Chofar
Neuz
Ur chofar pe shofar ((he) שׁוֹפָר, distaget [ʃoˈfaʁ]) zo ur benveg sonerezh kozh savet diwar gorn ur maout hag implijet er Yuzevegezh evit abegoù relijiel. Seniñ a reer anezhañ da vare Roch ha-Chanah hag evit merkañ dibenn Yom Kippour.