iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: https://br.wikipedia.org/wiki/A7V
A7V - Wikipedia Mont d’an endalc’had

A7V

Eus Wikipedia
A7V
doare karbed stourm
Iskevrennad eustank Kemmañ
Deiziad krouiñ1916 Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Bro orinImpalaeriezh alaman Kemmañ
OberataerImperial German Army Kemmañ
Treset gantJoseph Vollmer Kemmañ
Lakaet er servij21 Meu 1918 Kemmañ

Ar Sturmpanzerwagen A7V a oa un tank ponner krouet hag implijet gant Impalaeriezh Alamagn e 1918 e fin ar C'hentañ Brezel-bed. Kant diaz eus an tank-se a oa bet urzhiet e penn kentañ ar bloavezh 1917, dek da vezañ peurechuet evel karbed stourm gant an hobregon, hag ar re all da vezañ implijet evel karbedoù dezougen Überlandwagen. An niver da vezañ karbedoù stourm a oa bet uhelaet da ugent nebeut amzer war-lec'h. Kroget e oa da implij anezho er stourm e miz Meurzh hag Here 1918. An tankoù nemeto e oant bet o vezañ savet gant Alamagn e-kerzh ar Brezel-bed kentañ hag implijet en emgann, bez e oant bet ivez ar c'hentañ tankoù alaman implijus. Savet e oant bet evel respont d'an tankoù saoz. An A7V zo gwelet evel un tank savet gwelloc'h eget ar re saoz, met re nebeut anezho a oa bet savet a-benn ar fin rak ker ha diaes e oant da broduiñ.

  • A7V-U: (umlaufende Ketten = "biskoulennoù o redek tro-dro"). Ur steuñv a vije bet da gaout un tank a c'hellje ruilhañ war an holl dachennoù evel ar re saoz. An A7V-U a chome gant an diaz Holt met gant ur stumm dodekaedr rombek evit ar c'houc'h ha gant biskoulennoù a rae an dro. Ar peurrest a oa damheñvel, met brasoc'h
An A7V-U
  • A7V Flakpanzer: Da vezañ savet gant ur c'heflusker dres dindan ar sturier. Ar wech kentañ eo en istor ma oa bet soñjet en un tank enep kirri-nij.

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]