iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Krign-bev
Krign-bev - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Krign-bev

Eus Wikipedia
krign-bev
class of disease
Iskevrennad eusdisease of cellular proliferation, neoplasm, tumor, kleñved Kemmañ
Anv er yezh a orinκαρκῐ́νος Kemmañ
Anvet diwarcrab, Kresteneg Kemmañ
Age of onsetany age Kemmañ
Abeg pennañcauses of cancer, infectious causes of cancer Kemmañ
Efedcancer pain Kemmañ
Studiet gantonkologiezh, cancer biology Kemmañ
Dibarder mezegelonkologiezh Kemmañ
Dezverket dremalignancy Kemmañ
Risk factorbutuniñ Kemmañ
Handled, mitigated, or managed bycancer prevention, early detection of cancer, treatment of cancer Kemmañ
ICD-9-CM199 Kemmañ
ICPC 2 IDA79 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC9305 Kemmañ
Enebet ouzhbenign neoplasm Kemmañ
Skeventenn taget gant ar c'hankr

Dre viroù melen emañ diskouezet ar yoc'henn yud, ur steredenn velen en he c'hreiz.
1 : skeventenn dehou
2 : livenn-gein
3 : skeventenn gleiz
4 : kostezennoù
5 : aortenn
6 : felc'h
7 : lounezh kleiz
8 : lounezh dehou
9 : avu

Ar c'hrign-bev, anvet ivez kankr, zo ur c'hleñved hirbad hag a zeu diwar paotadur direizh ar c'helloùigoù en ur gwiad yac'h eus ar c'horf[1]. Ar c'helloùigoù-se zo klonet diwar ur gellig bet kemmet he dezverkoù.

Seul vuanoc'h e kaver ar c'hrign-bev, seul niverusoc'h ez eo ar chañsoù da zreistbevañ. Ar butun a zo kaoz eus 22% eus ar marvioù gant ar c'hrign-bev. Un 10% all a zo awenet gant an teuc'hegezh, ar bouetañ fall, ar vank a sport hag un evañ alkol re uhel.

Un darn eus ar c'hrignoù-bev a c'hell bezañ talet outo dre chom hep butuniñ, ober sport, chom hep evañ re alkol, debriñ legumaj, debriñ frouezh,chom hep debriñ re boued savet gant ar greanterezh ha kig-ruz, chom nebeut amzer dindan an heol pa vez kreñv. E 2015, e-tro 90,5 milion a dud a oa klañv gant ur c'hrign-bev[2]. E-tro 14,1 milion a dud a vez kavet dezho ur c'hreign-bev bep bloaz (hep krign-bev ar groc'hen er-maez eus ar melanom). E-tro 8,8 million a dud a varv bep bloaz gant ur c'hrign-bev (15.7% eus hollad ar marvioù).

Ur renkadur a zo d'ar c'hrignoù-bev hervez peseurt organ a zo taget :

Ar c'hrign-bev a zo bet atav eus outañ en istor Mab-Den. An deskrivadur anatañ eus ar c'hrign-bev a oa bet e-tro 1600 a-raok Jezuz-Krist e Papiruz Edwin Smith. En destenn-se e oa kaoz eus krign-bev ar vronn. Hippokrates (e-tro -460,-370 ) a glask diskrivañ doareoù disheñvel ar c'hrign-bev, evit ober eus outo e implij ar ger gresianek καρκίνος karkinos (krank pe grilh-dour). An anv-se a zo deuet dre tres un dorzhell solud ha drouk, gant "ar gwaziennoù astennet a-bep tu evel al loen ar c'hrank, dre ma z'eo an tostañ, en deus roet an anv-se".

Er XVvet, XVIvet ha XVIIvet kantved, e oa krog ar vedisined da sellet e-barzh ar c'horfoù evit kompren na pen aos e oa marvet an dud. Ar c'helnner alaman Wilhelm Fabry a soñje dezhañ e oa awenet krign-bev ar vronn gant ur bouloudenn wad. Ar c'helenner izelvroat François de la Boe Sylvius, heulier Descartes, a soñje dezhañ e oa awenet an holl c'hleñvedoù gant un argerzh kimiek.

Dreistbevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Clara Jacobi maouez eus an Izelvroioù a-raok hag ur wech operataet eus ur c'hrign-bev. Engravadur 1689.

An dreistbevañ d'ur c'hrign-bev a zo liammet gant an doare krign-bev, ha peur eo bet kavet ar c'hleñved. Hervez ar c'hrign-bev ha peur eo bet kavet, an dreistbevañ a vez mat-tre pe izel-tre (nebeut mizioù). Ur wech metastazet ur c'hrign-bev ez eo uhel ar feur mervel. Un hanter eus ar c'hlañvidi tapet gant ur c'hrign-bev alouber (hep ar c'harcinoma in situ pe krign-bev ar groc'hen hep melanom) a varvo gant ar c'hrign-bev pe ar pare.

Epidemologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2008, 12,7 milion krign-bev a oa bet kavet hag e 2010 e-tro 7,98 milion a dud a oa marvet gant ur c'hrign-bev. 13% eus ar marvioù bep bloaz a zo gant ur ur c'hrign-bev. Ar c'hrign-bev a gaver ar muiañ eo krign-bev ar skevent (1,4 milion a dud marvet), krign-bev ar stomog (740 000 den marvet), krign-bev an avu (700 000), krign-bev ar c'holon pe liammet gantañ (610 000) ha krign-bev ar vronn (460 000). Dre ar sifroù-se e weler ez eo ar c'hrignoù-bev alouber an doare uhelañ ma varver er bed dioreet hag an eil er vroioù o tiorenn. An hanter eus an dud tapet gant ur c'hrign-bev a vez kavet e takad ar vroioù dioreet.

Notennoù ha davennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]