eus an dud dilennet en Iwerzhon a-du gant dizalc'hiezh an enezenn diouzh Breizh-Veur. Tarzhañ a reas ar brezel dieubidigezh du-hont. Goude ur pennad e voe lakaet fin d’ar brezel-se gant David Lloyd George, en hañv 1921, gant asant ar virourien. Gant Lloyd George e voe renet an divizoù a beoc’h hag a zisoc’has war ur stad dieub, en darn vrasañ eus Iwerzhon, e Kerzu 1921.
Rankout a reas Lloyd George kuitaat ar galloud goude enkadenn Çanak e 1922, pa voe darbet d’ar brezel tarzhañ etre Turkia ha Breizh-Veur ha pa gollas skoazell ar virourien. E zilez a roas Lloyd George eus e garg e miz Here 1922 ha kemeret e voe e lec’h gant ar mirour Bonar Law. Dister e voe disoc’hoù ar Frankizourien e dilennadegoù 1924 ha 1929. Daoust ma chomas oberiant Lloyd George evel politiker – e penn ar gostezenn frankizour e oa eus 1926 da 1931 -, ne zeuas ket a-benn da zistreiñ d’ur garg uhel goude-se. Er bloavezhioù 1930 e skrivas War Memoirs ("“eñvorennoù brezel") ha The Truth about Peace Treaties ("ar wirionez diwar-benn an emglevioù peoc'h").
Pedet e voe gant Winston Churchill, e 1940, da gemer perzh er c'habined brezel, met nac'h a reas Lloyd George ar c'hinnig graet dezhañ.
Mervel a reas gant ur c'hrign-bev, d’ar 26 a viz Meurzh 1945. Douaret e voe e Llanystumdwy, war lez an Afon Dwyfor.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- number10.gov.uk (en) (cy)
- A life in the frame: David Lloyd George – skeudennoù e lec’hienn BBC Kembre
- Lloyd George's 150th birthday – 150 vloaz ganedigezh Lloyd George, e lec’hienn ITV
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 A life in the frame: David Lloyd George, BBC Wales, 17 January 2013