Gwenn (sportoù)
Neuz
(Adkaset eus Sibl (sportoù))
Ur gwenn pe sibl a zo un dra hag a glasker tizhout pa denner gant biroùigoù, gant ur wareg pe gant armoù-tan. Bras pe vrasoc'h a c'hell bezañ hervez ar bellder etre an tenner hag ar gwenn. Sifroù da gontañ ar poentoù a c'hall bezañ skrivet warnañ.
Biroùigoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwaregata
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sportoù-tennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar braz eus ar sibloù paper implijet er sportoù tennañ zo du o c'hreiz, ha gwenn an takad tro-dro. Sibloù liv a gaver e amprouennoù 'zo eus ar benchrest evel an 22 Hunter. Sibloù metal a vez implijet ivez evit amprouennoù zo. E-touez ar gwennoù paper, anavezet pe get, gant an ISSF e kaver sibloù[1] :
- ISSF C300 (100 x 100 cm) evit an amprouennoù karabinenn 300 metr ;
- C200 (80 x 80 cm) evit ar garabinenn 200 metr ;
- C100 (30 x 30 cm) evit ar garabinenn 100 metr ;
- ISSF 11 x 11 cm evit an amprouennoù karabinenn 50 metr ;
- ISSF C50 (50 x 50 cm), evit an amprouennoù pistolenn 25 metr ha 50 metr, implijet evit pleustriñ da 50 metr gant ar c'harabinennoù ivez ;
- C17 (15,5 x 15,5 cm) evit ar bistolenn 10 metr dre aer gwasket ;
- ISSF C10 (4,5 x 4,5 cm), evit an amprouennoù karabinenn 10 metr dre aer wasket ;
- gwennoù ispisial evit an amprouennoù benchrest, meur a sibl bihan gante war ar memes kartoñs ;
- sibloù fiñv paper, tresadennoù loened warne.
Sibloù all a implijer ha pa ne vefent ket anavezet gant an ISSF : reoù ruz ha gwenn, pe reoù a ziskoach ul liv melen er poent ma vezont skoet.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez Règles techniques ISSF da bellgargañ war lec'hienn an FFTir