Circa
Neuz
Circa ( skrivet « c. » pe « ca » alies, « cca » a-wechoù ) zo ur ger latin hag a dalv kement ha war-dro hag a vez lakaet dirak un deiziad.
Implijet e vez en Istor da ober anv eus ur bloavezh, pe un deiz, ha n'eo ket gwall asur, dreist-holl pa gomzer eus ganedigezh pe marv un den. En abeg da se e lavarer e oa marvet Jezuz ca 33, pa n'eo ket peursur ar bloavezh. Ouzhpenn-se, seul belloc'h diouzhimp emañ an deiziad, seul ledanoc'h e c'hall bezañ ar maread diasur zo kinniget.
E brezhoneg e reer peurvuiañ gant ar ger "war-dro", pe gant ur ger kevatal, en degouezh-se.