Cape Canaveral
Neuz
Cape Canaveral (etre 1963 ha 1973 e oa anvet "Cape Kennedy" e koun eus John F. Kennedy, ar prezidant drouklazhet) a zo ur c'hab war aod reter Florida er Stadoù-Unanet. Brudet eo dre m'emañ eno al lec'h pennañ ma vez bannet dioutañ fuzeennoù ar Stadoù-Unanet, gant Cape Canaveral Air Force Station (CCAFS) ha John F. Kennedy Space Center (KSC).
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus ar spagnoleg Cabo Cañaveral (kab ar c'horz).