iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Alfonso_VI_León
Alfonso VI León - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Alfonso VI León

Eus Wikipedia
Ur pennad Alfonso VI zo ivez.
Alfonso VI, roue León, en iliz-veur Santiago de Compostela.

Alfonso VI León (1047- Toledo, 1109), lesanvet el Bravo (an hini gouez), a renas e León war-lerc'h e vreur, Sancho II Kastilha ha León (1037-1072), hag e Galiza ha Kastilha.

Kemer a reas kêr Toledo, en 1085. Faezhet e voe en emgannoù Uclés, ma varvas e bennhêr, an infant Sancho Alfónsez, ha Sagrajas .

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech e timezas.

  • En 1069 da Inés Akitania, merc'h d'an dug Guido Guillermo VIII Akitania ha d'e bried Matilde de la Marche. Inés avat ne oa nemet dek vloaz, ha ret e voe gortoz ken na voe en oad da eurediñ, da bevarzek vloaz eta, a-raok an eured e 1073 pe deroù 1074. Mervel a reas e Mezheven 1078, da 19 vloaz.
Urraca Iañ León, a renas war-lerc'h he zad Alfonso VI el Bravo.

War he lerc'h e renas he mab (ha mab da Raimundo de Borgoña), Alfonso VII León el Emperador.

  • E miz Du 1093 ec'h addimezas adarre da Berta, ha n'ouzer ket piv e oa he zud, hag a varvas divugel e dibenn 1099.

N'ouzer ket mat pe e timezas gant Zaida pe ne reas ket. Hervez ar c'hronik De rebus Hispaniae, savet gant Rodrigo Jiménez de Rada, arc'heskob Toledo, eo meneget evel pried da Alfonso VI. Hervez ar c'h- Crónica najerense hag ar Chronicon mundi avat e oa serc'h ha n'eo ket pried da Alfonso VI. N'ouzer ket ivez ha krog e oa Alfonso ha Zaida d'en em zaremprediñ a-raok pe goude marv ar rouanez Constanza. Hervez Gonzalo Martínez Díez, e voent euredet goude ar bloaz 1100, divastardet o mab, a deuas neuze da vezañ priñs pennhêr ar rouantelezh kristen León. Tri bugel o doe:

Eus e zarempred gant Jimena Muñoz en doe div verc'h:

Addimeziñ a reas c'hoazh, en 1108, da Beatriz de Este, merc'h d'an dug d'Este. Hogen mervel a reas ar roue dindan bloaz. Neuze e tistroas ar rouanez d'he bro hag addimeziñ a reas eno. Beziet e voe en iliz-veur Pavia.