iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Kastiz_ar_marv
Kastiz ar marv - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kastiz ar marv

Eus Wikipedia
Kastiz ar marv
manner of death
Efedlazhidigezh Kemmañ
Pleustret gantBourev Kemmañ
Cesare Beccaria, Dei delitti e delle pene

Kastiz ar marv a reer eus ur c'hastiz lezennel a aotren ur Stad da lazhañ un den a zo bet anzavet da gablus hag unan da nebeutañ eus an torfedoù a zo anvet "mervel" gant gwir ar Stad da vare ar barn. Gant ul lez-varn stadel e vez embannet ar varnedigezh, goude ur prosez ma vez difennet an den tamallet gant un alvokad(ez) pe veur a hini ; gant kargidi e vez kaset al lazh hervez un argerzh bet termenet dre lezenn.
E ken degouezh ma vije lazhet an den hep doujañ d'al lezennoù e teu al lazh da vezañ un torfed all, dre zial, dre justis prevez pe dre abeg pe abeg, hag al lazher(ez) a rank bezañ barnet ivez gant ar Stad.

Lies abegoù zo evit kastiz ar marv er Stadoù o deus e viret en o gwir : muntr, spierezh (da geñver ar Stad), trubarderezh (da geñver ar Stad), heñvelreviadezh, avoultriezh, renavierezh, nevid tud, goubrenadur politikel. A-wezhioù e vez kastiz ar marv implijet da venveg politikel a-benn reiñ ur skouer d'ar boblañs : e 2007, e Korea an Norzh, e voe lazhet un den dirak 15 000 a dud abalamour m'en devoa pellgomzet d'an estrenvro[1].

Koulz en egor hag en amzer e kemm ar sell a bar an dud, ar c'hevredigezhioù hag ar sevenadurioù war kastiz ar marv. Paot e oa er bed a-bezh gwezhall[2], stourmet e voe outañ e-kerzh Kantved ar Sklêrijenn, raloc'h-ralañ eo abaoe eil darn an XXvet kantved. Koulz muntrerien hag enebidi politikel o deus e c'houzañvet.

D'an 18 a viz Gwengolo 2012 e oa 100 bro ma oa torr kastiz ar marv dre lezenn ; 7 bro o devoa e dorret dre lezenn evit an torfedoù boutin ; 42 vro o devoa miret kastiz ar marv hep bezañ e lakaet e pleustr e-pad dek vloaz da nebeutañ ; 5 bro o devoa goursezet al lazhoù ; 44 o devoa miret kastiz ar marv hag e lakaet e pleustr e-kerzh an dek bloavezh tremenet. Tremen 5 000 den a c'houzañvas kastiz ar marv e 2011 e 19 bro[3].

Anzavet eo kastiz ar marv gant an ensavadurioù etrebroadel, daoust ma sav eneptañ an darn vuiañ anezho. Berzet eo kastiz ar marv er pep niverusañ eus ar Stadoù, met ur bihanniver int e-keñver poblañs ar bed, p'emañ 60% eus an dud o vevañ e broioù ma vez lazhet tud a-berzh ar Stad. Holl izili Unvaniezh Europa o deus he dilezet abaoe krouidigezh Karta Unvaniezh Europa ar Gwirioù-diazez, d'an 2 a viz Here 2000 ; ne vez mui sevenet en Europa dre vras, war-bouez e Bielorusia.
D'an 18 a viz Kerzu 2007 e voe embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) an disentez 62/149 evit goulenn ma vije goursezet al lazhoù ; eizh ezel eus an ABU a-douez an dek Stad poblekañ o devoa mouezhiet a-enep, India, Indonezia, Republik Pobl Sina ha Stadoù-Unanet Amerika en o zouez[4].

Maen-sonn
Lezennaoueg Hammourabi
Mirdi al Louvre, Pariz

E skridoù koshañ Istor ar bed e kaver meneg eus kastiz ar marv, evel e شريعة حمورابي, chariya Hammourabi, "lezennaoueg Hammourabi" (roue Babilon, 1793-1750 KJK), a voe engravet circa 1772 KJK. Skridoù o tont eus Mesopotamia, Henc'hres, an Impalaeriezh roman, Europa ar Grennamzer a ra meneg anezhañ. Adal an XIXvet kantved e krogjod da stourm outañ, hag etre daou soñj e chom an dud hiziv c'hoazh.

Hervez Lezenn an Talionlagad ouzh lagad ha dant ouzh dant — e voe kastiz ar marv sevenet dindan ren Hammourabi : neb a lazhe a zlee bezañ lazhet, mar lazhe un den mab e amezeg e voe lazhet e vab dezhañ.

Daoust ma seblant kriz e voe Lezenn an Talion un araokadenn war-du muioc'h a justis er gevredigezh, a oa war-nes mont e pilhoù rak techet e veze an dud da gondaoniñ ha kastizañ dre o barn dezho hepken, ar pezh a dalveze re alies kement ha "da vuhez ouzh ma dant".

Mard oa unan eus sklaved un den a oa lazhet, ret e oa d'al lazher prenañ ur sklav(ez) nevez, ar pezh a ziskouez e oa ar gevredigezh rannet a-strolladoù, ha diouzh dere an den e oa talvoudegezh ar vuhez : ne oa ar sklaved nemet marc'hadourezhioù, a c'halled erlec'hiañ.

Diouzh savboent lod prederourien, digoll ar c'houzañvidi ha gwareziñ ar gevredigezh e oa perzh kastiz ar marv.

Fall eo an dial hervez ar prederour Protagoras (c.485-c.411 KJK), rak n'eus doare ebet da gempouezañ un torfed ; gwarez ar gevredigezh diouzh an dorfedourien eo kastiz ar marv, gant ma vo sevenet er gevredigezh en anv ar gwir denel, da lavaret eo gant ar gwir nemetañ a c'hall ren ur geoded[5].

Disheñvel e oa sell Platon, pa wele kastiz ar marv evel un doare da c'hlanaat mab-den, rak ur saotradur eo pep torfed hervezañ. El Lezennoù[6] ez embannas e vije rekis distrujañ an traezoù pe al loened a zo bet pennabeg marv un den. Dinatur eo ar muntr hervezañ, klañvidi ar vuntrerien, a zo ret pareañ dre an deskadurezh pe lazhañ mard eo dic'hallus o reizhañ.

Atebek war e oberoù eo pep den dirak ar gevredigezh, eme Aristoteles. Pep torfedour a rank bezañ kaset dirak ur barner a dermeno ar c'hastiz a gempouezo an torfed.
Diwar ar soñj-se e teuas ar boaz da zigoll ar c'houzañvidi dre ur sammad moneiz pa oa tu da reizhañ an torfedour. Kastiz ar marv zo rekis avat pa ne c'haller ket en ober, eme ar prederour[7].

Impalaeriezh roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibaot a wezh e veze kastiz ar marv lakaet da dalvezout evit keodediz en Impalaeriezh roman. Gourdrouzet e veze an dorfedourien, pe jahinet, bac'het, harluet, ar marv o vezañ ar c'hastiz diwezhañ pa ne reizhent ket o emzalc'h.
An estrenien avat a c'houzañve kastiz ar marv, pa veze sellet outo evel disteroc'h eget keodediz an Impalaeriezh. Marc'hadourezhioù e oa ar sklaved, a c'halled distrujañ evel traezoù.
Pal kastiz ar marv e oa gwareziñ ar gevredigezh, digoll ar c'houzañvidi, ha dibennadiñ an danvezioù-torfedourien. Kadarnaet e voe ar palioù-se a-hed daou gantvedad diwezhañ ar Republik roman.

Impalaeriezh Buzantion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra bennak ma voe dister levezon ar relijion gristen war kastiz ar marv en Impalaeriezh roman e c'hoarias ar gristeniezh ur perzh en Impalaeriezh Buzantion, ma voe dalc'het d'ar reolenn gristen "Ne lazhi ket" : techet e voed da na seveniñ kastiz ar marv da geñver an darn vuiañ eus an torfedoù. Mac'hagnet e voe an dorfedourien kentoc'h, a-benn izelaat o dere er gevredigezh hag o zeuler d'ar baourentez.

O teviñ ur sorserez e Willisau (Suis e 1477
Hanezioù Shilling a Luzern (1513)

Brasoc'h-brasañ e voe levezon ar relijion gristen er Grennamzer, betek ma renje ar rouaned hervez kuzulioù an Iliz katolik roman.
Liesdoare e voe soñj honnezh hervez al lec'h, ar mare hag an torfedoù, hogen dre vras e savas enep kastiz ar marv peogwir e virje ouzh an daspren. En enep da soñjoù Protagoras ez embanne an Iliz ne oa nemet gwir Zoue a dalveze a-fed justis, pa oa Doue hepken evit adkemer ar vuhez en devoa roet ; n'o devoa ket an dud ar gwir da seveniñ kastiz ar marv eta, ha biskoazh n'eo bet skrivet ar c'hastiz-se e lezennaoueg an Iliz katolik roman.

El lezenn salek bet embannet gant Hlodwig Iañ, roue ar Franked eus 481 betek 511, e voe renablet ur rummad torfedoù, lod anezho e vezañ kempouezet dre voneiz. Evit a sell ouzh ar muntroù ha torfedoù grevus all, ret e vije paeañ "priz ar gwad" evit mirout ouzh an dialoù prevez a baotaat hag evit kadarnaaat ar peoc'h, ha ret e vije d'ar gouzañvidi pe d'o ziegezh asantiñ d'ar varn.
Kastiz ar marv a vije sevenet avat mar bije taget ar roue, rak dibriz e oa ar roue peogwir e oa kannad Doue war an Douar.
Evit an dud en o frankiz hepken e talveze al lezenn, krisoc'h e oa evit ar served, a oa damsklaved.

Kaletoc'h pe skañvoc'h e voe al lezenn tro-ha-tro a-hed ar Grennamzer.
Torret e voe kastiz ar marv e Sina etre 747 ha 759, e-kerzh ren an dierniezh Tang (an impalaer hepken a c'halle barn da gastiz ar marv kent an disentez-se). Heuliet e voe gant an impalaer Saga e Japan e 818 dindan levezon ar Shintoegezh — er bloavezh 1156 e voe alakaet kastiz ar marv e lezennaoueg Japan.
Kadarnaet e voe kastiz ar marv gant ar Garolingidi (751-987) en Europa ar C'hornôg evit abegoù politikel : dav e oa adlakaat urzh en impalaeriezh a oa o vont war ziskar, ur perzh dibennadus a oa da gastiz ar marv neuze.
E 1468 e voe lazhet an den diwezhañ bet kondaonet d'ar marv e Stad San Marino, met el lezennaoueg e chomas ar c'hastiz.
E 1516 ez embannas ar prederour saoz Thomas More ne oa kastiz ar marv nemet drouziviañ buhezioù, gwelloc'h e vije treiñ an dorfedourien da sklaved.[8]

Kantved ar Sklêrijenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bourevieriezh dre ar rod
hag ar varenn-houarn

Les Misères et les malheurs de la guerre,
Jacques Callot, Paris, 1633

Ur c'hemm bras a c'hoarvezas e kornôg Europa e-kerzh Kantved ar Sklêrijenn, pa voe lamet an daspren relijiel diouzh meizad kastiz ar marv : ne voe mui an den o vevañ er gevredigezh hervez reolenn un doue, hogen hervez ur gevrat kevredigezhel a vije bet sinet gantañ ha gant ar gevredigezh adalek e c'hanedigezh.
Digemm e chomas palioù kastiz ar marv evelato : dibennadiñ an danvezioù-torfedourien ha gwareziñ ar gevredigezh.

Rendaeloù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Gall Robert François Damiens e voe an den diwezhañ o vezañ diempret kent bezañ lazhet, e Bro-C'hall e 1757, goude bezañ bet kondaonet d'ar marv en abeg m'en devoa klasket lazhañ ar roue Loeiz XV. Spontet e voe an dud gant krizder al lazh a-berzh Stad, a pezh a loc'has ul luskad war-du torridigezh kastiz ar marv.

Rendael a voe etre ar brederourien adalek 1763, a-c'houde embannadur ul levr anvet Dei delitti e delle pene ("A-zivout an torfedoù hag ar c'hastizoù") gant ar prederour italian Cesare Beccaria Bonesana (1738-1794).[9] ma savas a-enep kastiz ar marv :

Diskiant eo da 'm meno e vije al lezennoù, a zo eztaol ar youl foran, a argazh hag a gastiz an drouklazhoù,
o seveniñ unan o-unan, hag e c'hourc'hemennjent ur muntr foran evit pellaat ar geodidi diouzh ar muntroù.
[. . . ]
N'eo ket arvest spontus met berrbad marv ur fallakr, hogen skouer hirbad ha poanius un den lamet e frankiz digantañ ha troet da loen-samm a labour a-benn digoll ar gevredigezh a zo bet anoazet gantañ, eo an harz kreñvañ ouzh an torfedoù. – Cesare Beccaria Bonesana, Dei delitti e delle pene, §28

En hevelep levr e skrivas Cesare Beccaria Bonesana kement-mañ ivez :

En diwezh, surañ doare da herzel ouzh an torfedoù, hogen an hini diaesañ, eo gwellaat an deskadurezh [...]. – Cesare Beccaria Bonesana, Dei delitti e delle pene, §45

Diwar alioù ar prederour e tivizas Pietro Leopoldo, dug-meur Toskana, terriñ kastiz ar marv er Stad d'an 30 a viz Du 1786.
A-du gant Beccaria e savas ar prederour gall Voltaire (1694-1718), pa zisklêrias ar Gall Denis Diderot (1713-1784) e rankjed gwareziñ ar gevredigezh dre lazhañ ar vuntrerien : didalvez eo o c'hastizañ, pa n'eus den a gement a zo atebek d'e oberoù (ouzh e gorf, e drivliadoù hag e en-dro e sent pep den a-hed e vuhez, hervez ar prederour).
Lod prederourien all a chomas feal da vennozh ar Saoz Thomas Hobbes (1588-1679), a grouas ar gevrat kevredigezhel : torret eo bet ar gevrat gant an drouklazher, neuze e rank ar gevredigezh em wareziñ dre e lazhañ.

"Lazhidigezh dengar"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell e voe sevenadurioù ar bed techet da zousaat kastiz ar marv, alese ijinadenn ar guillotine (an dibennerez) gant ar mezeg gall Joseph-Ignace Guillotin da vare an Dispac'h gall, ha berz an Hanged, drawn and quartered (krouget, stlejet ha palevarzhet) e Bro-Saoz e deroù an XIXvet kantved — e-lec'h lakaat ar grougidi war ur skeul pa ur sailh a vije lammet a-zindano, ar pezh o lakae da vervel dre vougañ, e vijent bannet war-bouez ur gordenn hir evit terriñ o gouzoug diouzhtu.
E Persia, e dibenn an XIXvet kantved, e tivizas ar roue e vije lazhet ar gondaonidi dre droc'hañ o gouzoug pe dre o stagañ ouzh genoù ur c'hanol kent an tenn.
E Stadoù-Unanet Amerika e voe ar groug erlerc'hiet ouzh ar gador-dredan pe ouzh kambr ar gaz ; dre un ensinkladenn lazhus e reer hiziv, ar pezh a zo re boanius c'hoazh gant lod dalc'hidi kastiz ar marv.
E broioù a zo avat e kendalc'her da ober gant ar groug hengounel, gant an dibennañ a-daolioù kleze pe gant lazhañ a-daolioù mein.

Luskoù a-enep

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karta Europat ar Gwirioù Diazez (2000)
Ar mellad 2 a laka berz war kastiz ar marv en UE

Er bloavezh 1846 e voe torret kastiz ar marv e Stad Michigan ar Stadoù-Unanet, e 1849 er Republik roman, e 1854 e Venezuela, e 1865 e San Marino, e 1867 e Portugal.

  • Brudet eo ar skrivagner gall Victor Hugo (1802-1885) evit bezañ savet a-enep-krenn kastiz ar marv.

"Evelato, mar bije lazhet ho taou a vugale-vihan a garit kement, ha mar bijec'h ezel eus al lez-varn,
petra a rajec'h ?"
Serriñ e zaoulagad a reas Victor Hugo, em soñjal e-pad ur pennad ha, uhelek an tamm anezhañ :
"Mervel a rajen !"

– Meneget er gazetenn L'écho de la mode, niv. 41, 9 a viz Here 1955, p. 10

En XXvet kantved e voe Stadoù all o terriñ kastiz ar marv ivez : ar Rouantelezh-Unanet e 1969 (goude ur predad a bemp bloaz adalek 1965, ma voe ar c'hastiz torret evit an drouklazhoù met miret evit an torfedoù a drubarderezh, a vorbreizherezh dre feulster hag a dangwallerezh en arsanailhoù roueel), Aostralia e 1973 (war-bouez ar Stad Aostralia ar C'hornôg, e viras betek 1984), Kanada e 1976, Bro-C'hall e 1981, Spagn e 1986. E Stadoù-Unanet Amerika, e 2012 : 17 stad ha District of Columbia o deus torret kastiz ar marv. Gabon eo ar Stad diwezhañ he deus torret kastiz ar marv, e 2010.

Sevenidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dav eo diforc'hañ kastiz ar marv diouzh ar pevar doare lezennel all da lazhañ un den, a zo anzavet dre ar bed.

  • An hedremen (pe "ar marv mat", diwar ar gresianeg ευθανασία euthanasía "marv mat"), a zo lazhañ un den gant e asant, pa vez klañv-bras hep na vije doare pe zoare d'e bareañ ha pa c'houzañv poanioù dreistmuzul. Ur mezeg pe ur vezegez a ziviz, gant asant an tiegezh, pegoulz buanaat termen an den dre un ensinkladenn varvus, dre baouez ag e voueta, pe c'hoazh dre zilugañ an ardivink a ro aer dezhañ. Mar n'eus bet aotre splann ebet digant an den e teu e varv da vezañ un torfed en darn vrasañ eus Stadoù ar bed, gant ur prosez da heul.
  • An emzifenn reizhel, a zo lazhañ un den pa 'z eur taget gantañ hag en arvar da vezañ lazhet.
  • Ar marv keodedel, a zo forc'hiñ un den diouzh pep gwir keodedel ; brudet eo an den evel marv, daoust ma kendalc'h da vevañ.
  • An hebaradur, a zo lazhañ tud mac'hagnet o c'horf pe o empenn, gant ar pal gwellaat spesad mab-den ; n'eo ket kastiz ar marv peogwir n'eus ket eus an hebaradur ur c'hastiz bet barnet da heul un torfed. Tabut zo c'hoazh hiziv an deiz a-zivout an hebaradur, a zo un torfed evit lod tud hag un dibab hengounel evit lod all.

Penntorfedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemmennadenn
a vez roet d'ar veajerien a erru e Singapour
Diwallit — Ar marv evit an nevidourien dramm hervez lezenn Singapour

Pentorfedoù a reer eus torfedoù a c'hall kas da gastiz ar marv er broioù ma vez sevenet hervez lezenn. Evel fallakr hag enep-den e vezont barnet gant ar gevredigezh, a sell ouzh an dorfedourien evel arvarus evit ar gumuniezh. Lod penntorfedoù zo torfedoù enep ar gevredigezh hec'h-unan.

Nebeut a vroioù a varn kastiz ar marv goude ur muntr, ret eo e vije trovezhioù a laka ar muntr da vezañ grevusoc'h c'hoazh eget marv un den.
A-douez an trovezhioù-se emañ ar muntroù bet sevenet kevret gant un torfed all : meur a vuntr war an dro, muntr ha gwallgas war bugale, muntr ha jahinerezh, muntr ha gwallerezh, muntr ha laeroñsi, muntr ha skrapadenn, muntr sevenet en eskemm ouzh arc'hant (dle eo d'ar goprer koulz ha d'ar muntrer bezañ barnet neuze), lazhañ ur poliser p'emañ o seveniñ e garg.

Torfedoù enep ar Stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trubarderezh hag ar spierezh eo an torfedoù pennañ enep ar Stad ; betek ar bloavezhioù 1990 e chomas kastiz ar marv e lezennaoueg Italia, Kanada, Rouantelezh-Unanet ha Spagn evit an torfedoù-se pa oa bet torret evit ar muntroù en degadoù kent. E lod broioù e c'hall an dizerterien, ar goubrenerien (hag an dud a zo bet goubrenet) pe ar falsvoneizerien gouzañv kastiz ar marv.
E Korea an Norzh, e Sina hag en Iran e c'hall an eneberien ouzh politikerezh ar Stad bezañ kondaonet d'ar marv.

Torfedoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eus torfedoù a zo lakaet da benntorfedoù daoust ma ne gasont ket war-eeun da varv den pe zen ha ma ne lakaont ket surentez ar Stad en arvar, an darn vrasañ anezho en abeg ma tagont merc'hed pe vugale (gwallerezh, skraperezh) pe ma c'hallont en ober (nevid drammmoù).

  • Alies e vez an adwallerien kondaonet d'ar marv, hag an dorfedourien o deus mac'hagnet un den pe e lezet nammet hep e lazhañ.

E lod Stadoù eus ar Stadoù-Unanet e c'haller gouzañv kastiz ar marv evit abegoù evel distreiñ ur c'harr-nij, lakaat ur vombezenn tost d'un ehan karr-boutin pe tagañ tud gant armoù pa vezer bac'het[10].
E Japan ez eus 18 penntorfed, en o zouez tangwallañ pe veuziñ tiez annezet ha lazhañ un den dre drubuilhañ red ar c'hirri[11].

  • En Arabia Saoudat, en India, en Indonezia, en Iran, e Sina, er Stadoù-Unanet hag e meur a Stad en Azia e vez sevenet kastiz ar marv evit an nevid drammoù.
  • En Arabia Saoudat, en Iran, e Maoritania, e Soudan hag e Yemen emañ an heñvelreviadezh e roll ar penntorfedoù[12].

Sevenidigezh azasaet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a abeg zo er bed evit ma ne vije ket un den barnet da gastiz ar marv, daoust pegen fallakr eo bet an torfed.

Daoust da gement-se, 27 den yaouankoc'h eget 18 vloaz o deus gouzañvet kastiz ar marv abaoe 1990 (1 en Arabia Saoudat, 16 en Iran, 1 e Nigeria, 3 e Pakistan, 1 e Republik Demokratel Kongo, 2 e Sina hag 1 e Yemen)[14]. Koulskoude, gwiriekaet e oa bet ar C'hendiviz gant an holl Stadoù-se[15].
  • Stadoù zo ne sevenont ket kastiz ar marv pa vez kozh ar gondaonidi, etre 60 ha 80 vloaz hervez ar broioù.
  • Un nebeud broioù a laka berz war kastiz ar marv da geñver ar merc'hed. Hini ne ro aotre da lazhañ ur vaouez vrazez : bac'het e vo a-hed peurrest he buhez, pe lazhet e vo goude bezañ bet gwilioudet diwar he bugel.
  • Liesdoare eo al lezennaouegoù a-zivout an dud sot pe warlerc'hiet o spered. "Sot" a lavarer eus un den na gompren ket emañ en arvar da c'houzañv kastiz ar marv da vare e brosez, "warlerc'hiet" eus un den eo e feur meizel izeloc'h eget 70 (100 o vezañ ar geidenn) pe na c'hall ket bezañ gopret da seveniñ labour pe labour.

An darn vuiañ eus ar Stadoù ne c'houlennont ket marv ur penntorfedour sot, gant ma vije sot p'en doa sevenet an torfed ; lod tud a vez sot a vare da vare, neuze e c'hourc'hemenn Stadoù zo ma vije e spered gant ar c'hondaonad da vare sevenidigezh kastiz ar marv.
Peogwir ez eo diaes kadarnaat stad warlerc'hiet un den n'eus lezenn ebet war an divoud-se en darn vuiañ eus ar Stadoù ; gant mezeien ar bred peurliesañ e vez divizet ha sot eo an den pe get.

Stad a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-c'houde an Eil brezel-bed ez eus er bed ul luskad war-du torradur kastiz ar marv. C'hwezek Stad o devoa e dorret e 1977, pa oa 97 anezho e 2011 (gwelit ar gartenn).
Hervez Amnesty International, evit 2011 bepred, e voe 20 Stad da nebeutañ o seveniñ kastiz ar marv ; 23 a oa e 2010, ha 31 e 2001. Sina a ranker lezel a-gostez, pa ne embann ket ar Stad sinaat an niver a lazhoù lezennel,[16] a vrasjeder a-viliadoù bep bloaz. E dibenn 2011 c'hoazh e oa er bed 18 750 kondaonad o c'hortoz bezañ lazhet a-berzh o Stad[17].

Setu amañ an niver a dud o devoa gouzañvet kastiz ar marv e 2011[18].

Stad kastiz ar marv er bed er bloavezh 2011 :
  • ██ Torr evit kement torfed — 97 Stad
  • ██ Torr da geñver an torfedoù e-maez darvoudoù dibar (da skouer : brezel) — 8 Stad
  • ██ Lakaet da gastiz lezennel, hogen hep bezañ bet lakaet e pleustr abaoe 10 vloaz da nebeutañ — 35 Stad
  • ██ Lakaet da gastiz lezennel, ha bet lakaet e pleustr nevez zo c'hoazh — 58 Stad
  • Stadoù-Unanet Amerika : disheñvel eo al lezenn a Stad da Stad, hogen lezennel eo kastiz ar marv el live kevredadel.
    Andon : Amnesty International
    Un arouez "+" goude un niver a dalvez ez eo an niver-se
    an hini bihanañ bet jedet gant Amnesty International.
    Un arouez "+" hep niver a dalvez e voe 1 lazh da nebeutañ, hep na vije kadarnaet
    gant ar Stad ; kontet e vez 2 evit aesaat ar jedadennoù.
    Renk Stad Niver a dud lazhet e 2011
    1 Republik Pobl Sina Diembann ez-ofisiel.
    Miliadoù, marteze betek 4 000.
    2 Iran 360+
    3 Arabia Saoudat 82+
    4 Iraq 68+
    5 Stadoù-Unanet Amerika 43
    6 Yemen 41+
    7 Republik Poblel ha Demokratel Korea 30+
    8 Somalia 10
    9 Soudan 7+
    10 Bangladesh 5+
    11 Republik Sina (Taiwan) 5
    12 Soudan ar Su 5
    13 Aotrouniezh Vroadel Palestina 3 (e Gaza)
    14 Egipt 1+
    15 Afghanistan 2
    16 Belarus 2
    17 Malaysia +
    18 Siria +
    19 Emirelezhioù Arab Unanet 1

    Alioù ar relijionoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liesdoare eo alioù relijionoù pennañ ar bed a-zivout kastiz ar marv, hervez ar ranngredennoù, an dud en o unan hag ar mare.

    • Diouzh urzh al lizherenneg vrezhonek eo renket ar rannbennad amañ da heul.

    Unan eus Skriturioù sañskritek hollvrudet ar voudaegezh, an Dharmapada (धर्मपद "diazez ar c'helennadurezh") a embann kement-mañ a-zivout buhezegezh an den :

    Arabat e vije dezhañ lazhañ ur boud bev, na vezañ abeg e varv, nag atizañ un den all d'e lazhañ. Na gwallgasit boud ebet, kreñv pe wan, er bed. — Dhammika Sutta: Dhammika (Sn 2.14)[19]

    E meur a bennad e skriturioù ar voudaegezh e kaver an hevelep kuzul : na lazhañ, dilezel an armoù, dilezel ar feulster ; adlakaat an dorfedourien hag ar vuntrerien war an hent mat er gevredigezh eo kelennadurezh Bouda.

    Daoust da gement-se, emañ kastiz ar marv en darn vuiañ eus ar Stadoù m'emañ ar voudaegezh ur relijion ofisiel : Bhoutan he deus he zorret, pa chom e lezennaoueg Thailand. Lod voudaerien a c'houlenn ma vije torret ar c'hastiz en anv kelennadurezh Bouda, lod all a sell outañ evel karma fall, da lavaret eo an disoc'h eus drougoberioù bet sevenet gant ar c'hondaonad en e vuhezioù kent.

    An daou du a gaver ivez e Skriturioù an hindouegezh, pa vez prezeget an ahiṃsā (अहिंसा "nann-feulster") ha, war an dro, divarvelezh an ene — ar c'horf hepken a c'haller lazhañ neuze, da lavaret eo dilhad an ene, a gavo dilhad all dre vezañ adc'hanet en ur c'horf all.
    Emañ kastiz ar marv e lezennaouegoù an hindouegezh, an Dharmaśāstra (धर्मशास्त्र "doueoniezh").

    N'eus meneg ebet eus kastiz ar marv e levr sakr an Islam, ar C'horan (القرآن al-Qour'ān). Evel ouzh torfedoù boutin e sell ouzh ar muntroù, a zo dindan Lezenn an Talion ; tiegezh an den lazhet a ziviz ha kastiz ar marv a vo sevenet gant ar pennadurezhioù, pe الدية al-diya ("priz ar gwad") a vo paeet gant ar muntrer[20],[21].
    Er C'hour'ān e lenner kement-mañ :

    [...] Piv bennak a lazhas un den, war-bouez evel ur c'hastiz evit ur muntr pe dorfedoù fallakr all, e rankjed sellet outañ evel p'en devije lazhet mab-den a-bezh ; ha piv bennak a saveteas buhez un den e rankjed sellet outañ evel p'en devije saveteet mab-den en e bezh. — Al-Qour'ān, 5:32[22]

    Ar marv zo lakaet da gastiz en hevelep rannbennad evit an enebourien d'an Islām, hogen kastizoù all zo evit an hevelep abeg (troc'hañ o daouarn hag o zreid, pe o argas eus ar vro). Evit an holl dorfedoù ez erbed al levr ma vijed trugarezus e-keñver an dorfedourien a ziskouez morc'hed.
    Daoust da lavar o levr nevet o deus kalzik kevredigezhioù muzulman dibabet seveniñ kastiz ar marv evit un niver bras ag oberoù a lakaont da benntorfedoù.

    Liesdoare eo sell ar Gristenien war kastiz ar marv, evel e pep kevredigezh, eus ar re a zo enep-krenn — un dial eo kastiz ar marv evito, kontrol da spered trugarezus Jezuz-Krist — betek ar re a zalc'h da lezenn gozh Testamant Kozh levr nevet ar Gristeniezh, ar Bibl.

    • Enep Lezenn an Talion e savas Jezuz-Krist hervez Mazhev en e aviel (V,38) :

    Desket hoc'h eus ez eus bet lavaret : "Lagad ouzh lagad ha dant ouzh dant". Ha me a lavar deoc'h : na stourmit ket ouzh ar fallakr ; mar sko un den war da jod dehoù avat, kinnig eben dezhañ c'hoazh. — Aviel Mazhev (V,38)[23]

    • Nav gwezh e kaver meneg eus kastiz ar marv en ur rann hepken eus levr Leviegezh (XX,2-27) an Testamant Kozh, en o zouez en abeg d'an heñvelreviadezh (XX,13).[23]

    Ar c'hwec'hvet gourc'hemenn, "Ne lazhi ket" (Ermaeziadeg XX,13 hag Adlezenn V,17) a vez troet evel-se gant ar gristenien a sav enep kastiz ar marv, ha gant "Ne vuntri ket" gant ar re a sav a-du gantañ.

    Neptu e chom an Iliz Reizhkredennour ez-ofisiel.
    Enep kastiz ar marv e chom an darn vuiañ eus rannilizoù ar Gristeniezh.

    Anglikaniezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Abaoe 1867 e vez Lambeth Conferences dalc'het bep dek vloaz e Lambeth, Great London. Eno e vez bodet eskibien an Iliz anglikan gant arc'heskob Canterbury.
    Da geñver emvod 1988 ez embannas an Iliz sevel enep kastiz ar marv[24].

    Iliz katolik roman

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Degemeret e voe kastiz ar marv gant Tommaso d'Aquino, Doktor an Iliz, evel un doare da zibennadiñ an danvez-torfedourien ha n'eo ket evel un dial. Diwar ar soñj-se e kelenn an Iliz katolik roman ez eo pal ar c'hwec'hvet gourc'hemenn mirout ha gwareziñ buhez an dud, ar pezh eo ivez pal justis ar Stadoù pa sevenont kastiz ar marv, pa lamont diouzh ar gevredigezh al "louzeier fall" he laka en arvar. Dre seveniñ kastiz ar marv e touj ar pennadurezhioù nann-relijiel d'ar c'hwec'hvet gourc'hemenn.

    D'ar 25 a viz Meurzh 1995 ez embannas ar pab Yann-Baol II ur c'helc'hlizher anvet Evangelium Vitæ ("Aviel ar Vuhez") ma tiskleir (pennad III : "Ne lazhi ket", § 53-56[25]) : Nevet eo buhez an den rak, adal ar penn kentañ, emañ "obererezh krouiñ Doue" enni ha chom a ra da viken en un darempred a-ziforc'h gant ar C'hrouer, he fal nemetañ.
    Er rannbennad 55 e laka talvoudegezh ar vuhez da ziazez ur gwir anterin d'em zifenn, a zo un dever ivez, zoken pa ranker lemel an tager.
    Gant kastiz ar marv e pled ar rannbennad 56 end-eeun. Ret eo da bennadurezhioù ar gevredigezh kastizañ a-benn gwareziñ gwirioù an dud ha re ar gevredigezh, ar pezh a c'hall degas kastiz ar marv pa ne c'haller ket ober en un doare all. Hag ar pab ha gober dave da Gatekiz an Iliz katolik, ma kelenn an Iliz e rank ar pennadurezhioù ober gant doareoù nann-gwadek evit gwareziñ an dud hag ar gevredigezh, mard eo bastus an doareoù-se — arabat eo neuze seveniñ kastiz ar marv mard eus ur c'hastiz efedus all.
    Er rannbennad 57 e tiforc'h ar pab etre buhez un torfedour, a ranker doujañ, ha buhez an dud digablus, na c'haller ket tizhout e doare ebet hervez ar c'hwec'hvet gourc'hemenn.

    Protestantiezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dre m'eo ar Brotestantiezh rannet e meur a Iliz ez eus enni meur a zoare da gompren skridoù ar Bibl a-zivout kastiz ar marv. Un nebeud anezho hepken a gavor amañ.

    A-du gant kastiz ar marv e sav kelennadurezhioù ar Yuzevegezh, hogen da heul disentezioù bet kemeret gant ar pennadurezhioù yuzev a-hed kantvedoù e teu tost da zic'hallus e seveniñ. Peogwir ez eo gant Doue e vez roet e vuhez d'an den, Doue hepken a c'hall he lemel digantañ.
    Ne chom kastiz ar marv e lezennaoueg Stad Israel nemet evit an Nazied a zo bet barnet evel torfedourien enep an denelezh.

    Rendaeloù a-vremañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Kalz rendaeloù zo bet hag a zo c'hoazh er bed a-zivout kastiz ar marv. Hervez e zalc'hidi n'eo nemet un doare da gastizañ ar vuntrerien washañ, a laka niver an torfedoù da zigreskiñ hag a vir ouzh an adfeilh.
    Da veno e enebourien ne laka ket muioc'h a zigresk e niver an torfedoù eget ar bac'hañ peurbad, un torfed eo e-unan, hag ur c'hastiz buket war ar minorelezhioù hag ar beorien pa ne c'hallont ket em zifenn dre ziouer ag arc'hant er reizhiadoù lezennel evel m'emaint.

    Amañ dindan e kavor ur renabl diglok eus an arguzennoù a glever an aliesañ a-du gant kastiz ar marv pe eneptañ.
    Ra vo meizet e chom Wikipedia neptu, un doare da zisplegañ stad ar rendaeloù n'eo ken.

    Arguzennoù a-du

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Reizh ha dereat eo kastiz ar marv, evit pevar abeg da nebeutañ :
      • Ar c'hastiz reizh nemetañ eo da geñver an torfedoù gwashañ evel an drouklazhañ, ar gwallañ bugale, an trubardiñ ar Stad, a-douez reoù all. ** Ne c'hall tra ebet erlec'hiañ ouzh ur vuhez.
      • Ne chom gwir kevredigezhel ebet gant an dorfedourien washañ, p'o deus lakaet ar gevredigezh da c'houzañv : torret o deus al liamm a oa etrezo hag ar gevredigezh.
      • Ar c'hastiz nemetañ eo a gement a c'hall frealziñ kerent ar c'houzañvidi, hag ar frealz nemetañ ivez a-berzh ar c'hondaonad.
    • Ar c'hastiz efedus nemetañ eo kastiz ar marv, evit pevar abeg da nebeutañ :
      • Un doare efedus da zibennadiñ an danvezioù-torfedourien eo, dreist-holl pa vruder e sevenidigezh dre ziskouez marv ar gondaonidi (arvesterien war al lec'h ha skignadur dre ar media).
      • Ne c'hall mui un torfedour noazout adarre. Mar bez bac'het betek diwezh e vuhez e c'hall bepred tec'hel kuit, e c'hall bezañ ur skouer eus ar re fallañ evit kondaonidi all, e c'hall bezañ e penn ur vandennad forbanned pe atizañ forbanned eus an diavaez d'e zivac'hañ dre nerzh pe dre c'houbrenadur. Un dañjer e chom bepred evit implijidi ar vac'h koulz hag evit ar gondaonidi all.
      • Marc'hatmatoc'h eo kastiz ar marv eget mirout un torfedour en toull-bac'h e-pad bloavezhioù. Ouzhpenn bezañ anoazet ar gevredigezh, an dorfedourien a goust ker dezhi. Gwelloc'h e vije postañ an arc'hant-se evit mad an holl geodediz.
      • E ken degouezh ma vije ar Stad en arvar en abeg d'ur brezel pe ur brezel-diabarzh : kastiz ar marv eo ar c'hastiz efedusañ enep an dizerterien, an dud aonik, an drubarded, ar spontourien, ar floderezh ; daoust ma ne vijent ket lazhet gant ar Stad e-kerzh ur maread peoc'h ez eo rekis e vijent lazhet pa vez brezel, rak an dorfedourien a gavje gwelloc'h mervel en toull-bac'h eget war un dachenn-emgann pe a glaskje bezañ saveteet gant an enebourien.
    • Reizh eo kastiz ar marv hervez an darn vuiañ eus an dud er bed, ha hervez an darn vuiañ eus ar relijionoù.

    Arguzennoù a-enep

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Dibunadeg enep kastiz ar marv
    da geñver prosez F. N. Sacco ha B. Vanzetti, London, 1921.

    Direizh ha dizereat eo kastiz ar marv, evit an abegoù a zo amañ da heul :

    • Mad pouezusañ ha gwir denel diazez pep den eo ar vuhez. Gwareziñ buhez ha madoù boutin an dud eo pal krouidigezh ar Stadoù, neuze n'o deus ket ar gwir d'he lemel diouzh den.
    • Aotren ur Stad da lazhañ zo kevatal da derriñ perzh nevet buhez mab-den, a zo deveret diouzh e vri denel ; mar gall ur Stad lazhañ un torfedour hervez lezennoù bet embannet ganti e c'hall lazhañ forzh pe geodedad hervez lezennoù all bet embannet ganti : mar gall ur Stad seveniñ "drouklazhoù lezennel" e teu da vezañ un dañjer evit kement den a vev dindan he beli.
    • Arabat eo gwennaat an doare dre ar pal. Mar bije kastiz ar marv efedus evit mirout ouzh torfedoù all, e vije ken efedus all spiañ pep keodedad dre zoareoù elektronek (kameraioù e pep lec'h — foran ha prevez, ardivinkoù empret en empennoù), lemel sekred ar pellgehentiñ, lemel ar gwir da vont ha da zont, aotren ar jahinañ a-benn kaout anzavioù, hag all. Ne c'haller ket bevañ en un doare dereat en ur Stad hollveliour.
    • Mard argazher ar jahinañ, ar mac'hagnañ hag ar mezhekaat foran e ranker argazhiñ kastiz ar marv ivez, a zo ker kriz hag enep-denel. Un doare da jahinañ an dud eo o c'hondaoniñ d'ar marv hag o lezel da c'hortoz bloavezhioù-pad e "trepasoù ar marv". Jahinañ o c'herent hag o mignoned eo ivez, daoust dezho bezañ digablus koulskoude, ha pelloc'h c'hoazh eget ar gondaonidi, pa gendalc'hont da c'houzañv pell goude al lazh a-berzh Stad.
    • Dizingal eo talvoudegezh kastiz ar marv. E lod broioù e vez sevenet evit torfedoù a vez barnet dister e broioù all : avoultriezh, dizoueegezh, felladennoù politikel pe gredennel, floderezh tellek, goubrenadur melestradurel, laeroñsi, renavierezh ; an heñvelreviadezh a c'hall kas d'ar marv ivez, daoust ma n'eus ket un torfed anezhi.
    • Un dial eo kastiz ar marv, justis n'eo ket. Denel ha komprenus eo ar c'hoant da zialañ, hogen ne c'hall ket bezañ unan eus diazezoù ur Stad a wir. Gouzañv a ra ar gevredigezh en abeg d'an torfedoù, ha gouzañv c'hoazh a ra en abeg d'an dialoù.
    • Ret eo d'ar c'hastiz dizuañ an dorfedourien ouzhpenn mirout outo a zrougober adarre.
    • Faziañ a c'hall pep den ober, ar pezh a zo gwir ivez pa gomzer eus poliserien, alvokaded ha barnerien. Peogwir e talvez kastiz ar marv kement ha diwezh buhez un den, ne c'haller ket digoll an den-se mard eo bet lazhet a-c'houde fazioù en argerzh e brosez. Bez' e c'hall an damallidi binvidikañ goprañ alvokaded a zo barrekoc'h eget reoù all, nes komz a c'houbrenañ barnerien. Asantiñ da gastiz ar marv zo ivez asantiñ ma vo lazhet tud digablus.
    • Prouet eo ne vir ket kastiz ar marv ouzh an torfedoù gwashañ. Muioc'h a vuntroù zo er Stadoù-Unanet, ma vez sevenet kastiz ar marv c'hoazh, eget en Europa, ma ne vez mui. Er Stadoù-Unanet c'hoazh, n'eus bet gwelet kresk ebet en niver a dorfedoù grevus er Stadoù o deus torret kastiz ar marv. Aner eo kastiz ar marv neuze : an doare efedusañ da ober eo goprañ poliserien ha barnerien onest, reoliañ an armoù, sevel ur reizhiad deskadurezh dereat ha, dre vras, politikerezhioù armerzhel ha kevredigezhel a glot gant mad an holl.
    • Dre m'eo kastiz ar marv ur c'hastiz grevus-tre e vez aotreet ar gondaonidi da dennañ splet eus kement pleg a zo e reizhiad ar justis evit mirout a vezañ lazhet, ha kement-se bloavezhioù-pad alies, ar pezh a zeu da geroc'h en diwezh eget o bac'hañ betek o marv naturel.
    • Peogwir ez eo kastiz ar marv ar c'hastiz gwashañ e kred d'ar gondaonidi n'o deus mui tra ebet da goll, setu e c'hallont kenderc'hel da lazhañ tud (poliserien, implijidi an toull-bac'h, testoù...) a-benn klask saveteiñ o buhez. E-kerzh ma vezont bac'het e c'hallont seveniñ forzh pe dorfed hep bezañ kastizet gwashoc'h eget ar varnadenn o deus bet dija.
    • Dre aon rak kastiz ar marv ez anzav lod tamallidi bezañ sevenet torfedoù n'o deus ket sevenet, ha kastizoù direizh a c'houzañvont neuze.
    • Er bac'hoù arnevez ez eo hogos null ar chañsoù ma tec'hje ur c'hondaonad ha ma sevenje torfedoù all, er vac'h pe en diavaez.
    1. Fox News (en) OK 20/11/2012
    2. War-bouez Rus' Kyiv (IXvet - XIIIvet kantved)
      • Gwelit : MAGOCSI Paul Robert, A History of Ukraine, University of Toronto Press, Toronto, Kanada, 1996 ISBN 978-0-8020-0830-5 (en)
    3. Hands off Cain (en) OK 20/11/2012
    4. ABU (fr) OK 20/11/2012
    5. NESCHKE-HENTSCHKE Ada, Platonisme politique et théorie du droit naturel - Contributions à une archéologie de la culture politique européenne / Volume 1 : Le platonisme politique dans l'antiquité, Peeters France, Paris, F, 1995 ISBN 978-2-87723-286-9 (fr)
    6. Wikisource (fr) OK 20/11/2012
    7. CARBASSE Jean-Marie, La peine de mort, Presses Universitaires de France, Paris, F, 2002 ISBN 978-2-13-051660-6 (fr)
    8. MORE Thomas, Utopia, Dover Publications Inc., Mineola, USA, 1998 ISBN 978-0-486-29583-1 (en)
      L'utopie, Librio, Paris, 2003 ISBN 978-2-290-33768-4 (fr)
    9. Wikisource (it) OK 20/11/2012
      Gallica (fr) OK 20/11/2012
    10. Death Penalty Information Center (en) OK 20/11/2012
    11. La peine de mort dans le monde (fr) OK 20/11/2012
    12. International Lesbian Gay Association (fr) OK 20/11/2012
    13. Convention relative aux droits de l'enfant (fr) OK 20/11/2012
    14. International Justice Project (en) OK 20/11/2012
    15. [https://web.archive.org/web/20131009155609/http://treaties.un.org/Pages/ViewDetails.aspx?src=TREATY&mtdsg_no=IV-11&chapter=4&lang=fr Nation Unies / Collection des Traités (fr) OK 20/11/2012
    16. BBC News (en) OK 20/11/2012
    17. Amnesty International (fr) OK 20/11/2012
    18. Amnesty International (en) OK 20/11/2012
    19. Dhammika Sutta: Dhammika (Sn 2.14), troet diwar ar palieg gant John D. Ireland, Access to Insight (en) OK 20/11/2012
    20. Encyclopedia Britannica (en) OK 20/11/2012
    21. Encyclopedia Britannica (en) OK 20/11/2012
    22. Troet gant Siubhán McGunn diwar The Koran, troet gant N. J. Dawood, Penguin Books, Harmondsworth, R-U, 1974 ISBN 978-0-14-044052-2 (en)
    23. 23,0 ha23,1 La Sainte Bible, troet gant A. Crampon, Société S. Jean l'Évangéliste, Desclée & Cie, Tournai, 1904 • Gallica (fr) OK 20/11/2012
    24. The Lambeth Conference (en) OK 20/11/2012
    25. Vatikan] (fr) OK 20/11/2012
    26. "Lizher sant Paol d'ar Romaned" eo an talbenn en e bezh.
    27. Christian Research Institute (en) OK 20/11/2012
    28. Southern Baptist Convention (en) OK 20/11/2012
    29. Mormon Newsroom (en) OK 20/11/2012

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • BANERJI S. C., A Brief History of Dharmasastra, Abhinav Publications, New Delhi, 2004 ISBN 978-81-7017-370-0 (en)
    • La Bible, Segond 21, Société biblique de Genève, Genève, 2007 ISBN 978-2-608-12301-5 (fr)
    • Le Coran, troet gant Malek Chebel, Le Livre de Poche, Paris, 2011 ISBN 978-2-253-08917-9 (fr)
    • The Sutta-Nipata — A New Translation from the Pali canon, troet gant H. Saddhatissa, Routledge Curzon, New York, 1995 ISBN 978-0-7007-0181-0 (en)