Chandigarh
Neuz
Chandigarh (pandjabeg:ਚੰਡੀਗੜ੍ਹ, hindieg:चण्डीगढ़) zo ur gêr hag un tiriad eus India hag a zo kêr-benn div stad, Haryana ha Panjab. N'emañ nag en eil stad nag eben, ha gouarnet e vez war-eeun gant gouarnamant Unvaniezh India, evel an tiriadoù all eus ar vro.
Talvezout a ra an anv "Chandigarh" kement ha "kreñvlec'h Chandi", diwar anv an doueez hindou Chandi. E 2011 e oa 1 055 450 a dud o vevañ e Chandigarh, war 114 km².
En-dro da Chandigarh emañ stadoù Panjab, en hanternoz, er gornaoueg hag er c'hreisteiz, ha Haryana er reter. Emañ war-hed 260 km diouzh New Delhi, kêr-benn India.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |