iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Bloemfontein
Bloemfontein - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Bloemfontein

Eus Wikipedia

Bloemfontein (sothoeg: Mangaung, "lec'h ar c'hizhier-ki"), kêr-benn Stad dieub Oranje ha kêr-benn Suafrika evit ar justis abaoe 1910.

E anv a dalv "feunteun ar bleuñv" e nederlandeg hag en afrikaneg.

Douaroniezh ha poblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gêr zo lec'hiet e 1 400 m uhelder. 370 000 annezad zo enni, 650 000 gant an tolpad.

Ur gêr istorel afrikaner eo Bloemfontein. Diazezet e voe e 1846 gant ur major breizhveurat. Kêr-benn ar republik voer Stad dieub Oranje e voe eus 1854 da 1902.

E-pad Brezel ar Boers ha dalc'hidigezh gant ar bagadoù breizhveurat e sav ar re-mañ unan eus ar vrasañ kampoù-bac'h e-lec'h m'eo serret miliadoù a vaouez ha bugel boer. Ar c'hentañ kamp gweladennet gant Emily Hobhouse an hini e voe e 1900. Deskivañ a reas an drastoù delazhet gant ar siviled dre ar wallvagañ hag an treitourajoù.