iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/Abrincatui
Abrincatui - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Abrincatui

Eus Wikipedia
An Abrincatui (Abrincates e galleg) hag o amezeien en Arvorig
An Abrincatui e-touez Kenvredad Arvorig. Merket mat eo harzoù Bro-C'hall a hiziv war ar gartenn. Koulskoude e oa pobloù kelt all dreist d'an harzoù-se.
Kartenn eus pobloù kelt Galia, gwelet gant ur sell all.

An Abrincatui (anvet ivez Abrincatuens) a oa ur bobl c’halian en Arvorig gwechall. Meneget int e skridoù Plinius an Henañ. En aod Bae Menez Mikael, etre an Unelli en norzh hag ar Riedoned er su, e oant staliet.

Caius Julius Caesar ne ra ket anv anezho en e skridoù. Ne oant ket ur bobl c'halloudus, war a seblant.

Lodek e oant e Kengevredad Arvorig.

Ingena e oa an anv kozh o c'hêr bennañ[1], da vare donedigezh ar Romaned.
Legedia[2] ha Legedia Abrincatum e oa hec’h anv diwezhatoc’h, a-raok dont da vezañ Civitas Abrincatum[3]. Abrincatae e oa hec'h anv en Notitia Dignitatum, deuet da vout Avranches hiriv.

Klotañ a rafe o bro gant an tolead a vez graet Avranchin anezhañ.

  1. Klaudios Ptolemaios, II 8, 8
  2. Taolenn Peutinger, 27
  3. Avranchin monumental et historique, Édouard Le Héricher, 1845