iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.
iBet uBet web content aggregator. Adding the entire web to your favor.



Link to original content: http://br.wikipedia.org/wiki/Ippolito_II_d'Este
Ippolito II d'Este - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ippolito II d'Este

Eus Wikipedia
Ar c'hardinal Ippolito II d'Este

Ippolito d'Este, pe Ippolito II d'Este pe Hippolyte d'Este (1509-1572)[1], a oa ur c'hardinal italian er XVIvet kantved, mab d'an dug Alfonso d'Este ha da Lucrezia Borgia, ha niz d'ar c'hardinal Ippolito d'Este.

Ganet e oa e Ferrara[2]. A-berzh e dad e oa mab-bihan da Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara, hag a-berzh e vamm d'ar pab Alesant VI. Niz e oa da Cesare Borgia.
E 1519 e voe anvet da arc'heskob Milano war-lerc'h e eontr.
E 1527 e timezas e vreur Ercole II d'Este, dug Ferrara, da Renée Bro-C'hall, merc'h da Anna Breizh ha d'ar roue gall Loeiz XII

E 1536 e voe pedet Ippolito da Vro-C'hall gant ar roue Frañsez Iañ.

Kardinal hag eskob

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe da gardinal gant ar pab Paol III en 1538, ha goude da eskob Ferrara, hag eskob meur a lec'h all c'hoazh.

E 1550 e oa gouarnour Tivoli ma lakaas Pirro Ligorio da sevel ar Villa d'Este.
Gwareziñ an arzourien a reas, ha dreist-holl ar sonaozour Palestrina ha Benvenuto Cellini. Lakaat a reas Primatice d'ober murlivadurioù abati Chaâlis, ma oa bet anvet da abad gant ar roue gall Frañsez Iañ. Labour a roas d'an tisavour italian a Vologna Sebastiano Serlio en abati Chaalis hag en e balez e Fontainebleau (anavezet hiriv evel leti ar Grand Ferrare).
E 1552 e voe anvet da c'houarnour Siena.

Mervel a reas, war-lerc'h ur c'hleñved berr, e Roma e 1572, klañv gant an itrikoù ha bec'h ar c'hargoù politikel. Beziet eo en iliz Santa Maria Maggiore e Tivoli, tost d'ar Villa d'Este.

Dastumad dihelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lerc'h Ippolito ez eus chomet lizhiri (un 2 000 da vihanañ), levrioù gounidoù ha dispignoù (un 200), a zo miret e dihelldi Modena. Diwar an dastumad-se eo bet savet levr Mary Hollingsworth, The Cardinal's Hat: Money, Ambition, and Everyday Life in the Court of a Borgia Prince, istor Ippolito d'Este en e amzer.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (it) Vincenzo Pacifici, Ippolito II d'Este cardinale di Ferrara, Tivoli, 1920 ; adembannadur Tivoli, 1984
  2. (it) In memoria del cardinale di Ferrara ... , 2009