Broioù keltiek
|
Ar broioù keltiek, pe Keltia evel ma reer anezho a-wechoù e brezhoneg, eo ar broioù ma komzer yezhoù keltiek.
A-wechoù e reer gant Keltia ivez evit komz eus hollad an douaroù poblet gant ar Gelted en istor, e-pad eil oadvezh an houarn, da lavarout eo Galia, Preden, Hibernia, Norika dreist-holl.
Un naoutur hag un anv krouet en XIXvet kantved eo, hag ul liv romantel zo dezhañ, evel d'ar gerioù Cambria ha Caledonia e saozneg, pe d'ar ger Armorique e galleg evit komz eus Breizh.
Diazezet eo war ar meno ez a ar broioù a orin keltiek, pe ma vez komzet yezhoù keltiek, d'ober ur gumuniezh, dezhi un hêrezh heñvel, un hêrezh hag a c'hall bezañ sevenadurel pe istorel, pe tennañ d'ar yezhoù keltiek.
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar ger Keltia e teu ar ger keltieg. Tud zo a ra gant kelteg, savet diwar ar ger kelt.
Ar c'hwec'h bro geltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Anv keltiek | Yezh | Pobl | Niver a dud | Niver a yezherien |
Bro-Skos | Alba | Gouezeleg Skos (Gàidhlig) | Skosed | 5m | 92 400 (1,8%) |
Iwerzhon | Éire | Iwerzhoneg (Gaeilge) | Iwerzhoniz | 6m | 355 000- 1,8 milion (5,9%) |
Enez-Vanav | Ellan Vannin | Manaveg (Yn Ghaelg) | Manaviz | 70 000 | < 1 700 (< 2,4%) |
Kembre | Cymru | Kembraeg (Cymraeg) | Kembreiz | 3m | > 750 000 (> 25%) |
Kernev-Veur | Kernow | Kerneveureg (Kernewek) | Kerneveuriz | 500,000 | 3 500 (0,7%) |
Breizh | Breizh | Brezhoneg | Bretoned | 4m | 206 000 (4,7%) |
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Toute l'histoire des pays celtiques, Skol Vreizh.