Afonso V
Neuz
Afonso V (1432-1481) a oa Roue Portugal (1438 - 1481). Lesanvet e voe o Africano ("an Afrikan"), abalamour ma'eas da aloubiñ douaroù e hanternoz Afrika.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Duarte Iañ Portugal ha da Leonor Aragon. Ne oa nemet c'hwec'h vloaz pa varvas e dad, e 1438, ha re yaouank e oa neuze da vezañ anvet da roue. E vamm Leonor a yeas da rejantez. E miz Kerzu 1439 avat e voe tennet ar garg diganti ha roet da Dom Pedro, eontr Afonso.
E 1432, d'e bevarzek vloaz, e voe anvet Afonso da roue, ha mirout a reas Pedro da guzulier.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas gant e geniterv Isabel, merc'h Pedro, ha tri bugel o devoe :
- João, priñs Portugal (1451), marvet buan goude e c'hanedigezh,
- Joana, Priñsez Portugal (1452-1490)
- João II (1455-1495), roue Portugal war-lerc'h e dad.
Addimeziñ a reas e 1475 gant Juana de Trastámara, priñsez Kastilha (1462-1530).