iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Benveg
Benveg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Benveg

Eus Wikipedia
ostilh
seurt objed, first-order class
Iskevrennad eusequipment, artificial physical object, tool Kemmañ
Dezverket dreinstrumentality, usability, type of tool, simplicity Kemmañ
Implijet gantagent, den Kemmañ
Ur morzhol kalvez, evit sankañ ha tennañ un tach.

Ur benveg (liester benvegoù pe binvioù) zo un dra implijet gant un den pe ul loen evit embreger un obererezh treloc'hel peurliesañ, gwrezel a-wechoù, war un dra pe ur boud bev. Efedusaat an obererezh eo ar pal.

Ar binvioù kentañ a veze graet gant maen, askorn ha koad hag implijet e vezent evit ober boued, armoù, chaseal, labourat danvez evit ober dilhad ha traoù spletus all. Ijinet e voe seurtoù binvioù all evit ar vetalouriezh hag ar gounezerezh, ha n'en deus ket paouezet mab-Den da grouiñ binvioù nevez ha kempleshoc'h betek hiziv.

Arc'hwelioù ar binvioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servijout a ra ar binvioù d'ober kalz traoù, en o zouez :

  • troc'hañ
  • fiñval un dra
  • embreger un obererezh kimiek, da skouer lakaat tan, enaouiñ...
  • muzuliañ
  • bleinañ
  • benañ
  • sankañ, soudañ
  • pleustriñ war stlennoù ha roadennoù, da skouer gant un urzhiataer, un endro diorren, un daolenner...