iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Carl_Friedrich_Gauss
Carl Friedrich Gauss - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Carl Friedrich Gauss

Eus Wikipedia
Johann Carl Friedrich Gauss.

Johann Carl Friedrich Gauss (Gauß) (ganet d'an 30 a viz Ebrel 1777 - marvet d'an 23 a viz C'hwevrer 1855) a oa ur matematikour, ur steredoniour hag ur fizikour alaman. Degaset en deus kalz d'an tri danvez-se, ken ampart ma oa. Lesanvet e oa "Priñs ar matematik", hiriv an deiz ez eo gwelet c'hoazh 'vel unan eus brasañ matematikourien bet war hor planedenn.

E labourioù skiantel eus ar re wellañ a oa anevezet dija d'e vare. Adalek 1856 e lakaas roue Hannover da engraviñ pezhioù moneiz gant dremm Gauss warno, skrivet war c'horre Mathematicorum Principi (roue ar matematik e latin). Gauss o vezañ embannet ul lodennig hepken eus e zizoloadennoù, ne voe dizoloet e oberenn nemet e 1898 pa voe embannet e gaier prevez.

E vuhez hag e labourioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Gauss e Braunschweig, e dugelezh Braunschweig (en Alamagn hiriv an deiz) en ur familh paour. Mab nemetañ Gerhard Dietrich ha Dorothea Gauss e oa Johann Carl Friedrich. Dizesk a-walc'h e oa e dud.

Donezonet kenañ e oa ar bugel, ha deskiñ a reas lenn ha kontañ drezañ e-unan d'an oad a dri bloaz er skol. Souezhañ a reas buan a-walc'h e gelennerien, un danevellig a zo diwar benn-se: Ur c'helenner a roas d'e skolidi ul labour sammañ evit pleustriñ. Kinnig a reas dezho sammañ an holl niveroù etre 1 ha 100. Nebeudig amzer war-lerc'h e roas Gauss ur respont vat d'e gelenner, sammet en doa en un doare fin ar sifroù kenetrezo: 1+100=101, 2+99=101, 98+3=101... ha se 50 gwech ( ). Gwelet e vez ar formulenn-se hiriv an deiz e klas 1S el lise.

Duk Braunschweig a verzhas e varregezhioù hag a roas ur yalc'had dezhañ e 1792 evitañ da genderc'hel e studioù. Kaset e voe e skolaj Carolina betek 1795. Enno e heulias kentelioù ar studier loened Johann Christian Hellwig (1743-1831). D'ar c'houlz-se e savas "hentenn ar c'harrezadoù dister" hag ur c'hinnig da zasparzh an niveroù kentael, kinnig hag a voe prouet gant Jakez Hadamard e 1896.

Tapout a reas Gauss ur skiant bras kenañ e-kerzh e skoliadur, prouiñ a reas c'hoazh eus e du teoremoù pouezus.

Un araokadenn vras a reas Gauss e 1796 pa roas perzhioù kazi holl poligonoù reizh savabl gant ar reolenn hag ar c'helc'hier hepken (Teorem Gauss-Wantzel), en doare-se e klokaas al labour kroget gant matematikourien gresian an henamzer. Ken lorc'hus e oa Gauss o welet an disoc'h ma c'houlennas e vefe garanet ur poligon reizh 17 kostez dezhañ war e vaen bez.

levr Disquisitiones arithmeticae.

An hini kentañ e voe o prouiñ en un doare splann teorem diazez an algebr. E gwirionez e produas peder frouenn disheñvel a grenn eus an teorem-se a-hed e vuhez, ha sklaeraat a reas kalzig meno an niveroù kompleksel. Degas a reas ivez kalzig a sklerijenn da deorienn an niveroù gant e levr Disquisitiones arithmeticae, embannet e 1801. El levr-se e oa ur pennad fraezh diwar an aritmetik ar c'hoñgruañsoù ha prouenn gentañ diwar lezenn resiprokelelezh karrezadek (kwadratek).

Arc'hantaet e voe gant Dug Braunschweig, hogen, ne blijas ket dezhañ an doare implijet gant an Dug da baeañ anezhañ abalamour d'an distabilded ha ne soñje ket da g/Carl e oa pouezus a-walc'h ar matematik evit talvezout ur sikour ken bras. Neuze e troas war-zu ar steredoniezh, hag e 1807 e voe anvet da gelenner steredoniezh ha da rener arvestva ar stered e Göttingen.

E 1809 e embannas Gauss ur pennlabour diwar fiñv korfoù an egor hag a implije hentenn ar c'harrezadoù dister, un doare d'ober implijet hiriv an deiz en holl skiantoù evit bihanaat pouez ur fazi muzuliañ. Gouest e oa da brouiñ an hentenn dre hipotezenniñ e oa reoliek ar fazioù. Diskrivet e voe an hentenn abretoc'h gant Adrien-Marie Legendre e 1805, padal Gauss a lavaras hen implije abaoe 1795.

Dizoleiñ a reas Gauss ar pezh a oa tu d'ober gant ar geometriezh nann euklidel, met ne embannas morse e labour.

E 1818 e krogas Carl Friedrich Gauss ur studiadenn zouaroniel eus stad Hannover, al labour-se a gasas anezhañ diwezhatoc'h da zispakañ "an dispakadurioù reizh" evit diskrivañ ar fazioù muzuliañ hag a oa talvoudus evit ar geometriezh diferañsiel. E d/theorema egregrium a roas tu da sevel ur perzh pouezus d'a meno a grommenn.

Delwenn Gauss ha Weber e Göttingen.

E 1831, o kenlabourat gant Wilhelm Weber, ez ejont war-raok e magnetegezh. O labour a voe orin lezennoù Kirchhoff e tredan ha kas a reas da grouidigezh an telegraf kentañ. Gauss eo ivez a voe saver div diwar peder kevatalenn Maxwell, un deorienn ledan eus an elektromagnetegezh. Lezenn Gauss diwar ar parkoù tredanek a lavar e krou ur c'harg elektrek ur park tredanek enep. E lezenn diwar ar parkoù magnetek enep a lavar ez eo kevatal o sammad da 0, da lavaret eo n'ez eus unpolegezh ebet e magnetegezh. Al linennoù park a zo serr dre ret neuze.

Daoust ma n'eo morse bet Gauss o kelenn matematik, rak heg ' oa dezhañ kelenn, ez eus deuet un nebeud studierien dezhañ da vezañ matematikourien levezonus, en o zouez Richard Dedekind ha Bernhard Riemann.

Devot kenañ ha mirour e oa Gauss. Skoazellañ a reas ar vonarkiezh hag enebiñ a reas ouzh Napoleon, gwelet evel un dispac'hour. Ral a wech e kenlabouras Gauss gant matematikourien all, gwelet ' veze 'vel un den ne oa ket tomm ouzh an dud.

Mervel a reas Gauss e Göttingen (Rouantelezh Hannover) e 1855. Douaret e voe e bered Albanifriedhof. Etre 1989 betek 2001 e oa e zremm hag ur grommenn war ar bilhedoù 10 mark alaman.

C'hwec'h bugel en doe Gauss, tri gant pep gwreg. Gant Johnanna Osthoff (1780-1809) en doe: Joseph (1806-1873), Wilhelmina (1808-1846) ha Loeiz (1809-1810). E touez e holl vugale, ne oa nemet Wilhelmina a seblante kaout e zonezon, siwazh mervel a reas hi yaouank. Gant Minna Waldeck en doe: Eugene (1811-1896), Wilhelm (1813-1879) ha Therese (1816-1864). Eugene a zivroas e 1832 betek ar SUA, er Missouri, da heul un disemglev gant e dad. Diwezhatoc'h e teuas ivez Wilhelm d'en em staliañ er Missouri, kregiñ reas 'vel labourer douar, da heul e teuas pinvidik o werzhañ botoù. Chom a reas Therese gant he zad betek marv hemañ hag e euredas war-lerc'h.

Gauss a oa peurvader hag ul labourer efedus. Hervez Isaac Asimov, un den a oa deuet da baouez anezhañ en ur skoulmad evit lâret dezhañ e oa e wreg o vervel, respontet en defe "Lar dezhi gortoz betek ma 'm befe echuet".[1] An anekdotenn-se a zo tabutet el levr Gauss, Titan of Science gant G. Waldo Dunnington lec'h m'eo lâret ez eo un istor ijinet. N'eo Gauss morse bet ur skrivagner hag a embanne kalz, o nac'hañ embann ul labour ha ne oa ket peurvat evitañ pe diglok. E gazetenn a ziskouez en doa graet meur a zizoloadenn war ar matematik, bloavezhioù pe degadoù a vloavezhioù a-raok ma vijent embannet gant e geneiled. Istorour ar matematik Eric Temple Bell a lavar ma 'n ije embannet Gauss e labourioù d'ar mare ma zizoloe anezho en dija lakaet da c'hounit 50 vloaz d'ar matematik.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Asimov, I. (1972). Biographical Encyclopedia of Science and Technology; the Lives and Achievements of 1195 Great Scientists from Ancient Times to the Present, Chronologically Arranged.. New York : Doubleday.