David Livingstone
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet, Bro-Skos |
Anv e yezh-vamm an den | David Livingstone |
Anv-bihan | David |
Anv-familh | Livingstone |
Deiziad ganedigezh | 19 Meu 1813 |
Lec'h ganedigezh | Blantyre |
Deiziad ar marv | 1 Mae 1873 |
Lec'h ar marv | Ilala Hill |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | malaria |
Lec'h douaridigezh | abati Westminster |
Breur pe c'hoar | Charles Livingstone |
Pried | Mary Livingstone |
Bugel | Agnes Livingstone Bruce |
Kar | Robert Moffat (explorateur) |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | ergerzhour, physician writer, douaroniour, skrivagner, missionary |
Bet war ar studi e | University of Glasgow, Charing Cross Hospital Medical School, Imperial College School of Medicine, Gilbertfield House School |
Relijion | Congregational churches |
Ezel eus | Royal Geographical Society, London Missionary Society |
Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society, Patron’s Medal, Grande Médaille d'Or des Explorations, Fellow of the Royal Geographical Society |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
David Livingstone (19 a viz Meurzh 1813 - 1añ a viz Mae 1873) a oa un ergerzher ha misioner skosat. Tremen a reas ar braz eus e vuhez oc'h ergerzhet Afrika, evit mad Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, hag o prezeg an aviel da dud ar c'hevandir-se hag o stourm a-enep ar sklaverezh. An Europad kentañ e voe oc'h ergerzhet traoñienn ar stêr Zambezi ha klask a reas e-pad pell kavout eien ar stêr Nil.
Ganet e voe e Blantyre (Baile an t-Saoir e gouezeleg), er su d'ar stêr Clyde, er mervent da gêr Glasc'ho. Mab e oa da Neil Livingstone (1788-1856) hag e wreg Agnes (1782-1865). Da zek vloaz en em lakaas da labourat el labouradeg koton a oa e Blantyre. Daoust da se ez eas d'ar skol ivez. Goude klevet ur misioner o c'hervel an dud da vont da sikour tud Sina, ez eas da skol-veur Anderson, e Glasc'ho, e 1836 , da studiañ doueoniezh. Buan a-walc'h goude e voe degemeret e Kevredigezh Misionoù Londrez (London Missionary Society) ha mont a reas da Londrez da studiañ medisinerezh. Eno e reas anaoudegezh gant ur Skosad, Robert Moffat, a oa misioner e Kuruman, e Suafrika. E 1841 ez eas Livingstone da g-Kuruman ivez, hag alese ez eas war-zu an norzh, adalek 1844, da visioniñ e Bechuanaland. Darbet e voe dezhañ bezañ lazhet gant ul leon eno.
E 1845 e timezas da verc'h Robert Moffatt, Mary. Etre 1852 ha 1856 e voe oc'h ergerzhet an douaroù en norzh da Suafrika. An Europad kentañ e voe o welet lammoù-dour, anvet Mosi-oa-Tunya gant an dud eus ar vro, hag a voe roet dezho an anv lammoù-dour Victoria gant Livingstone, en enor d'ar rouanez Victoria. Eñ ivez e voe an Europad kentañ o treuziñ Afrika, eus Luanda, war ribl ar Mor Atlantel, da g-Quelimane, tost da aod Kanol Mozambik.
Eus 1858 da 1864 e voe, e penn ur strollad tud, oc'h ergerzhet traoñienn ar stêr Zambezi. E 1866 e stagas, eus Zanzibar, gant un ergerzhadenn a oa he fal kavout eien an Nil. An Europad kentañ e voe ivez o welet al Lenn Malawi. Dre ma ne oa, abaoe ur pennadig, keloù ebet anezhañ oc'h erruout betek Zanzibar, e voe kaset Henry Morton Stanley, e 1869, da glask war e lerc'h. Adkavet e voe Livingstone gant Stanley, war ribl al Lenn Tanganyika, d'an 10 a viz Du 1871. Eno e tistagas Stanley ar gerioù brudet-mañ, hervez a gonter : "Dr. Livingstone, I presume?". Daoust ma oa klañv ha gwan e fellas da Livingstone chom en Afrika ha kenderc'hel da glask eien an Nil. Mervel a reas, bloaz hanter diwezhatoc'h, d'ar 1añ a viz Mae 1873, en ur gêriadenn er mervent d'al Lenn Bangweulu, a zo e Zambia hiziv, diwar meur a gleñved, malaria ha flus-gwad moarvat.