iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wiktionary.org/wiki/biz
biz - Wikeriadur Mont d’an endalc’had

biz

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(Anv-kadarn 1) Amprestet digant ar galleg : bise[1], eus ar frankeg °bisa pe ar germaneg °bisjo, « avel-viz »
(Anv-kadarn 2) Bis er C'hatolikon[2]. Kar d'ar gerioù bys e kerneveureg, bis, bys, bes e kembraeg, da geñveriañ gant ar ger heniwerzhonek biss (« ibil ») : setu e vefe deuet eus ur ger keltiek *bissi-, hep kevatal ebet e lec'h all[3].

Anv-kadarn 1

biz /ˈbiːs/ gourel

  1. (Douaroniezh/Geografiezh) Unan eus an eizh roud-avel pennañ, etre ar reter hag an norzh (45°).
    • Pa veze an avel er reter, pe er biz, e veze klevet mat treñ bras Kastell eus a zu-mañ. — (Visant Seite, Ar Marh Reiz. E bro-leon gwechall, Emgleo Breiz, Ar skol dre lizer, 1985, p. 67.)

Deveradoù

Troidigezhioù

Anv-kadarn 2

Bizied un eurier.

biz /ˈbiːs/ gourel (liester : bizied)

  1. (Korfadurezh) Pep hini eus izili koublet an dorn pe an troad (bizied-troad).
  2. Gwalenn vetal a dalvez da ziskouez ur muzul, evel an eur en un horolaj.
    • Bizied an horolaj.

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Ezel koublet an dorn
Biz-troad
Gwalenn vetal

Daveoù

Roll an daveoù :