iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Isabel_Clara_Eugenia
Isabel Clara Eugenia - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Isabel Clara Eugenia

Eus Wikipedia
Isabel Clara Eugenia e 1599

Isabel Clara Eugenia (Segovia, 12 a viz Eost 1566Brusel, 1 a viz Kerzu 1633), a oa yaouerez Spagn, arc'hdugez Aostria ha dugez Bourgogn. Merc'h e oa da Felipe II ha d'e bried Isabel de Valois. Evel dugez Bourgogn e renas en Izelvroioù katolik, war un dro gant he fried ha kenderv Albrecht Aostria, etre 1598 ha 1621. Goude e dremenvan e chomas er vro evel gouarnourez an Izelvroioù (1621-1633).

Merc'h e oa da Felipe II ha d'e drede pried, ar briñsez c'hall Elesbed Bro-C'hall (1545-1568) , anavezet e Spagn evel Isabel de Valois. Merc'h-vihan e oa da Garlos Iañ Spagn, Roue Spagn hag Impalaer Santel, ha da Isabel de Portugal a-berzh he zad, ha da Herri II (Bro-C'hall) ha Caterina de' Medici a-berzh he mamm.

Stad vras a oa en he zad Felipe pa voe ganet, a-hervez en doa disklêriet e oa laouenoc'h eget pa vije bet gant ur mab. Ur mab en doa bet ar roue digant e bried kentañ Maria Manuela Portugal : Don Carlos Spagn, ur bugel klañvidik ha distabil, a varvas er vac'h e 1568, da 23 bloaz ; kavout a rae d'e dad e oa oc'h irienniñ a-enep dezhañ. Diwar-se eo Isabel a zeuas da vout pennhêrez.

Ur c'hoar he doe, Catalina Micaela. Diwar genel anezhi eo e varvas o mamm.

E 1589 e klaskas Katoliked Unanet Bro-C'hall reiñ ar gurunenn dezhi dre ma oa merc'h-vihan d'ar roue Herri II just a-walc'h.

Danvez Dugez Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reas he zad Felipe lakaat envel anezh da Zugez Breizh. Pa voe lazhet ar roue Valois diwezhañ, Herri III Bro-C'hall e 1589 ez eo e nizez Isabel an hini a oa an tostañ kar da hêred duged Montfort Breizh. He mamm a oa merc'h da Herri II, ha hennezh a oa mab-bihan da Anna Vreizh, a oa neuze mamm-you dezhi.

Talvoudus e oa da listri Spagn gallout kavout gwarez e Breizh, p'emañ-hi war o hent da Flandrez, kenkoulz evit al listri-kenwerzh evel evit ar morlu.

E 1590 e reas Felipe emglev gant Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur (gouarnour Breizh ha breur-kaer d'ar roue Herri III, bet lazhet), ha dilestrañ a reas Spagnoled e tri lec'h : Kraozon (rak-tal da Vrest), en aber ar Blavezh (el lec'h m'emañ Porzh-Loeiz) ha Krac'h-Lokmaria-Kaer (e-kichen an Alre). Teir gwikadell a voe savet, ha bepred e c'haller gwelout hini Porzh-Loeiz.

Ne zeue ket Mercœur a-benn da gaout e greñv e Breizh, gounit tachenn a rae Herri IV Bro-C'hall hag e gostezenn. E 1598 ec'h adlestras ar Spagnoled da sachañ o skasoù gante, hag Isabel ne voe ket Dugez Breizh.

Danvez pennhêrez kurunenn Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1593 e voe bodet e Pariz Stadoù Bro-C'hall gant Kevre ar Gatoliked, e sell da zibab ur roue nevez evit ar vro, rak ne oa ket anavezet Herri Navarra gant an darn vrasañ eus ar vro c'hoazh. Adalek Spagn e klaske Felipe II pouezañ da lakaat reiñ ar gurunenn d'e verc'h Isabel, dre ma oa merc'h-vihan d'ar roue kozh Herri II.

En desped d'al lezenn salek a veze o virout ouzh ar maouezed da ren e Bro-C'hall e kave da roue Spagn e c'hallfe lakaat e verc'h Isabel da rouanez. Da vihanañ ez eo sur e timezfe d'an hini a vefe dibabet da roue, rak gwazed an tiegezh Guise, ha n'o doa gwir ebet war gurunenn Bro-C'hall, a vefe laouen o timeziñ gant ar yaouerez. E-touez an danvez-rouaned e oa Charlez Iañ Guise, dug Guise ha 22 vloaz dezhañ, ha Charles Emmanuel de Savoie-Nemours, dug Nemours ha 26 vloaz dezhañ.

Riegez an Izelvroioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Isabel Clara Eugenia, gouarnerez an Izelvroioù, 1599

Goude sinet Peoc'h Vervins gant Bro-C'hall d'an 2 a viz Mae 1598 e fellas da Felipe II diskouez youl vat ouzh ar vro-se o reiñ o frankiz d'an Izelvroioù spagnol, hag ar gurunenn d'e verc'h ha d'e vab-kaer. Mar ne vefe ket a vugale avat e vefe adkemeret an Izelvroioù gant Madrid.

Felipe II a zimezas Isabel d'an arc'hdug Alberzh ({deiziad|15|Du|1559}} - {{deiziad[13[Gouhere[1621}}, mab d'an impalaer santel Masimilian II. Hennezh a oa bet desavet e lez Spagn hag anvet da gardinal en e yaouankiz, hep bout beleget, ha goude da c'houarnour an Izelvroioù. Un eured etre ur priñs hag ur briñsez un tamm war an oad e oa : 41 bloaz e oa an arc'hdug, 33 ar yaouerez.

Isabel e klaradez, poltredet gant Rubens

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pa varvas he fried Alberzh e 1621 ec'h eas Isabel da leanez Urzh Santez Klara, ha gant he zad e voe anvet da c'houarnerez an Izelvroioù.

Bod a roas da Gaston d'Orléans ha d'e bried Marguerite de Lorraine a oa tec'het dirak konnar o enebour, ar c'hardinal Richelieu.

D'ar 1 a viz Kerzu 1633 e varvas Isabel Clara Eugenia, oadet a 67 vloaz. Goude-se e voe echu gant marevezh ar peoc'h en Izelvroioù. Dre ne oa bet ganet bugel ebet gant Isabel hag Alberzh, ha pennhêr ebet neuze, e tistroas an Izelvroioù dindan veli Spagn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Martha Walker Freer : Elizabeth de Valois. Queen of Spain and the Court of Philip II. Hurst & Blackett, London, 1857
  • (de) Paul Graf Thun-Hohenstein : Philipp II. von Spanien in Briefen an seine Töchter. Verlag Alber, München, 1947
  • (de) Brigitte Hamann : Die Habsburger. Ein biographisches Lexikon. Piper, München, 1996 (ISBN 3-492-03163-3)
  • (de) Richard Reifenscheid : Die Habsburger in Lebensbildern. Von Rudolf I. bis Karl I. Piper, München, 2007, (ISBN 3-492-24753-9)