Magnus Clemens Maximus
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv ganedigezh | Flavius Magnus Maximus |
Praenomen | talvoud dianav |
Nomen | talvoud dianav |
Cognomen | Magnus, Maximus |
Deiziad ganedigezh | 335 |
Lec'h ganedigezh | Hispania |
Deiziad ar marv | 27 Eos 388, 28 Eos 388 |
Lec'h ar marv | Aquileia |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Pried | Elen Luyddog |
Familh | Tierniezh Teodosius |
Gens | talvoud dianav |
Micher | politiker |
Karg | impalaer roman, senedour roman, konsul |
Present in work | Historia Regum Britanniae |
Prantad | Low Roman Empire, late antiquity |
Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximus, pe Maximianus, pe Macsen Wledig e kembraeg, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman en Enez Vreizh hag a voe anvet da impalaer.
Lakaet e oa bet da impalaer en Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù, eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius Iañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.
Kaset e oa bet da Vreizh-Veur gant an arme roman, er bloavezh 367-368, dindan ar c'hont Flavius Theodosius (anvet ivez Teodosius an Henañ gant an istorourien), war urzh an impalaer Valentinian Iañ, a oa staliet en Amiens d'ar c'houlz-se.
En Enez Vreizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), a zo Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas d'ur Vrezhonez anvet Elena, e Seguntium (Caernarfon), hag a vije bet merc'h d'ur penn brezhon anvet Octavius.
Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en doa bet gant Elena, hag anvet e voe da aogustus (titl), pe kenimpalaer, gant e dad, e 387, hag eñ bugel c'hoazh.
Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh er roue brezhon Caradocus.
E Galia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Dilestrañ e reas er genoù ar Somme (Saint-Valery = Leuconos; Abbeville = Talentia). Trec'h e oa da gentañ war Himbaldus, ur Frank kevredet. Trec'h e oa goude war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, hemañ tapet ha lazhet gant Andragatius, magister equitum / penn dragon Maksim e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.
Mestr e oa Maximus war Galia, ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius Iañ d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia. En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.
Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.
Tri impalaer a oa neuze:
- Maximus en Augusta Treverorum (Trier),
- Valentinian II, gant e vamm Justina, e Milano,
- Teodosius Iañ e Constantinopolis.
Aet e oa Maximus da vrezeliañ ouzh Valentinian II, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a z'eas da repuiñ da-gichen Teodosius Iañ, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.
Daou enebour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian da stourmañ a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.
Trec'het e voe Maximus en emgann ar Sava, a-hed ar stêr Sava, adstêr d'an Danav, nepell diouzh Emona[1]. Andragathius, magister equitum Maximus, an hini en devoa lazhet Gratianus, a voe trec'het e-kichen Siscia [2], hag e vreur Marcellinus e Poetovio [3].
Tec'hel a reas Maximus da-vetek Aquilea, goulenn a reas truez, met dibennet e voe d'an 28 a viz Eost 388, gant kalz eus e soudarded all. Teodosius a lakaas diskouez penn Maximus e meur a rannvro, hag e Kartada. Andragathius, magister equitum (Penn-dragon) Maximus, a gavas gwelloc'h en em lazhañ. E wreg hag e ziv verc'h (daveoù !) a voe lezet e buhez.
E vab Victor, oadet war dro 7 bloaz, a voe trec'het ha lazhet nebeut amzer goude en Augusta Treverorum gant magister peditum Valentinian, Arbogast e fin ar bloavezh-hont.
E-touez e ziskennidi e oa Olybrius, impalaer e 472, meur a gonsul hag a eskob evel Saint Magnus Felix Ennodius, eskob Pavia (514-21).(daveoù !)
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet diwar vojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vrezhoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.
Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Huñvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon hiziv).
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman hag hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.
Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O tont diouzh petore porzh eus Breizh-Veur e oa arme Maksim ? N'ez eus anv bet dioutañ.
Etrezek pelec'h ?
- "... genou ar Rhin", hervez Zosismus, o skrivañ 25-30 bloaz war lec'h Maksim;
- "... da gentañ etrezek rouantelezh an Armorici, anavezet bremañ Breizh(Vihan)", hervez Jafrez Menoe, o skrivañ war dro 750 bloaz war lec'h Maksim;
Darn vrasañ eus an istorourien, en o zouez Léon Fleuriot (p. 119), a zo a-du gant Zosismus, met hep gouzout pelec'h en em gav Portus Calvosus, ha perak Maksim a vije diskennet eus genou ar Rhin da Baris a-raok mont da Augusta Treverorum (Trier).
En tu all, istorourien vrezhon an XIXvet kantved a zo aet war-eeun a-du gant Jafrez Menoe, o welout un dilestradeg war-dro Plougernev, pe c'hoazh war-dro Konk-Leon, o soñjal et Tolente, Portus Salliocanus, hag o soñjal ivez e vije bet Maksim barrek da aloubiñ Roazhon war an taol, an anv kêr Redoni, Redonum, kavet e testenn Jafrez. Evel-se, evito, Breizh a-vremañ a zo ar memes hini bet krouet gant Maksim e 383.
Goude se, istorourien vrezhon fin an XXvet kantved, o welout ne c'hallent displegañ seurt ebet war an afer-se, n'hag war anvioù lec'hioù, n'hag war anvioù tud, evel hini Himbaldus, roue ar Vranked o herzel d'an dilestradeg, o deus sellet ne oa ket holl se nemet ur vojenn.
Ur respont a zo koulskoude. Houmañ e vez kavet drek anv keltiek Mor-Breizh : Mori-Ikt-ios, hag er pezh en eus lavaret Strabo diwar genou ar Rhin :
IV.3.3 : "An daou stêr se (Rhin, Saena) a red eus ar c'hreisteiz war zu an hanternoz. Dirak o genouioù en em gav Breizh, hag a zo tost awalc'h diouzh hini ar Rhin evit ma vez gallet gwelout Cantium, beg reter an enezenn, mes un tamm pelloc'h eus hini ar Saena. An doue Kezar en devoa e chanter listri enno pa-z e dremenas e Breizh."
IV.5.1 : "... pa'z eer diouzh bro ar Rhin (evit mont da Vreizh), ne gemeer ket ar mor rik er genou ar stêr, mes er bro ar Vorini, amezeien ar Venapii, e Itium, ar porzh e lec'h Kezar en devoa bodet e listri raok mont da dagañ an enezenn. Savet an eor en noz, e zigouezas war aod an tu all an deiz war lec'h d'ar beure, d'ar pedervet eur goude un dreuzadenn a 320 stad."
Itium, Portus Itius, a zo anavezet gant an istorourien kement ha Gesoriacum / Bononia = Boulogne-sur-Mer, hag en em gav ivez, neuze, war aod Mori-Ikt-ios.
An anvioù bet klasket e Breizh, pe kaset d'ar vojenn, en em gav kazimant tout er genoù ar Samara / Somme :
- Saint-Valery-sur-Somme, raok Leuconaus, Lieuconos, klasket e Porzh Liogan, e Konk Leon,
- Tolente : pont de la Talance, en Abbeville, klasket e Plougernev,
- Portus Calvosus : Caubert, en Abbeville, kavet neblec'h,
- Himbaldus : kavet e Château Hubault, hag un palez bras gallo-roman (arkeologouriezh), e Le Vieux-Rouen-sur-Bresle,
- R°t°n- (Redonum, Redoni) : Le Vieux-Rouen-sur-Bresle, war un hent roman eus Le Tréport ha Saint-Valery-sur-Somme da Baris.
E Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breuddwyd Macsen Wledig, e timezas Macsen da Elen Luyddog, merc'h da Eudaf eus tolead Segontium, caer roman e-kichen Caernarfon, ha kred zo e oa gwir ar vojenn.
Mibion da Vacsen hag Elen e vije bet Sant Peblig hag Owain fab Macsen Wledig.
Anv zo eu Macsen gant Dafydd Iwan en e ganaouenn 'Yma o Hyd'.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pacatus : Meulbrezegenn an impalaer Theodosius Iañ.
- Sulpitius Severus : Kenbrezeg war sant Marzhin.
-e galleg:
- Pitre-Chevalier : La Bretagne ancienne et moderne. Coquebert. Paris. 1844. Adembannet gant Les Editions du Choletais. 1989.
- Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain. Penguin Books. 1966
- Gwenaël Leduc et Claude Sterckx : Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc (fin XIVè siècle), éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003 - BN 8899. Imprimerie Simon. Rennes. 1972
- Léon Fleuriot : Les origines de la Bretagne. L'émigration. Payot. 1982
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 26 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Edition Errance. 1994
- François Paschoud : Zosime. Histoire nouvelle. Tome II. 2è partie (Livre IV). Les Belles Lettres. Paris 1979. E gresianeg hag e galleg.
- François Lasserre : Strabon. Géographie. Tome II (Livres III et IV). Les Belles Lettres. Paris. 1966. E gresianeg hag e galleg.
-e kembraeg:
- Gwynfor Evans, Macsen Wledig a Geni'r Genedl Gymreig (Abertawe, d.d.= 1983)