Óscar Pereiro
Óscar Pereiro zo ur marc'hhouarner a vicher eus Galiza, ganet e Mos, e proviñs Pontevedra, d'an 3 a viz Eost 1977, ha gounezet gantañ Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 2006 (ar 6vet Spagnol trec'h er redadeg).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marc'h-houarner a vicher eo bet e 2000 e Bro-Bortugal gant ar skipailh Porta da Ravessa. E 2002 en deus sinet gant ar skipailh suisad Phonak. Kroget en deus e Dro Frañs gentañ e 2005: ar maout a oa gantañ e-pad un tennad menezek e Pau. Erruet en deus ar redadenn-se en dekvet plas. Ar reder stourmusañ a oa dibabet ivez.
Ar roched melen en deus gwisket ar bloavezh kentañ e Montelimar goude un tiflipadenn vras. Pemp deiz en deus dalc'hed anezhañ: kollet en deus ar roched en Alpe-d'Huez da gentañ ha goude un tennad padventet erfin. Ar maout a oa gant Floyd Landis e Paris. Diverrekaet eo bet an Amerikan e miz Eost peogwir en deus truchet gant testosterone: degemennet e oa e miz Genver 2007 Óscar Pereiro a oa an trec'h Tro Bro-C'hall 2006.
En dekvet plas en deus erruet Tro Bro-C'hall 2007 pa oa skipailhad gant Valverde. Dichañsus eo bet ar Galizad a-c'houdevezh. N'en deus ket gwelet Pariz e 2008 ha 2009. Redek a raio Pereiro gant ar strollad Astana hag Alberto Contador e 2010.