iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Xvet_kantved
Xvet kantved - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Xvet kantved

Eus Wikipedia
901 902 903 904 905 906 907 908 909 910
911 912 913 914 915 916 917 918 919 920
921 922 923 924 925 926 927 928 929 930
931 932 933 934 935 936 937 938 939 940
941 942 943 944 945 946 947 948 949 950
951 952 953 954 955 956 957 958 959 960
961 962 963 964 965 966 967 968 969 970
971 972 973 974 975 976 977 978 979 980
981 982 983 984 985 986 987 988 989 990
991 992 993 994 995 996 997 998 999 1000

D'ar 1 Genver 901 e krog an Xvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1000.

Savet eo bet an delwenn-mañ a eztaol un doueez yogini e Kaveripakkam e Stad Tamil Nadu, India, en Xvet kantved.

Kornôg Afrika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Krouet Ife, kêr-benn relijiel ar Yoroubaed hag an Edoed, gant ar penn Odoudoua, alafin Oyo, tad d'ar seizh roue a vo rannet bro ar Yoroubaed etrezo goude e varv. Kurunennet eo ar roue (an alafin) zo o chom e Oyo, ar gêr-benn bolitikel, gant ar penn relijiel (Oni) zo staliet e Ife.
    • Poulzet gant enbroidi deuet eus an norzh eo krouet ar rouantelezhioù Yorouba, moarvat e bro Nok, kerkent hag er VIvet kantved (Benin hag e mervent Nigeria a-vremañ).
    • Kontrollet eo korvoerezh pinvidigezhioù ar goadeg gant ur renkad dibabidi deuet war wel e kreizennoù Ife hag Igbo-Ukwu adal an VIIIvet kantved. Kenwerzhañ a reont gant hanterourien afrikan eus ar Sahel hag eus ar savanennoù. Mont a ra ar goulenn evit produioù kaer ha prizius war-gresk. Dre-se ez a an artizaned war arbennikaat ha diorroet e vez teknikoù nevez. Deuet eus an hanternoz gant kouevr ar Sahara, e vez implijet an doare moullañ gant koar kollet evit an arem hag ar c'houevr.

Reter Afrika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevred Aziat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reter-nesañ & bed arab

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Embannet dastumadeg ofisiel diwezhañ ha nemeti testennoù ar C'horan gant ar C'halifa abbasid. Diazezet eo bet an destenn ofisiel gant Ibn Mujahid, anezhañ un arbennigour war lennadennoù ar C'horan.
  • Sevel a ra tierniezh ar Fatimided e reter Aljeria.

Europa ar C'hornôg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Deroù marevezh klouar ar Grennamzer
  • En em staliañ a ra bagadoù Vikinged e norzh Bro-C'hall - Dont a ra an Norsed da vezañ Normaned
  • 938 : Trec'h eo Alan Varvek war an Normaned en emgann Trañs, dieubet eo Breizh.
  • En em ledañ a ra levezon Sveden betek ar Mor Du.
  • Savet Cluny, kentañ urzh relijiel manac'hel kevreet
  • Argadegoù marc'heien Vagyar (Hungariz) dre kornôg Europa (47 argadeg en Alamagn, Italia ha Frañs, 899 - 970)
  • Kreñv eo bezañs Buzantiz e kreisteiz Italia. Dre-se e chom bras o levezon war Roma ha war ar babelezh e-pad hanterenn gentañ ar c'hantved. Darempredoù strizh zo gant ar Babelezh hag ar vrientinion gant Impalaerien ar Reter. E-keit-se en em stumm en-dro aotrouniezhioù kozh Kapoua ha Benevento dindan beli tierniezh Kapoua. Kudennek e teu da vezañ evit hollveli Buzantiz er c'horn-bro.
  • Deroù un emdroadur armerzhel en Italia. Daougementiñ a ra ar boblañs etre an Xvet hag ar XIVvet kantved. Kresk zo war poblañs ar c'hêrioù, kreñvaet c'hoazh gant an divaeziañ. War ar maez e tegas d'e heul ar c'hresk war an niver a dud muioc'h a zifraost ha strujadur an takadoù arvorel beuzadus (dourañ ha kanoliañ traoñienn ar , digoadañ ha savidigezh savennoù er broioù tosennek. Sevel a ra priz an douar (daougementet eo e trowardroioù Milan war dreuzoù an XIvet kantved), evel hini an danvezioù gounezet. Gras da gresk ar boblañs e c'hall ar c'hêrioù tapout ur pouez politikel brasoc'h. War ziorren ez a ar c'henwerzh, ken a-dost (greun, gwin, artizanerezh) hag a-bell (produioù fin) ha, war un dro, ar reizhiadoù bank hag an teknikoù kred (kevalaouriezh kenwerzhel).
  • Adasavidigezh kenwerzh Italia. Gant un teul eus deroù ar c'hantved, an Honorantiae civitatis Papiae, e tesker emañ marc'hadourien hag arc'hantourien Pavia e darempred gant o c'heneiled en tu all d'an Alpoù hag ivez gant ar Saozon. Skoulmet ez eus bet darempredoù a-bell gant ar c'heodedoù porzh evel Almafi, Salerno pe Gaeta. Lakaat a ra ar c'henwerzh gant Frañs buhez e kêrioù Piacenza ha Lucca. Mestr eo Venezia, Genova ha Pisa war ar c'henwerzh gant ar Vuzantion hag ar Sav-heol.
  • Emdroadur war-du ar feodadelezh etre al Liger hag ar Roen. Dont a ra an douar, roet e kerz a-hed ar vuhez, da vezañ sichenn kement reizhiad daremprediñ zo. Bez' eo ar gladdalc'h, mesket ennañ hiviziken an enorioù hag ar gounidoù, abeg al le a douer drezi bezañ gwaz ur gwaz all (un aotrou). Mare ar wazoniezh eo. Klask a ra pep hini perc'hennañ ar muiañ a c'hladdalc'hoù ma c'hall en ur douiñ al le da veur a aotrou. Dre-holl e reer gant al lieswazoniezh ha luziet-tre e teu an darempredoù etre an aotrounez da vezañ. Dont a ra gwir an hêrelezh da vezañ al lezenn, diberc'hennañ a ra an aotrounez evit mad al lignez. Urzhazoù a sav : en traoñ gwizien vihan, tost d'ar gouerien, a-boan gouest d'en em aveiñ ha da gaout ur marc'h ; goude gwizien ar c'hont, perc'henned etre galvet d'e lez justis pe d'ar brezel; erfin emañ ar Gonted, pe Markizien kozh emanvet priñs, miret ganto gwirioù roueel hag a glask kadarnaat o aotrouniezh. E Breizh emañ ar Roue e penn ar vro.
  • Daou rabin a gelenn e Mainz en IXvet-Xvet kantved, Rabi Moezan an Henañ ha Rabi Abun ar Braz. Savet ez eus bet gant mab ar c'hentañ, Rabi Kalonymus un dousennad testennoù burutellat diwar-benn al Lezenn. Kredet e vez ez int ar skridoù rabinek koshañ bet savet en Europa (deroù an Xvet).

Reter Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]